A-enep d'an adlodennañ e Treglañviz [Contre le remembrement à Tréglamus]

02 décembre 1984
01m 35s
Réf. 00517

Notice

Résumé :

E kumun Treglañviz, nepell eus Gwengamp, ez eus sach-blev etre an dud a-du hag ar re a-enep d'an adlodennañ. [A Tréglamus, village de 800 habitants près de Guingamp, on a l'habitude de contester. Cette fois, c'est le remembrement qui est en cause, et qui divise la population.]

Date de diffusion :
02 décembre 1984
Source :
FR3 (Collection: An taol lagad )
Langue :
Breton

Éclairage

Graet eo bet ar remambremant - pe adlodennañ – war ar maez da zaspun an darn vrasañ eus an douaroù d'ur peizant tro-war-dro d'e diegezh ha d'ober parkeier brasoc'h en ur dennañ ar c'hleuzioù hag ar girzhi. Dav eo reiñ d'ar peisant ar memes brazentez douar evel en doa a-raok. Abalamour da betra eo bet graet ? Abalamour da gaout an douaroù tostoc'h ouzh an tiegezh, da goll nebeutoc'h a amzer da c'haloupad an henchoù, hag aesoc'h eo evit an ostilhoù bras evel m'int deut da vezañ.

Adalek ar blovezhioù 60 ez eus bet ur remambremant bras e Breizh. Memes ma n'eo ket bet ken bras hag er broioù all eus ar Frañs, ez eus bet tabut ha sach-blev etre an dud gant ar cheñchamañchoù-se war ar maez. Sed ar pezh a zo c'hoarvezet e Treglañvis (pennad-film e 1984), e-kichen ar Mene Bre e departamant Aodoù an Arvor, lec'h ma n'eo ket bet freget toud ar c'hleuzioù koulskoude.

Ronan Calvez - CRBC - UBO / UBE Brest

Un nebeud levrioù

Annie Antoine et Dominique Marguerie, (dir.), Bocages et sociétés, actes du colloque organisé à l'université Rennes II, 29, 30 septembre et 1er octobre 2004 par le CERHIO et le CREAAH, Rennes, PUR, 2007.

Christian Atias et Didier Linotte, Le remembrement rural, Paris, Librairie Technique 1980.

Philippe Merot et Françoise Bridet-Guimmaume, "Les bocages armoricains : repères sur l'évolution des thèmes de recherche depuis les années 1960", in Nature, Science, Société, n° 14, 2006, pp. 43-49.

Version française

Le remembrement en milieu rural a pour but de regrouper autour des exploitations la plus grande partie des terres d'un agriculteur et de constituer des parcelles agricoles de taille plus importante en supprimant talus et haies. La règle de cette restructuration foncière est de donner au propriétaire une superficie de terre équivalente à la superficie qu'il avait auparavant. Les objectifs poursuivis sont la facilitation de l'exploitation agricole, l'optimisation du travail en diminuant les coûts et les temps de trajet, l'adaptation aux engins modernes.

C'est à partir des années 60 qu'a eu lieu en Bretagne un important remembrement. Même fait d'une manière beaucoup moins intensive que dans d'autres régions de France, cette restructuration du milieu rural a suscité des opinions divergentes comme on le voit dans ce reportage de 1984 concernant la commune de Tréglamus, au pied du Méné Bré dans les Côtes-d'Armor, région qui a d'ailleurs davantage conservé son bocage que d'autres régions de Bretagne.

Ronan Calvez - CRBC - UBO / UBE Brest

Bibliographie

Annie Antoine et Dominique Marguerie, (dir.), Bocages et sociétés, actes du colloque organisé à l'université Rennes II, 29, 30 septembre et 1er octobre 2004 par le CERHIO et le CREAAH, Rennes, PUR, 2007.

Christian Atias et Didier Linotte, Le remembrement rural, Paris, Librairie Technique 1980.

Philippe Merot et Françoise Bridet-Guimmaume, "Les bocages armoricains : repères sur l'évolution des thèmes de recherche depuis les années 1960", in Nature, Science, Société, n° 14, 2006, pp. 43-49.

Ronan Calvez

Transcription

Fañch Broudig
En Treglamus, en gwirionez 'zo daou rumm a dud : deus un tu ar re hag o deus c'hoant da vont war raok, ar re hag a wel an aezamant da labourat, ar randamant gwelloc'h, an henchoù nevez, interest ar re yaouank.
Fañch Broudig
En Treglamus, en gwirionez 'zo daou rumm a dud : deus un tu ar re hag o deus c'hoant da vont war raok, ar re hag a wel an aezamant da labourat, ar randamant gwelloc'h, an henchoù nevez, interest ar re yaouank.
Fañch Broudig
Deus un tu all, ar re hag a garfe gwelloc'h leskel an traoù d'en em ober o unan, ar re n'o deus ket c'hoant e vefe graet frejoù da bennbouzelliñ tout er barrez. N'eus forzh penaos, memes ma ne vez ket adlodennet ar barrez en he fezh, e vo graet en daou du deus an hent nevez.
Inconnu
Ul lodenn deus ar barrez, lakomp-se, ul lodenn, me 'gav din, ul lodenn [...] a vez graet, hag an div lodenn all a vano, 'vel bremañ 'zo sieklchoù tremenet, hag e chomo sieklchoù all war lerc'h, an dra-se ne za ket, 'blam d'ar re yaouank a da war lerc'h. Gavan me, eo abominabl ma 'vefe ket graet. Me gavfe drol 'vefe ket graet. Lâran ket eo fall ar remembrement. Barzh serten parrozioù e lec'h 'zo reoù yaouank da gemer... da gemer eksploatasionoù e c'hell bezañ fall ar remembrement, met 'barzh ur barroz 'vel hon hini-ni, gant ar charjoù 'zo dija, ha gant ken nebeut a re yaouank evel a zo ha kement reoù gozh evel 'zo, me 'welan ket, me welan ket 'zo ezhomm d'ober ar remembrement. D'am soñj eo gwelloc'h ober tout ar barrez. Ni ne welomp ket re yaouank oc'h en em instaliñ 'barzh feurmioù dre amañ, gant douar evel 'zo. Parkoù bihan, tri c'hard arad, un devezh-arad, n'eus ket a henchoù [...] an douar 'mod ebet. 'Welan ket solusion ebet hep ar remembrement. Forzh penaos ar remembrement 'vo red ober anezhañ, abred pe diwezhat. Ma 'vez ket graet bremañ, 'vo graet marteze a-benn dek vloaz, pemzek vloaz pe ugent vloaz bremañ.