Ar Prezidant Mitterrand e Breizh [Le président Mitterrand en Bretagne]

13 octobre 1985
01m 14s
Réf. 00522

Notice

Résumé :

Reuz a zo bet etre komunisted ha sosialisted da vare gweladenn ar Prezidant Mitterrand e Breizh. [Le Président Mitterrand est arrivé à Dinard pour une visite en Bretagne. Les communistes et les socialistes ne voient pas du même oeil les nouvelles apportées par le Président. Quelques manifestations ont eu lieu, dont une violente à Lorient.]

Date de diffusion :
13 octobre 1985
Source :
FR3 (Collection: An taol lagad )
Thèmes :
Langue :
Breton

Éclairage

Beaj François Mitterrand e Breizh a zo bet graet e fin ar bloavezh 1985, un nebeut mizioù goude e oa bet votadegoù an deputeed gounezet gant an tu dehou. Goude ar votadegoù-se e oa deuet Jacques Chirac da vezañ ministr kentañ.

Jean Peuziat (depute sosialist) ha Michel Mazeas (aotrou maer Douarnenez) a ro o soñj war beaj ar prezidant e Breizh. Michel Mazeas n'eo ket a-du gant politik gouarnamant Laurent Fabius ; an dra-mañ a ziskouez e oa echu emglev an tu kleiz en doa kaset da benn trec'h Mitterrand e 1981.

E-kerz e veaj en doa lavaret ar prezidant e vefe krouet ur skol ijinour e Lannuon : an ENSSAT (Ecole Nationale Supérieure des Sciences appliquées et de la Technologie) a zo bet digoret e 1986. E 1989 e vo digoret un teknopol e Lannuon.

Kaoz a oa bet lakaet ivez war ar rouedad heñchoù. An hent-bras (RN12) a oa ul lodenn eus ar program heñchoù a oa bet lañset dindan De Gaulle e 1968 evit dienkañ Breizh-Izel.

E-pad ar veaj-mañ en doa lavaret ivez ar prezidant e vefe savet ur pont nevez e Plougastel : Pont an Irwazh, bet digoret e 1994, a oa ar pont brasañ a seurt-se bet savet biskoazh.

Ronan Calvez - CRBC - UBO / UBE Brest

Version française

Ce voyage de François Mitterrand en Bretagne se déroule à la fin de l'année 1985, il précède de quelques mois les législatives de mars 1986. Ces élections marqueront le début de la cohabitation avec Jacques Chirac comme premier ministre.

La venue du chef de l'Etat est commentée par Jean Peuziat, député socialiste et Michel Mazeas, maire communiste de Douarnenez. Ce dernier critique fortement la politique menée par le gouvernement Fabius et témoigne de la rupture de l'union de la gauche qui avait permis la victoire de Mitterrand en 1981.

Le président profite de son voyage pour annoncer l'ouverture d'une école d'ingénieurs à Lannion. L'École Nationale Supérieure des Sciences appliquées et de la Technologie (ENSATT) fut ouverte en 1986 et précède la création, en 1989, du technopôle de Lannion dédié aux télécommunications.

La construction de la RN12 qui doit désenclaver la Bretagne est également relancée et poursuit le plan routier breton décidé par le général De Gaulle en 1968.

De même, la construction d'un nouveau pont reliant Brest à Plougastel est annoncée ce jour-là. Le pont de l'Iroise, inauguré en 1994, devient le plus grand pont à haubans de ce type construit au monde.

Ronan Calvez - CRBC - UBO / UBE Brest

Ronan Calvez

Transcription

Michel Mazeas
Me 'zo bet o tegemer prezidant ar Republik e ti-ker Kemper, met ar pezh am eus selaouet eus François Mitterrand 'neus ket graet din plijadur, te oar. Pa François Mitterrand a lâr deomp, "commandos je connais", peotramant an dra-se a zo "des sornettes", n'eo ket koñchennoù kement-se. Tri milion a dud, tamm labour ebet, n'eo ket koñchennoù a vez kontet deomp. Pa ar re yaouank n'o deus tamm labour an dra-se n'eo ket koñchennoù, n'eo ket brav, n'eo ket ur respont vad d'an dud an dra-se da lâret dezho, c'hwi 'zo o kontiñ koñchennoù. N'omp ket o kontiñ koñchennoù an dra-se, n'eo ket gwir.
Herri Morvan
Ar sosialisted int o doa dosierioù da ginnig d'ar prezidant, pesketaerezh, labour douar, labourioù publik, hag evito ar veaj en eus digaset keloù mat.
Jean Peuziat
Mitterrand en eus lavaret e vo graet e brezhoneg, e Breizh, e bro Breizh, ur mission interministerielle evit kas labour amañ, a vo graet ive ur skol ingenieur e Lannuon, a vo kaset argant evit an eksportasion d'an traoù a zo fabriket amañ, a vo graet ive mil agents supplementaires, ar plan routier breton a vo achuet hag ar pont Plougastel a vo graet ive.