An henchoù e Breizh [Les voies express en Bretagne]

15 juin 1974
05m 28s
Réf. 00611

Notice

Résumé :

Gant an hentoù nevez savet evit tostaat Breizh eus peurrest bro C'hall eo bet kemmet boazioù an dud ha neuz ar maezioù. [Les nouvelles routes construites pour désenclaver la Bretagne ont modifié la vie des lieux traversés et bouleversé les paysages.]

Type de média :
Date de diffusion :
15 juin 1974
Source :
ORTF (Collection: Breiz o veva )
Lieux :
Langue :
Breton

Éclairage

Hentoù nevez, primoc'h ha suroc'h a oa unan eus goulennoù pennañ izili ar Celib (Comité d'étude et de liaisons des intérêts bretons) abaoe penn-kentañ ar bloavezhioù 1950. An dud-se (dilennidi, renerien embregerezhioù...) a felle dezho reiñ ar chañs da v/Breizh da adpakañ an dale he doa e-keñver kornioù-all eus bro C'hall goude an eil brezel bed. Daoust ma oa kaoz ivez da zifenn sevenadur Breizh eo chomet ar gudenn armerzhel e-kreiz goulennoù ha kinnigoù ar CELIB, hag hentoù nevez a oa hervezo un doare da sachañ Breizh war-raok.

En diell-mañ e heulier disoc'hoù kentañ ar steuñv evit an hentoù e Breizh (Plan routier breton), kroget e fin ar bloavezhioù 1960. 1200 kilometrad hentoù nevez, dreist-holl hentoù gant 2x2 hent, a oa da vezañ savet. Kroget e oa al labourioù e kornog ar vro ha pa filmer an abadenn-mañ, e 1974, eo 200 km a oa bet savet e Penn-ar-Bed dija (RN 12 hag RN 165).

Ar chanterioù-se o deus kemmet penn-da-benn al lec'hioù e lec'h ma tremen an hentoù ha buhez an dud. Kement-se eo a glever en diell-mañ. Aesaet eo bet war a seblant buhez ar vlenierien kamionoù, met dipitet e seblant bezañ annezidi 'zo gant ar maezioù freuzet.

Mathieu Herry - Kalanna

Version française

La construction de nouvelles routes, plus rapides et plus sûres, était une des priorités du Celib (Comité d'étude et de liaisons des intérêts bretons) depuis sa création au début des années 1950. Ces élus, responsables économiques et autres personnes d'inaluence, souhaitaient permettre à la Bretagne de rattraper le retard accumulé sur d'autres régions françaises. Si la défense de la culture bretonne était importante pour eux, le problème économique était au centre de leurs revendications, et la construction de nouvelles routes était pour eux une priorité dans le développement de la Bretagne.

Dans ce document, le téléspectateur de Breiz o Veva suit les premiers résultats du Plan routier breton, lancé à la fin des années 1960. Ce plan prévoyait la construction de 1 200 kilomètres de nouvelles routes, principalement à 2x2 voies. Les travaux avaient commencé par l'Ouest et quand cette émission est tournée, en 1974, 200km de nouvelles voies avaient déjà été mises en place dans le Finistère (RN 12 et RN 165).

Ces chantiers ont profondément modifié les lieux que ces routes traversent, ainsi que la vie des populations qui y vivent. Ce sont des témoignages de ces changements que l'on entend ici. La vie des chauffeurs de camions semble avoir été simplifiée mais de nombreux habitants semblent déçus de voir leurs paysages modifiés et détruits de la sorte.

Mathieu Herry - Kalanna

Mathieu Herry

Transcription

(Silence)
Blenier 1
Aesoc'h eo, nebeutoc'h a « secousse » vez. Un tamm mat fonnusoc'h ez eomp kwa.
Blenier 2
Aesoc'h eo kalz, kalz aesoc'h, aesoc'h eo deomp roul.
Kazetenner
Moien 'zo da vont buannoc'h, nann ?
Blenier 2
O ya, aesoc'h eo mont, aesoc'h eo doubl an otoioù a ya difonnoc'h.
Blenier 1
Aesoc'h vefe ma vefe muioc'h
Blenier 2
N'eus ket trawalc'h c'hoazh. Peogwir aesoc'h eo roul, ober reoù all.
Kazetenner
Met ne vez ket ret deoc'h labourat muioc'h ivez abalamour d'an hentoù-se ?
Blenier 2
Fonnusoc'h e c'hell mont evit an hentoù bihan lec'h ne c'heller ket roul kerkoulz ha war ar re vras. Aesoc'h eo.
(Silence)
Kazetenner
Aes eo an hentoù-se, ya, peogwir ez int bet treset gant un ordinateur 'ba Pariz, hag er mod-se e weler diouzhtu, a-raok kregiñ gant al labour war an dachenn, penaos en em ziskouezo an hent da zaoulagad ar re e zaio gantañ da c'houde. Studiet eo bet peadra da zresañ an hentoù-doubl gant tud an ekipamant a-gevred gant kuzulerien an departamantoù hag ar c'hêrioù. Ul labour diaes, start, er burevioù, a-raok kregiñ ganti war an dachenn.
(Silence)
Kazetenner
Setu hentoù nevez ar vro, hervez 'pezh 'zo bet disidet gant ar c'hwervet plan. E Penn-ar-bed, nemetken, ez eus daou c'hant kilometr a hentoù-doubl da ober, koust a raio pevar c'hant milion a lurioù nevez.
(Silence)
Kazetenner
Pevar c'hant milion a lurioù nevez evit ar Finistère : setu priz ar cheñchamant nevez-se, hag a freuz da viken kornadoù-bro kaer. Ret eo distruj a-raok sevel troù nevez, siwazh.
Aneziad
An draonienn amañ a oa leun a wez, n'eus ket keit-se.
Kazetenner
Aneziad
Pevar miz 'zo, ne pije gwelet pegen kaer e oa ar c'horn-mañ. Distrujet eo bet abaoe, gwelet a rez penaos-mañ an traoù bremañ, aze-mañ lakaet an douar pe ar reier e noazh hag aet ar gwez kuit. Met, me gav din e vije bet kenkoulz all, klask ur c'horn-bro ha ne oa ket ken kaer, evit ober un hent nevez a ya deus Kemper da Vrest. Gwelet a rit pegen brav e oa ar c'horn-bro mañ gwechall gant ar gwez partout, aze. Ret eo sevel hentoù nevez, an dra-se 'zo sklaer, un dra ret eo, gant an otoioù a zo an deiz a hiriv. Kement a zo anezho ma ranker sevel hentoù nevez. Ha neuze hent kozh Brest da vont da Gemper a oa un hent diaes kenañ, kement a gamionoù hag a otoioù a vez war an hent-se. Hendiviziken eveljust, pa vo echu an hent-mañ e vo aes mont deus Brest da Gemper.
Aneziad 2
Pelloc'h e vezo an tracé evit ober al labour a gav din .
Aneziad 3
Ya p'int deuet d'ober al labour 'met ken
Aneziad 2
Aze n'int ket bet re bell.
Aneziad 3
Aet eo buan
Aneziad 2
Seulamant 'pad al labour eo, e vezer ambetet ar muiañ kwa !
Aneziad 3
Hag e chom atav.
Aneziad 2
E chom atao abalamour n'eo ket echu.
Aneziad 3
N'eo ket echu surtout an douar a zo drailhet tout.
Aneziad 2
Amañ eo drailhet muioc'h c'hoazh , amañ e pase dre ar c'hreiz.