O tistreiñ deus ar besketaerezh ton [De retour de la pêche au thon]

16 septembre 1984
04m 20s
Réf. 00516

Notice

Résumé :

"L'oiseau migrateur" zo o tistreiñ eus ar beskerezh toun : labour zo bremañ da ziskargañ ar vag evit gwerzhañ pep tra. ["L'oiseau migrateur" revient sur la terre ferme après vingt-cinq jours en mer à pêcher du thon. Désormais, les cinq membres de l'équipage doivent décharger sur le port pour la criée du matin.]

Date de diffusion :
16 septembre 1984
Source :
FR3 (Collection: An taol lagad )
Langue :
Breton

Éclairage

Martoloded Gwaien o tiskargañ ton er c'hrie (bloavezhioù 80)

Mestr an " Oiseau migrateur " a esplik penaos e klask tennañ ar gwellañ gounit diouzh peskerezh e ekipaj er c'hrie. Gwerzhet e vez ie ar pesk end-eeun d'an dud war ar c'hae. E bloavezhioù 80 ez a dija niver an toned war zisteraat. Bep bloaz e ranker mont pelloc'h c'hoazh er-maez da bakañ an ton, zoken ma sikour ar radar da zisouchañ aesoc'h anezhañ.

Daniel Le Bris – CRBC - UBO / UBE Brest

Version française

Des marins d'Audierne déchargent du thon à la criée (années 80)

Le patron de l'Oiseau Migrateur explique comment il essaye de tirer le meilleur profit de la pêche de son équipage à la criée. Le poisson se vend aussi directement aux passants sur le quai. Dans les années 80, le nombre de thons commence déjà à diminuer. Chaque année, il faut s'éloigner davantage au large pour attraper le thon, même si le radar permet de le détecter plus facilement.

Daniel Le Bris – CRBC - UBO / UBE Brest

Daniel Le Bris

Transcription

Inconnu
An deiz war lerc'h vintin, tro seizh eur emañ an deiz o sevel. Amzer o deus bet dija martoloded an Oiseau Migrateur da ziskargañ pemp kant ton ha da ledañ anezhe war bave ar c'hrie. Met d'ar poent-mañ bloaz n'eus ket kement a bres war ar vareourien da brenañ ton fresk, n'eus ket kement a werzh dezhe. Ni hiriv n'hon eus ket gwerzhet ur bern, tri c'hant bennag. Hiriv 'oa bagoù 'barzh tout ar perzhier all. Mod all pa n'eus ket bagoù barzh ar perzhier all, ar mareourien a teu da gerc'hat amañ, kwa. Setu hiriv n'eus ket bet kement a c'houl. Evuruzamant emañ ive ar c'hiz en holl borzhioù da werzhañ ton war eeun d'an dud. Dont a reer neuze betek ar c'hrie da brenañ un ton pe zaou pe dri da zrebiñ e fresk, da lakaat e koñserv pe da skornañ. Sañset vez gwerzhet muioc'h mui a don evel-se war eeun. An dra-se a ra un tamm gwerzh-butun ouzhpenn d'ar vartoloded, rak a-hend all ar priz uzin a vez merket en a-raok. Ar briz 'vit an uzin eo seitek kant hanter, evit ar mare e vezont gwerzhet daou vil daou c'hant lur, a-wechoù e veze tri mil an dra-se 'zepant, tri mil lur paseet memes. Met hiriv, hiriv 'oa ket, 'oa ket ouzhpenn ar briz, kwa. Emeur bremañ, justamant, o vont da ziskargañ an ton en ur c'hamion da gas d'ar fritur. Abaoe ma eh eo bet tennet eus ar mor, eo bet dalc'het 'barzh ar skorn er c'hal. Met da bakañ an ton, den n'eo kap da lâret c'hoazh d'ar besketourien pelec'h e vez. Sikour a ra memestra ar c'hartennoù a vez graet a drugarez d'ar satelit. Un ide ro deomp da c'hoût war pe du e ranker mont, pelec'h mañ an dour zomm ha betek pelec'h e yaimp. Ar siantifiked 'zo e klask goût un dra bennag met 'deuont ket a-benn da lâret deomp penaos emañ buhezegezh an ton. Ar bagoù a ra roud kwa... ahann ma gavomp banked... Pa gavomp banked e stopomp war c'horre evit pakañ, esaeañ pak 'nezho 'tog an deiz. A-wechoù n'eus ken ugent tamm ha tregont da bakañ atav, a-wechoù all 'peus daou, tri c'hant tamm, c'hwec'h kant tamm pe traoù mod-se, seizh, eizh kant a-wechoù. An dra-se zepand eus ar bankadoù, a-wechoù emaint tev, devezhioù mat war c'horre, ha gwechoù all, se zepand penaos eo imoret ar pesked, a-wechoù e pegont mat, a-wechoù n'eus ket moien da bakañ gour ebet. N'eus forzh penaos an ton gant higennoù eo e vezont tapet, n'eo ket gwir Gilbert ? Me fard an dra-se gant ma amzer gollet, pa n'eus tra d'ober tro ar pont, me fard ar boued, hein. Peseurt mod vez graet ? Aze 'rankez lakaat anezho da gentañ, lakez anezho en o fezh, ha goude-se e plegez anezho. Higennoù a zo higennoù simpl, pe'a, ha goude-se ni a skour anezho, ha goude-se e vez penturet, ni a lak pentur gwer war c'horre, lod lak pentur gwenn, pentur melen, pentur ruz, tout bep seurt liv pentur 'zo ganeomp. Hag an toned a blij dezhe ? O beñ ya, forset mat e blij dezho peogwir e pegont war c'horre. Souezhet a-walc'h eo bet ar vartoloded ar wech-mañ p'o deus ranket mont da besketañ an ton d'ar poent-mañ deus ar bloaz, pell a walc'h war zu an nord. Eno an hini e oa savet ha daou vil pemp kant bennag eo deuet a-benn Denis Ansquer hag e gamaraded da drapañ. Poent 'zo bet e oa muioc'h, bet zo bet bloavezhioù e voe ur minimum da bakañ. Ar beskerezh 'neus diminuet, abaoe pevar pe pemp bloaz 'zo hag er bloaz mañ eo bet un tammig gwelloc'h en dro. Ar sizhun mañ e roe mat ar beskerezh c'hoazh, gwir eo ha bagoù 'zo hag o deus tapet pevar pe bemp kant pesk en un devezh. En em c'houlenn a ra neuze Denis Ansquer hag e vartoloded hag-eñ n'emaint ket o vont da zistreiñ c'hoazh evit ur c'hampagn diwezhañ. D'o'r an ton on prest da vont en-dro, met ar chalud 'rin ket mui, a nann. An dra-se a zepand petra lâr ar mestr, ma lâr ar mestr ya, me zo dakord, ma lâr ar mestr nann, me chom barz 'n aot. Marteze ez aimp, gwelet 'vo. Benn dilun vo desidet an dra-se, pa vo diskuizhet an dud.