Bretoned an RATP [Les Bretons de la RATP]

12 mai 1985
02m 03s
Réf. 00520

Notice

Résumé :

Pennad-kaoz gant lod eus an 3.000 breton divroet a labour en RATP e Pariz. [Il existe à Paris entre 600.000 et 1 million de bretons expatriés, dont 3.000 qui travaillent à la RATP. Rencontre avec des employés, conducteurs et agents bretonnants.]

Date de diffusion :
12 mai 1985
Source :
FR3 (Collection: An taol lagad )
Langue :
Breton

Éclairage

"Paris est une ville bretonne" en deus lavaret Bertrand Delanoë e 2008. Tost ur milion a Vretoned a zo o chom e Paris hag he rannvro er bloavezhioù mañ.

N'eo ket nevez : en em gavet eo ar Vretoned e Paris adalek fin an XIXved kantved. Gant an hent-houarn e c'hellent mont da Baris ; ul linenn tren nevez a oa bet savet etre Paris ha Roazhon e 1851 (etre Paris ha Kemper e 1863, etre Paris ha Brest e 1865). Ar Vretoned divroet, peisanted evit an darn vrasañ anezho, a zeu da vezañ douarerien evit ar wazed ha mitizhien evit ar maouezed. Ne oa ket brav labourat e Paris evit an darn vrasañ eus an dud-se : paeet nebeut ha lojet fall e oant. Evit kaout plijadur ha skoazellañ ar re nevez en em gavet o doa savet Bretoned Paris strolladoù ha kevredigezhioù.

Er bloavezhioù 1960 e oa 200 000 Breton e Paris : ne oant ket labourerien-douar divroet ken met tud o doa graet studioù. Ar re-mañ a laboure evit ar Stad e-barzh an ospitalioù, ar polis, an SNCF pe an RATP.

Ronan Clavez - CRBC - UBO / UBE Brest

Un nebeud levrioù

Alain Croix, "Paris", Dictionnaire d'histoire de Bretagne, Skol Vreizh, Morlaix, 2008.

Marc Tardieu, Les Bretons à Paris. De 1900 à nos jours, éditions du Rocher, Paris, 2003.

Fañch Postic, "La paroisse bretonne de Paris. L'œuvre de François Cadic", Ar Men, n°103, 1999, p. 12-19.

Version française

Bertrand Delanoë, maire de Paris, déclarait en 2008 : "Paris est une ville bretonne". Il y a actuellement près d'un million de Bretons qui vivent à Paris ou dans la région parisienne.

Ce constat ne date pas d'hier : les Bretons sont arrivés à Paris dès la fin du XIXe siècle. La construction d'une ligne de chemin de fer reliant la capitale à Rennes en 1857 (à Quimper en 1863 et à Brest en 1865) marque le début d'une migration importante vers Paris. Celle-ci s'est poursuivie et intensifiée à la suite de la Première Guerre mondiale. Les premiers arrivants, des paysans qui ne connaissaient que le travail de la terre, devinrent terrassiers et les femmes servantes. Mal payés, mal logés : le sort des Bretons de Paris n'était pas enviable. Peu à peu des amicales bretonnes se forment afin de regrouper les individus de la région et de faciliter l'accueil des nouveaux venus.

Dans les années 1960, on estime que les Bretons de Paris sont au nombre de 200 000. Leur statut a changé : c'est une main-d'œuvre plus qualifiée qui s'installe dans la capitale et s'intègre à la fonction publique. On retrouve des Bretons dans les hôpitaux, la police, à la SNCF ou à la RATP.

Ronan Clavez - CRBC - UBO / UBE Brest

Bibliographie

Alain Croix, "Paris", Dictionnaire d'histoire de Bretagne, Skol Vreizh, Morlaix, 2008.

Marc Tardieu, Les Bretons à Paris. De 1900 à nos jours, éditions du Rocher, Paris, 2003.

Fañch Postic, "La paroisse bretonne de Paris. L'œuvre de François Cadic", Ar Men, n°103, 1999, p. 12-19

Ronan Calvez

Transcription

Jacky Postollec
Bez 'zo ur bern Bretoned a zo o labourat ganin-me, setu, pa vezomp asambles e kaozeomp deus ar vro, deus pezh welomp hag tout en brezhoneg.
André Auffret
Ar Vretoniz, p'en em gavont asambles, a blij dezhe diskutiñ deus ar vro, dalc'hmat. Ha pa omp tout eus bed al labour-douar, ur bern, e vez dav diskutañ deus ur bern traoù 'mod-se.
Fañch Broudig
En gwirionez, ar Vretoned ne vez ket diaez dezhe en em gavout en RATP. Diwar an nav mil ha tregont a dud a zo 'barzh ar gompagnunezh 'zo dek dregant, tri mil ha kant, eta, hag a zo ganet e hini pe hini eus departamantoù Breizh. Sed e kaver deus outo o labourat 'barzh ar metro, koulz hag o vleniañ ur bus dre ruioù Paris.
Inconnu
Mad ar jeu ? Ya, ha te ?
Jacky Postollec
Ya, hon micher eo da gonduiñ ar bus... A-wechoù neuze e komañsan diouzh ar mintin da bemp eur betek kreisteiz, an devezhioù... devezhioù a gomañsan diouzh ar mintin da c'hwec'h eur betek nav eur, adkomañsan war lerc'h lein deus peder eur pe teir eur, peder eur betek seizh da eizh eur, war lerc'h 'h an d'ar ger. N'eo ket gwall aes, nann, ur bern otoioù 'zo, ha neuze an dud a vez drol a-wechoù.
Fañch Broudig
Ar busoù n'emaint ket o unan e ruioù Paris. Aliaesoc'h aliaesañ 'vez stanket an hent gant kement a weturioù a vez. Sed aze hag a ro trubuilh ha drouk penn a-wechoù d'ar choferien. Met pep hini en devez dalc'hmat ar memes linenn d'ober.
Jacky Postollec
Giz-se 'welan tud, a anavezan anezhe ha gwelloc'h eo, gwelloc'h eo evit an hent. Pad ar sizhun 'ran ar memes service. N'eo ket memes mod.
Fañch Broudig
Gwelet mat oc'h gant ar glianted memestra ?
Jacky Postollec
O ya. N'eus ket... A, klemm a reont avat, pa ne vezont ket d'an eur, neuze vez lâret eo dre ma faot eo. Koulskoude n'eo ket dre ma faot eo.