Enklask war vuhez ha marv Yann-Vari Perrot [ Enquête sur la vie et la mort de l'abbé Yann-Vari Perrot]

08 décembre 1985
02m 17s
Réf. 00524

Notice

Résumé :

Gant Strollad ar Vro-Bagan ez eus bet savet ur pezh-c'hoari diwar-benn Yann-Vari Perrot, ar pezh a zisplij da dud Skrigneg. [40 ans après l'assassinat de l'abbé Yann-Vari Perrot, fondateur des Bleun-Brug, les habitants de Scrignac voient d'un mauvais oeil la création d'une pièce de théâtre sur ce personnage.]

Date de diffusion :
08 décembre 1985
Source :
FR3 (Collection: An taol lagad )
Personnalité(s) :
Langue :
Breton

Éclairage

Perak eo bet lazhet Yann-Vari Perrot ?

Ganet eo Yann-Vari Perrot e Plouarzel, e 1877. Aet da gure, e meur a barrez eus Bro-Leon, en deus savet ar Bleun-Brug e 1905 ha deuet eo da vezañ rener ar gelaouenn Feiz ha Breiz, eus 1911 beteg e varo. Tomm eo e galon ouzh ar brezhoneg hag ouzh Breizh, beteg dont da vezañ tost ouzh paotred ha merc'hed ar PAB (Parti Autonomiste Breton) ha goude ouzh re ar PNB (Parti National Breton). Diwar goust ar garantez vras-mañ ez eus bet cheu etre Yann-Vari Perrot hag an aotrou 'n eskob Duparc : hemañ a soñje dezhañ e oa re vras karantez ar beleg evit ar vro. E 1930 eo bet kaset Perrot da berson da Skrignag. E 1942, en ano ar Bleun-Brug, e kemer perzh er "Comité consultatif de Bretagne", savet gant gouarnamant Vichy. Er memes amzer, er gelaouenn Feiz ha Breiz, e lenner pennadoù taer a-enep ar Bolchevism. D'an 12 a viz Kerzu 1943 eo lazhet ar beleg gant unan eus paotred ar Rezistañs. Ano ar beleg a vo roet d'ur strollad Bretoned yaouank, renet gant Célestin Lainé, o tougen an dilhad alaman hag o vont d'ar batrioted : ar Bezen Perrot.

Un nebeut bloavezhioù goude marv ar beleg ez eus bet savet ur groaz war ar c'hleuz el lec'h ma oa bet lazhet. E 1982 eo bet troc'het ar groaz, hag un nebeut mizioù goude eo bet distrujet gant ur vombezenn monumant ar re varv, e Skrignag. E 1984, tud Strollad ar Vro-Bagan, renet gant Goulc'han Kervella, o deus lakaet en o soñj sevel ur pezh-c'hoari diwar-benn Yann-Vari Perrot. C'hoariet eo bet evit ar wech kentañ e Montroulez, d'an 12 a viz Kerzu 1985. Goude an abadenn e vo cheu, reuz ha freuz etre ar re o sevel a-du gant ar beleg hag ar re o sevel a-enep.

Er film ec'h en em gav Fañch Broudig gant un den eus Skrignag, bet er Rezistañs, hag a zispleg perak eo bet lazhet Yann-Vari Perrot. Dont a ra war wel ive pegen skuizh eo aet tud ar vro gant an trouz a zo tro-dro d'ar beleg.

Un nebeud levrioù

Henri Poisson, L'abbé Jean-Marie Perrot fondateur du Bleun-Brug (1877-1943), Rennes, 1955.

Strollad ar Vro-Bagan, Yann-Vari Perrot. Istor ur pezh-c'hoari, Embannadurioù Al Lanv, 1991.

Francis Favereau, Lennegezh ar brezhoneg en XXvet kantved (1919-1945), eil levrenn, Skol Vreizh, 2003.

Version française

Pourquoi Jean-Marie Perrot a-t-il été tué ?

Jean-Marie Perrot est né à Plouarzel en 1877. Devenu vicaire, il exerce dans différentes paroisses du Léon. En 1905, il fonde le Bleun-Brug (Fleur de Bruyère) et il devient directeur de la revue catholique Feiz ha Breiz (Foi et Bretagne), de 1911 à sa mort. Très attaché au breton et à la Bretagne, il est proche des membres du PAB (Parti Autonomiste Breton) puis de ceux du PNB (Parti National Breton), ce qui lui vaut les remontrances de son évêque, Mgr Duparc, qui ne voyait pas d'un bon œil ce patriotisme breton jugé trop important. En 1930, Perrot est nommé recteur de Scrignac. En 1942, au nom du Bleun-Brug, il siège au sein du Comité Consultatif de Bretagne, créé par Vichy. Dans le même temps, Feiz ha Breiz publie des articles violemment anti-bolcheviques. Le 12 décembre 1943, le prêtre est tué par un membre de la Résistance. Le nom du prêtre est donné à un groupe de jeunes Bretons, dirigés par Célestin Lainé, qui portent l'uniforme allemand et qui font le coup de feu contre la Résistance : le Bezen Perrot.

Quelques années après la mort du prêtre, une croix est érigée sur un talus proche du lieu où il a été tué. En 1982, cette croix est coupée et quelques mois plus tard, le monument aux morts de Scrignac est détruit par une bombe. En 1984, la troupe de théâtre Ar Vro-Bagan, dirigée par Goulc'han Kervella, décide de monter une pièce sur Jean-Marie Perrot. Elle est jouée pour la première fois le 12 décembre 1985, à Morlaix. Suite à cette pièce, une grosse polémique oppose les partisans de Perrot à ses détracteurs.

Dans ce reportage, Fañch Broudic interroge un habitant de Scrignac, ancien résistant, qui explique pourquoi Jean-Marie Perrot a été tué. On devine également l'agacement des gens du pays face à la polémique.

Bibliographie

Henri Poisson, L'abbé Jean-Marie Perrot fondateur du Bleun-Brug (1877-1943), Rennes, 1955.

Strollad ar Vro-Bagan, Yann-Vari Perrot. Istor ur pezh-c'hoari, Embannadurioù Al Lanv, 1991 [Outre le texte de la pièce, ce livre contient des documents préparatoires, dont certains en français, à l'écriture de la pièce. De même, on y trouve la transcription d'un débat houleux, suite à une représentation à Carhaix, en présence d'acteurs de l'époque de la guerre et d'historiens].

Francis Favereau, Anthologie de la littérature du XXe siècle (1019-1945), volume 2, Skol Vreizh, 2003.

Ronan Calvez

Transcription

Pierre Le Foll
Evidomp 'barzh Skrignag e oa un pro nazi, ha diskouezet 'neus deomp penn da benn 'pad an amzer eo bet 'barzh Skrignag. Labour a rae gant an Alamanted, sur, hag... pa 'meump lazhet anezhañ meump ket en em drompet, kar tri c'hard eur goude e oa ur side-car hag un auto-mitrailleuse war ar plas. Setu moarvat an dra-se a dlefe reiñ deoc'h da c'hoût e oa un dra bennaket. Boñ, bep miz e teue ar c'homandantur deus Montroulez da ziskutiñ gantañ, da zebriñ gantañ, 'barzh ar presbital. Petra 'vije deus taol eno ? Oan ket aze kwa, 'oan ket ouzh taol gante. Kontant e vijen bet a-wechoù da selaou petra vije lâret hag aze 'mijemp gouiet petra... Ma 'zo bet arretet tud 'barzh Skrignag 'vel zo graet ha m'emañ tout ar ruioù zo anv "Résistance" warne, kred' a ran zo unan bennak 'neus labouret, met labouret fall.
Fañch Broudig
Setu neuze e lârit-c'hwi sklaer penaos eo ar Resistañs deus Skrignag ha war-dro hag en deus lazhet Yann Vari Perrot.
Pierre Le Foll
A ya, ni 'neump, ni 'neump pell a oa avertiset anezhañ ma gontinuch e labour, sur, sur ez ache ' bered. Ha 'oan ket ma-unan lâret dezhañ. Monseigneur Duparc 'noa graet ive, 'noa bet skrivet dezhañ, lâret dezhañ leuskeul Skrignag trankil, peotramant a goulche ar gwad.
Fañch Broudig
Daou ugent vloaz war lerc'h e vez dalc'het da gaozeal deus se e Skrignag amañ, petra 'zo kaoz a gav deoc'h e vez kaozeet kemend-all c'hoazh ?
Pierre Le Foll
Petra zo kaoz ? Petra 'teus gwelet ? [...] da sotiñ ar monumant int deuet evel-se. Ha klevet 'peus anezhe [...] Ar person, dal. Me lâr deoc'h ni vefe kontant e vefe kaset "les reliquats" deus hennezh alese kant kilometr ac'hann 'vit ma ne glevfomp kaoz ebet ken. Laosk ac'hanomp trankil 'barzh hon bro amañ.
Fañch Broudig
Pezh 'zo en em gavet, n'eus ket voien distreiñ war-se. En em gavet eo.
Pierre Le Foll
En em gavet eo ya, boñ. Ha perak neuze da remuiñ an dra-se ? Hag Armel Coant ? Ar re emañ tout ar ruioù war o anv, perak rit ket piesoù war anv ar re se neuze ? Ha docteur Jacques amañ, tout ar re 'zo lazhet 'barzh ar sekteur amañ, kaoz ebet deus oute, ar re se 'zo chas neuze ? N'eus ken met an Aotrou Person 'zo lazhet mat ?