Kaerañ koadoù Penn-ar-Bed [Les plus belles plantations du Finistère]

12 janvier 1986
01m 24s
Réf. 00526

Notice

Résumé :

Krouet en deus Jean-Marie Quemener unan eus kaerañ koadoù Penn-ar-Bed en Huelgoat. Diaes eo al labour, met da 79 vloaz e plij c'hoazh kement dezhañ. [Jean-Marie Quemener a créé à Huelgoat l'une des plus belles plantations d'arbres du Finistère. Si ce travail est fatiguant, c'est le passe-temps idéal pour Jean-Marie, 79 ans.]

Date de diffusion :
12 janvier 1986
Source :
FR3 (Collection: An taol lagad )
Langue :
Breton

Éclairage

N'eus ket kement a goadoù e Breizh hag e broioù all eus ar Frañs : n'eus ket med war 12% eus he douaroù ez eus plantet gwez (28% er Frañs), ar pezh a ra 664 000 devezh-arat. Er Morbihan eo ez eus ar muiañ a goadoù, ha goude en Aodoù an Arvor, e Penn-ar-Bed hag en Il-ha-Gwilen. Al lodenn vrasañ eus ar c'hoadoù-se a zo da dud a zo o chom er vro ha mestr war o douar, lodennoù bihan anezhe hag un tammig e peb lec'h er vro, ha n'eus ket kalz a goadoù bras (un dek bennak hepken, evel da skwer hini Paimpont, hini Roazon pe hini Kenekan). A bep seurt gwez a zo enne, ar pezh a zo mad da lojañ ha da vagañ tokoù-touseg, lapoused ha loened gouez.

Sikourioù arc'hant a c'heller kaout gant ar C'huzul Rannvro hag ar C'huzulioù departamanchoù evit plantañ gwez ha n'eus ket foñsier da baeañ lec'h ma'z eus graet plantasionoù. Plantañ gwez zo mad, med dav eo kempenn anezhe warlerc'h, evel ma weler er pennad-film-mañ savet e 1986 diwar-benn Yann-Vari Kemener eus an Uhelgoat o tiskourrañ gwez bet plantet gantañ tregont vloaz zo.

Ronan Calvez - CRBC - UBO / UBE Brest

Un nebeud levrioù

Michel Dutour, "Forêt et filière du bois en Bretagne. La forêt bretonne : un milieu difficile où les efforts de mise en valeur sont réels", in Cahiers des ingénieurs agronomes (spécial Bretagne, supplément au n° 427), 1993, pp.85-90.

Bernard Tanguy, "La forêt bretonne au Moyen Age : le témoignage des textes et des noms de lieux", in Bulletin de la Société Archéologique du Finistère, t. CXXXV, pp. 239-263, 2006.

Site du Centre régional de le propriété forestière de Bretagne

Version française

La Bretagne est moins boisée que le reste de la France : seulement 12 % de son territoire est couvert de massifs forestiers, soit 332 000 hectares de bois et forêts (contre 28% en moyenne en France). C'est le Morbihan qui présente le plus fort taux de boisement, suivi par les Côtes-d'Armor, le Finistère et enfin l'Ille-et-Vilaine. La surface boisée de Bretagne est en grande partie privée et foncièrement morcelée. Elle a une structure géographique également morcelée : il y a peu de grands massifs, une dizaine seulement comme Paimpont, Rennes, ou Quénécan par exemple. Elle possède une grande diversité d'essences favorable à la sédentarisation de nombreux végétaux et animaux (champignons, oiseaux, mammifères).

Des aides du Conseil régional et des Conseils généraux de Bretagne pour le reboisement ont été mises en place, notamment par l'exonération de taxe foncière sur des surfaces reboisées. Mais planter des arbres est une chose, les entretenir en est une autre comme nous le montre l'extrait suivant (1986) dans lequel on voit Jean-Marie Quemener de Huelgoat, âgé de 79 ans, en train de couper des branches d'arbres qu'il a plantés il y a une trentaine d'années.

Ronan Calvez - CRBC - UBO / UBE Brest

Bibliographie

Michel Dutour, "Forêt et filière du bois en Bretagne. La forêt bretonne : un milieu difficile où les efforts de mise en valeur sont réels", in Cahiers des ingénieurs agronomes (spécial Bretagne, supplément au n° 427), 1993, pp.85-90.

Bernard Tanguy, "La forêt bretonne au Moyen Age : le témoignage des textes et des noms de lieux", in Bulletin de la Société Archéologique du Finistère, t. CXXXV, pp. 239-263, 2006.

Site du Centre régional de le propriété forestière de Bretagne

Ronan Calvez

Transcription

Fañch Broudig
Ma 'zo un den hag a gav dezhañ e pase e amzer re vuan eo sur mat Jean-Marie Quemener, en Uhelgoad. War dro tregont vloaz 'zo pa oa c'hoazh peizant eo kroget da blantañ gwez. Bremañ d'an oad ma ne oar ket kalz a re all petra d'ober deus o retred e tremen eñ brav e amzer o plantañ gwez atav hag o tiskourrañ.
Jean-Marie Quemeneur
A gast ya, mod all ra... ra bosoù 'barzh ar c'hoad ha n'eus ket kement a dalvoudegezh. Un hanter muioc'h a dalvoudegezh 'neus 'vez ket bosoù 'barzh ennañ... Red eo o'r ane'e tout. Pa gomansan un dra eo ret echuiñ 'nezhañ mod eo gleet o'r.
Fañch Broudig
D'an oad e teus, teus ket aon da gouezhañ diwar lein ar skeul aze ?
Jean-Marie Quemeneur
O nann, m'eus ket aon. En amzer gentañ on bet toer, ha mañsoner, setu 'meus bet an abitud, ha graet kalz sport goude : cyclisme, barre fixe ha tout an dra-se, hag an dra-se a chom.
Fañch Broudig
Memestra ne gav ket din e vefe kalz tud hag o deus naontek vloaz ha tri-ugent eveldout-te hag a z a e-giz-se war ar skeulioù.
Jean-Marie Quemeneur
O nann, tano int...
Fañch Broudig
Bep bloaz e laker pemp kant devezh-arad a zouar dindan gwez e departamant Penn ar Bed, pezh a zo nebeutoc'h evit ur pennad zo. Sikourioù arc'hant a zo moien da gaout end-eeun evit plantañ. N'haller ket lâret 'zo ur bern labour gante goude, ret e vez diharzañ memestra. Met ret eo ive gouzout petra da blantañ.