Sant-Brieg-Roazhon : manifestadegoù CGT ha CFDT [Saint-Brieuc- Rennes Manifestations CGT et CFDT]

17 juin 1971
01m 22s
Réf. 00621

Notice

Résumé :

Ur sell war ar manifestadegoù aozet e Roazhon ha Sant-Brieg gant ar sindikadoù evit goulenn ma vefe kemeret divizoù ekonomikel e Breizh, evit mad al labourerien. [Un coup d'oeil sur une série de manifestations en Bretagne, à Rennes et Saint-Brieuc, organisées par les syndicats pour réclamer que des décisions économiques plus favorables aux ouvriers soient prises en Bretagne. ]

Date de diffusion :
17 juin 1971
Source :
ORTF (Collection: Breiz o veva )
Langue :
Breton

Éclairage

E Breizh eo chomet bev spered emsaver miz Mae 1968 e-pad meur a vloaz da c'houde. Stourmoù forzh pegement a zo bet e-kerz ar prantad-se, ha muioc'h c'hoazh e-pad ar bloavezh 1972, p'eo chomet labourerien Le Joint Français, e Sant-Brieg, hep labourat e-pad miz. Met diskrogoù-labour-all, evel hini Big Dutchman Sant-Kareug, Doux Pederneg pe mengleuz Plemet, o deus ivez sachet evezh ha sikour ar vretoned, gant sikour an arzourien alies (Gilles Servat, Glenmor...). Er memes poent eo ivez tostaet ar stourmoù-se hag ar stourmoù evit ma vefe anavezet gwelloc'h Breizh gant galloud Pariz. Bannielloù gwenn-ha-du a zo bet gwelet muioc'h-mui, e-kichen bannielloù ruz ar sindikadoù stourm.

En diell-mañ da skouer e weler evel-se banniel Breizh en ur vanifestadeg e Roazhon. War ar skeudennoù keleier e klever mouezh Charlez ar Gall eus skipailh « Breiz o Veva », hag e weler micherourien (re an trenioù, an tiez post, ar chanterioù...) o vanifestiñ, gant ur c'hoant da gaout ur galloud digreizennet hag o nac'h ar c'hinnigù graet er 6vet plan gant gouarnamant bro C'hall evit diorroiñ Breizh.

Mathieu Herry – Kalanna

Version française

En Bretagne, Mai 68 a surtout eu lieu... dans les années suivantes. La région a connu de nombreuses mobilisations sociales, avec un point d'orgue au cours de l'année 1972. Au printemps, les ouvriers du Joint Français, usine installée dans les années 1960 à Saint-Brieuc, mènent une grève dure pendant deux mois. Au même moment, ce sont les producteurs de lait qui refusent de livrer leur production aux laiteries. Et d'autres mouvements (Doux à Pedernec, Big Dutchman à Saint-Carreuc, Kaolins de Plémet) ont lieu dans cette période, massivement soutenus par les Bretons, notamment grâce à l'appui de nombreux artistes, partie prenante des luttes (Gilles Servat, Glenmor). A cette période, les mouvements sociaux et culturels se rapprochent dans une demande d'une plus grande décentralisation et de plus de pouvoirs pour la Bretagne. Dans les manifestations, les gwenn-ha-du côtoient de plus en plus le drapeau rouge des syndicats.

C'est d'ailleurs le cas dans cette archive, composée d'images d'actualité commentées par Charlez ar Gall. Et les mots d'ordre de cette grève, qui mêle cheminots, employés de la poste et d'autres ouvriers réclament plus d'emplois et de meilleurs salaires pour les travailleurs bretons, une évolution qui passe, d'après les syndicats, par des pouvoirs économiques accrus en Bretagne.

Mathieu Herry – Kalanna

Mathieu Herry

Transcription

Charlez Ar Gall
Gouzout a reer o deus ar cheminoed ha paotred an trenioù diskroget diouzh o labour e-pad an toullad devezhioù diwezhañ-mañ. Met kalz micherourien all ivez a zo drouk-laouen dre ma 'ya fall an traoù er maezioù e Breizh evit al labourerien. Manifestadegoù a zo un tammig partout, er c'hêrioù bras dreist-holl. Digwener ha disadorn diwezhañ 'zo bet evel-se manifestadegoù savet gant kreizennoù bras ar syndikadoù CGT ha CFTC. Ar skeudennoù kentañ a ziskouezomp eo ar re bet kemeret e Roazhon. Implijidi ar PTT du-se o deus kaset da vurev ar prefed ur baperenn o c'houlenn e vefe gwelaet buan an traoù e Breizh war dachenn al labouradegoù, ar chantieroù, an uzinoù, ha kresket paeamantoù an dud. E Sant-Brieg ivez ar CGT, CFTC hag FEN a zo savet a-enep ar pezh a ginnig ar gouarnamant er c'hwec'hvet plan evit Breizh. Pouezet o deus ar vanifesterien war stad reuzeudik Breizh o reiñ da gompren e talc'ho Breizh da vezañ dinerzhet muioc'h mui, hag an dud enni da baouraat keit ha ma vo roet ar breferañs da Bariz ha da rannvroioù a zo dezho dija ur binvidigezh start