Beleien Bro Leon hag an dañs [Les prêtres du Léon et la danse]

25 avril 2024
06m 28s
Réf. 00854

Notice

Résumé :

Ambroise, Aimée Rouzic ha Jeanne Le Floc'h a gont amañ o yaouankiz da Daniel Jekel pa veze ret dezhe en em guzhat ouzh ar veleien hag ouzh o zud evit mont asambles da zañsal. [Ambroise, Aimée Rouzic et Jeanne Le Floc'h racontent au micro de Daniel Jéquel leurs souvenirs quand il leur fallait cacher aux prêtres ainsi qu'à leurs parents qu'ils allaient danser.]

Type de média :
Langue :
Breton

Éclairage

Animatour e Radio Breizh-Izel etre 1982 ha 1994, Daniel Jekel a rayo war-dro an abadenn "Beilhadeg e Breizh-Izel", un abadenn savet gantañ, e-lec'h ma glasko bezañ an tostañ posubl eus tud ar vro en ur vont e darempred gante ha dastum pinvidigezh hor sevenadur ha memor ar vro.

Mont da zañsal a oa unan eus ar plijadurioù bet lakaet da bec'hed bras gant beleien Bro Leon. Klask e raent neuze ar veleien da lakaat ar barrezioniz da chom pell ouzh an dañs. Ar re-mañ, evel Ambroise hag Aimée Rouzic pe Jeanne Le Floc'h, a blije kement an dañs dezhe pa oant yaouank e Landeda ken a gavent an tu da gontañ gevier d'ar veleien ha d'o zud a-benn gallout mont bepred da zañsal.

Ifig Troadec - Dastum

Version française

Créateur et animateur de la fameuse émission "Beilhadeg e Breiz-Izel" (Veillée en Basse-Bretagne) de 1982 à 1994 aux débuts de la station Radio Bretagne Ouest, Daniel Jéquel a su conjuguer radio de proximité et richesse du contenu en faisant vivre et entendre la mémoire de tout un pays.

Aller danser était un des plaisirs que le clergé du Léon considérait comme un péché et qu'il cherchait à combattre chez ses paroissiens. Ceux-ci, à l'image d'Ambroise, d'Aimée Rouzic de Landéda et de Jeanne Le Floc'h, aimaient tellement la danse qu'ils inventaient des stratagèmes et trouvaient des astuces pour pouvoir aller danser en évitant de s'attirer les punitions des parents et la foudre des prêtres.

Ifig Troadec - Dastum

Ifig Troadec

Transcription

Aimée Rouzic
Ya, amañ ez eus bet dañserien gwechall ivez !
Daniel Jequel
A ya ? Kalz a zañserien a oa amañ ?
Aimée Rouzic
Evidon-me em eus graet va lod ! Profitet hon deus dac'h hor yaouankiz, heñ ! Hag e rankemp en em gavout er gêr a-raok an noz !
Daniel Jequel
A ya !
Aimée Rouzic
Heñ ? E rankemp mont d'an oferenn, d'ar gousperoù ha da c'houde d'an Aber Ac'h da zañsal c'hoazh !
Daniel Jequel
Ha ne oa ket droad da zañsal e forzh pelec'h ?
Aimée Rouzic
A ya, war an hent e oa droad.
Ambroise Rouzic
E-barzh ar salioù, sañset, ar veleien a vije ouzhomp.
Jeanne Le Floc'h
A beñ o vont da lavaret dezho, a ouezan. Da gomañs edo pec'hed mont da zañsal, heñ.
Ambroise Rouzic
A ya !
Daniel Jequel
Met an dra-se a oa dija an dañs kof-ha-kof martreze ?
Aimée Rouzic
Ket ! An dañs round !
Daniel Jequel
An dañs round a oa difennet ivez ?
Jeanne Le Floc'h
War ar maez, war ar maez. Ya ya, ya ya.
Aimée Rouzic
Pa'z aemp da gofes n'em bije ket hor paskoù abalamour e lârent ec'h aemp bet o tañsal. Da c'houde neuze eo deuet "kof-ha-kof" e-giz ha ma leverez mat, heñ. Met ni n'hon eus ket graet an dra-se, heñ. Nann, ni n'hon eus ket graet memes an dañs-se. Nann. Ni a yoa an dañsoù a c'hiz kozh ganeomp. A ya ya ya.
Daniel Jequel
Hag ha bep sul e veze dañs ganeoc'h ?
Ambroise Rouzic
A ya ya ya.
Daniel Jequel
Setu ne voe ket dav anoñsiñ an dra-se ? Pe an dra-se e oa... An dra-se a gouezhe bewech e-giz-se ?
Ambroise Rouzic
Ar veleien a c'houlenne. Me a lavare dezhañ nemet gevier a-benn ar fin !
Aimée Rouzic
A, a ! Ya, beñ deuet edomp ha ne lâremp ket edomp bet e tañsal peogwir...
Ambroise Rouzic
Pe n'az po ket da bask ! Setu da c'houde da fin ar gofesion e lâren : me am eus lâret gevier ivez, kwa.
Daniel Jequel
Met koulskoude ar veleien a ouie mat e yeac'h da zañsal a-wechoù ?
Ambroise Rouzic
Ya, peogwir pa'z eo deuet ar Saliou, a oa da c'houde en deus bet lâret klask ac'hanon betek Bourk Landeda hag e lâre din : Deus 'ta Ambroise amañ da ganañ ur chañson e penn an iliz. Hein dis-donc, Saliou, deuet da berson ! Da c'houde ar brezel e oa an dra-se, ket ?
Jeanne Le Floc'h
Ya, martreze, ya.
Aimée Rouzic
Eo, e-pad ar brezel ed oa, en doa kaset tud da guzhat er presbital, aotroù Saliou.
Daniel Jequel
Ar brezel diwezhañ ?
Aimée Rouzic
A ya ya, a ya ya, ha lâr a rae Chan a zo bet kaset d'ar presbital aze, en deus graet anaoudegezh dac'h ar merc'hed yaouank Landeda da c'houde, a zo dimezet gantañ evel-just. Ya ya.
Daniel Jequel
Setu diwezhat a-walc'h a oa pa eo bet difennet an dañs gant ar veleien neuze ?
Aimée Rouzic
A ya. Gant ar veleien, ya ! Ya, betek ar brezel diwezhañ... betek ar brezel diwezhañ.
Daniel Jequel
A ya ? Ha betek aze ?
Aimée Rouzic
Ya.
Daniel Jequel
Ha penaos e oa tud a zegemere an dra-se ? Peogwir ho tud a-raok sur a-walc'h o deus bet dañset ? Setu ho tud a lâre deoc'h tromplañ ar veleien peotramant a lavare deoc'h sentiñ ouzh ar veleien ?
Aimée Rouzic
Tromplañ ? Muioc'h e tromplemp er gêr hon tud. Ne'z aemp ket da lavaret. Ne'z aemp ket da lavaret.
Daniel Jequel
Setu pa deues d'ar gêr ho tud a c'houlenne ganeoc'h : e-barzh pelec'h ho peus paseet ho amzer ?
Aimée Rouzic
Ya, pelec'h oc'h bet, kwa !
Daniel Jequel
Pelec'h oc'h bet ?
Ambroise Rouzic
Asambles gant Paol ha Jak aze, kwa !
Daniel Jequel
Den ebet, hini ebet e tañsal.
Ambroise Rouzic
Tra tra !
Daniel Jequel
Ha soñjal a ra deoc'h ma voec'h bet skandalet gant ho tud ma 'pije lavaret dezho ?
Ambroise Rouzic
Beñ, lod, ya, a skandale.
Aimée Rouzic
Eo Ambroise. Er penn kentañ ez edont ivez strik a-walc'h ouzhomp met da c'houde eo bet deuet hag a veze lezet muioc'h a liberte.
Ambroise Rouzic
A ya. Ya, e-giz partout !
Aimée Rouzic
Ya ya, da c'houde eo bet lezet a liberte muioc'h ! Me, va zad a zo bet er brezel, hag er brezel pevarzek ha da c'houde n'en deus ket bet miret ouzhomp james forzh da belec'h ez eamp, kar kaout a rea n'en dije ket gwelet e vugale ken. Nemet edo en em gavet d'ar pempet hag da c'houde eo bet deuet war e giz e veze asambles gant... edo gant ur c'harr o kas boued d'ar soudarded. Setu da c'houde pa voe deuet d'ar gêr ni n'eus ket bet james a ziaezamant gant va zad abalamour a gave dezhañ n'en dije ket gwelet e vugale ken. Setu da c'houde evedomp libroc'h ivez !
Daniel Jequel
Ho pije muioc'h a liberte ?
Jeanne Le Floc'h
Droad da zañsal.
Aimée Rouzic
Ha ya, ya ya. Met an dra-se en deus c'hoazh a zo bet lavaret n'edo ket pec'hed ivez.
Jeanne Le Floc'h
Ah Non.
Aimée Rouzic
Hag da c'houde an dra-se a zo bet...
Jeanne Le Floc'h
N'oa ket un dra fall peogwir en deiz ne'z eamp ket james en noz, heñ.
Daniel Jequel
Ha soñj deoc'h e vije bet muioc'h pec'hed ma vije bet an dra-se deus an noz ?
Jeanne Le Floc'h
Gwechall e rankemp en em gavout er gêr a-raok an noz, peotramant...
Aimée Rouzic
Pe er c'huzh-heol. Pe e veze bazhadoù.
Ambroise Rouzic
Ur pec'hed brasoc'h a oa diouzh an noz.
Aimée Rouzic
A ya, ya ya. Sañset ya !
Jeanne Le Floc'h
Hag e rae d'un "enfant de Marie" neuze koursiñ ar re all hag ez eant da flatañ anezho d'ar veleien !
Daniel Jequel
A ya ?
Aimée Rouzic
A ya !
Daniel Jequel
"Espionnage" ez oa etrezoc'h, neuze.
Aimée Rouzic
"Espionnage" ed oa, ya !
Ambroise Rouzic
Des commères, des commères dac'h an dra-se.
Aimée Rouzic
"Espionnage", abalamour d'ar jalouzi, kwa.
Daniel Jequel
Hag a flatre ar re yaouank d'ar veleien.
Aimée Rouzic
An dañsoù euredoù martreze a gavent dousoc'h met ar re all ne gavent ket.
Daniel Jequel
Setu ur plac'h yaouank a yae da gofesaat ma veze bet flatret gant unan bennak setu neuze n'en devoa ket an absolvenn, neuze ?
Aimée Rouzic
Nann nann nann ! Tra tra.
Daniel Jequel
Met an dra-se a oa un dismegañs eviti neuze ?
Jeanne Le Floc'h
Met deuet ez eamp da finaat se, ne lâremp ket n'edomp o tañsal mui.
Aimée Rouzic
Met ni a oa muioc'h sakrilach, kwa sañset !
Jeanne Le Floc'h
O, an dra-se n'eo ket ur pec'hed deomp.
Aimée Rouzic
Nann !
Daniel Jequel
Ha penaos a veze lâret deus an dra-se pa un bennak n'eo ket bet an absolvenn ?
Aimée Rouzic
Korbellet !
Daniel Jequel
Korbellet ?
Aimée Rouzic
Ya.
Daniel Jequel
Hounnezh a zo bet korbellet ?
Aimée Rouzic
Ya.
Daniel Jequel
Hag ar baotred a veze korbellet kenkoulz all ?
Aimée Rouzic
A ya !
Ambroise Rouzic
Releget eo tout !
Daniel Jequel
A ya ?
Aimée Rouzic
Memes an tadoù a gase o bugale d'ar skol all a vehe korbellet. N'o deveze ket o faskoù.
Ambroise Rouzic
Eskomuniget lod anezho !
Aimée Rouzic
O, me'm eus ket soñj dac'h an dra-se.
Ambroise Rouzic
Eo.
Aimée Rouzic
Ya ya, ne lavaran ket kontrol dit, ya ya ya. Met te a zo d'ar re goshañ ivez... Setu, te 'peus muioc'h a soñj evidon-me.
Ambroise Rouzic
Defot eo kas anezho d'ar skol libr, ivez kwa, d'ar skol gristen, deskiñ hor c'hreañsoù deomp, heñ.
Daniel Jequel
Met a-benn ar fin tout neuze n'ho peus ket bet ur yaouankiz evit lârout evurus, oblijet da chom e-barzh ar gêr, da vont d'an oferenn, d'ar gousperoù ha da ...
Jeanne Le Floc'h
O da zañsal ez eamp memestra !
Aimée Rouzic
Aon atav, kwa. Aon, spount hon deveze o vont e-barzh ar gador gofesion abalamour pa vezec'h bet o tañsal. An dud a grene. Me'm eus klevet unan gozh o lavaret : nec'het, poan gof bep tro pa 'z aen d'ar gofesion abalamour e veze bet o tañsal !