Parcours thématique

Daniel Jekel, kazetenner radio ha mignon tost ouzh ar selaouerien

Ifig Troadec

Pennad-digeriñ

E galleg

O vevañ e 1979 e Kemper gant e wreg hag e div verc'h, Daniel Jekel a glaske ur gevredigezh e-lec'h ma veze bet tu d'e div verc'h deskiñ brezhoneg. Evel-se en em gavas da gaout darempredoù gant izili Dastumerien Bro C'hlazik, ur gevredigezh nevez-grouet evit dastum sonerezh ha kanaouennoù tro dro da Gemper. Dont a reas da vezañ ezel gant ar strollad-se stag ouzh ar gevredigezh Dastum a laboure war Breizh a-bezh hag en em lakas ivez da vont war an dachenn asambles gante evit enrollañ tud.

 Dastum

Dastum

Vincent Morel sillonne la campagne bretonne à la recherche des chants d'antan. Berthe, Marie et les autres lui transmettent leurs chansons oubliées. Ses enregistrements collectés sont ensuite confiés à Dastum qui conserve ce patrimoine oral.

20 aoû 2002
05m 01s

Er memes koulz, ar c'haner Yann-Fañch Kemener a oa en em lakaet ivez d'enrollañ e amezeien tro Sant Nikolas ar Pelem ha Rostren.

 klasker tonioù kozh [collecteur de chansons traditionnelles]

klasker tonioù kozh [collecteur de chansons traditionnelles]

Yann-Fañch Kemener, kaner yaouank, a zastum kanoù ha kontadennoù digant ar re gozh. [Jean-François Quemener, jeune chanteur breton plus connu aujourd'hui sous le nom de Yann-Fañch Kemener, recueille auprès des vieux chanteurs et conteurs de Bretagne tout un héritage culturel de tradition orale].

04 mar 1978
04m 57s

D'ar c'houlz-se ne ouie ket Daniel Jekel petra e oa ur sonenroller. Kavout a rae a-bouez an enrolladennoù en doa bet tro da selaou hag en em lakas da soñjal e vefe marteze kanerien e-mesk an dud a anaveze. Mont a rae da gentañ da welout tud er C'hap dre ma ouie e veze kanet bepred Kanomp Nouel evit an deiz kentañ ar bloaz ha buan a-walc'h en em gavas da gaout darempredoù gant ur gwall ganerez. Kristian Fragon ha Daniel Jekel a dremenas ur sadornvezh e miz Ebrel 1979 e ti Tintin Mari (an itron Marie Moan, ganet Marie Dagorn) evit enrollañ teir ganaouenn. Goude se e tastumfont hanter kant kanaouenn ganti. Tintin Mari he devoa lâret dezhe ar wech kentañ : "Ne ganin ket tout deoc'h herie : a-hend-all ne teufet ket d'am gwelout ken !" Adalek an deiz-se e telc'has Daniel Jekel d'enrollañ tud ha Tintin Mari ac'h ayo da ganañ e-lec'h all, betek mont da c'hounid ar maout er c'h/Kan ar Bobl e 1981.

Ar bloavezhioù kentañ e RBI

Goude se, en ur welout penaos e oa deuet Daniel Jekel da vezañ ur mailh evit dastum kanaouennoù gant an dud, Kristian Fragon a vountas evit ma lakfe e añv evit ur post labour embannet gant Radio Breizh Izel, nevez-grouet e Kemper. Ar radio-mañ a grogas da skignañ he abadennoù d'an 3 a viz Eost 1982 evel ma weler en diell-mañ hag a deuas da vezañ unan eus pevar savlec'h skingomz ar servij publik.

 Les quinze ans de RBO

Les quinze ans de RBO

Depuis le 3 août 1982, RBO, Radio France Bretagne Ouest ou Radio Breiz Izel, émet à Quimper. Station locale de service public, RBO est une radio bilingue Français-Breton.

01 aoû 1997
01m 45s

Raktres Radio Breizh Izel a oa reiñ ur plas a-bouez d'ar brezhoneg. Betek-henn e veze tu d'an dud sellout bep sizhun ouzh abadennoù brezhoneg Breiz O veva skignet er skinwel gant France 3 abaoe 1971.

 <i>Breiz o veva</i> kinniget gant Chanig Ar Gall [Chanig Ar Gall présente <i>Breiz o Veva</i>]

Breiz o veva kinniget gant Chanig Ar Gall [Chanig Ar Gall présente Breiz o Veva]

Abadenn gentañ Breiz o veva, kinniget gant Chanig ar Gall. [Extrait de la première émission de la collection Breiz o veva, diffusée par la station ORTF de Rennes. Elle est présentée par Chanig Ar Gall, et les commentaires des reportages sont dit par Charlez Ar Gall.]

07 jan 1971
01m 12s

Daniel Jekel a ginnigas neuze da Michèle Cotta, prezidantez nevez Radio-France, labourat evite. Evit klozañ e lizher e skrivas an dra-mañ :"Digarez evit ar fazioù skritur e galleg met ma yezh pemdezieg a zo ar brezhoneg !" Dibabet e vo gante ha lakaet dirak ur mikro pemp devezh war-lerc'h evit skignañ e abadenn gentañ ! Ne ouie na "bu" na "ba" war ar vicher : n'en doa kammed klevet komz ouzh un Nagra, na ne ouie ket petra oa un "tok", un "troad" pe c'hoazh ur "jingle". Dre chañs e kavas tud gant skiant prenet evel Charlez ar Gall pe Bernez Rouz, pe c'hoazh teknisianed evit reiñ alioù dezhañ. Troioù kamm a zegouezho gantañ er penn kentañ : mikro mouchet, baterienn poazh, mordrouzoù...

Abadennoù gentañ

E abadenn gentañ a oa gouestlet d'ur broder ha da merc'h ur broder eus Pont 'n Abad. Bep sul d'an noz, etre dek eur ha dek eur hanter, e oa skignet an abadenn "Gwechall ha bremañ". Gopret e oa evel-just evit an amzer tremenet er mikro evit pep abadenn hag ur c'hevrat termenet adsavet evitañ bep bloaz. Met an amzer tremenet gantañ evit mont da welout an dud, enrollañ anezhe, frammañ an abadennoù hag all a chomas war e gont. Ingal eo, Daniel ne chomas ket da dortal. Kiger moc'h er penn kentañ, e teuas da labourat en ur stal vras kig moc'h ha ne chomas gantañ nemet e dibennoù-sizhun evit sevel e abadennoù. D'ar gwener noz e laboure er radio evit frammañ an abadenn a veze skignet d'ar sul war-lerc'h ha d'ar sadorn ec'h ae war an dachenn evit enrollañ tud. A-wechoù ec'h ae un teknisian bennak gantañ, er pezh a oa kalz aesoc'h evitañ. Daou vloaz war-lerc'h e abadenn gentañ, Rene Abjean, rener er c'houlz-se, a c'houlas gantañ labourat asambles gant Bernez Kilien evit un abadenn kalz hiroc'h, skignet etre seizh eur ha kart d'an noz ha dek eur. Dre chañs en doa Daniel Jekel cheñchet micher e 1983 evit labourat evel stummer en ur CAT e Konk-Kerne. Aesoc'h e oa dezhañ gouestlañ muioc'h amzer d'un dra a oa deuet da vezañ e "gwir vicher" : ar radio. An abadenn-mañ a oa anvet "Beilhadeg e Breizh Izel" hag e teuio tamm ha tamm Daniel Jekel d'ober e unan war he dro. Skignet e oa an abadenn-se betek miz Mae 1994 hag e oa lakaet un termen p'en em gavo Daniel Jekel da gaout kudennoù yec'hed.

E-mesk an dud aterset, ne vanko ket Daniel d'enrollañ tud brudet e bed ar sevenadur d'ar c'houlz-se. Bet eo da welout ar vreudeur Morvan da skouer evit goût penaos o devoa desket kanañ gant o zud, pe c'hoazh Maria Prat e bro Dreger evit lakaat anezhi da zisplegañ penaos e oa bet krouet Strollad Beilhadegoù Treger ganti, pe c'hoazh Loeiz Bévan e bro Bourled evit enrollañ ar c'hontadennoù savet ha kontet gantañ.

Deskiñ kanañ ar c'han ha diskan [Apprendre à chanter en kan-ha-diskan]

Deskiñ kanañ ar c'han ha diskan [Apprendre à chanter en kan-ha-diskan]

Ar vreudeur Morvan (François, Henri hag Yvon) a gont penaos o deus desket gant o mamm kanañ er gêr, er Botkol e Sant Nigouden, ar c'hanaouennoù bet desket ganti gant he zad. [Les frères Morvan, (François, Henri et Yvon), racontent comment ils ont appris à chanter à la maison, au Botcol à Saint Nicodème, au contact de leur mère qui l'avait elle-même appris au contact de son père.]

23 fév 1986
07m 53s
Strollad Beilhadegoù Treger [La troupe des veillées du Trégor]

Strollad Beilhadegoù Treger [La troupe des veillées du Trégor]

Maria Prat (1906-2006), ur venajerez eus Berlevenez e Lannuon, a gont da Daniel Jekel penaos e oa deuet da sevel ur strollad aktourien, kanerien ha konterien evit c'hoari pezhioù-c'hoari e brezhoneg dirak an dud e Bro Lannuon e-pad ar goañv. [Maria Prat, une cultivatrice vivant à Brélévenez à Lannion, raconte à Daniel Jéquel comment, dans les années 1960, elle a créé une troupe d'acteurs, de chanteurs et de conteurs pour jouer des pièces de théâtre en breton devant le public du pays de Lannion en hiver.]

18 déc 1983
08m 37s
Sorc'hennoù : ma eontr Job, ar montr [Histoires : mon oncle Job, la montre]

Sorc'hennoù : ma eontr Job, ar montr [Histoires : mon oncle Job, la montre]

Ganet en Nignol ha bet menajer eno, Loeiz Bevan a gont div istor e gwenedeg. [Né à Lignol, Louis Bevan, ancien agriculteur, raconte deux histoires en breton vannetais.]

01 jan 1984
09m 38s

Mont war an dachenn : ur blijadur !

Mont war an dachenn a zo chomet stag ouzh Daniel Jekel. Desket en doa ar brezhoneg gant e vamm-gozh hag a gouzante degemer anezhañ gant ma veze kaset ar gaoz e brezhoneg nemetken. Daniel en em gave en e vleud e brezhoneg goude ma gomze kentoc'h galleg gant e dud. En e vugaleaj e oa bet tost ouzh ar re gozh hag en doa bet tro da zeskiñ kalz oute : dre-se e oa bet rikouret evit sevel e abadennoù ha mont e darempred gant an dud.

Diazezet war e dastumadennoù kentañ, e oa sañset an abadenn reiñ ton d'ar c'hanaouennoù, d'ar c'hontadennoù ha d'an amzer a gwechall. Goût a ouie Daniel lakaat an dud da gontañ ar pezh a oarent ha da zigeriñ dorioù o memor. Buan a-walc'h e paouezo Daniel da brientiñ e c'houlennoù evit ma chomfe bev ha skañv an emgav gant an dud. Ne n'haller ket listennañ amañ kement danvez a zo bet kaoz oute en e abadennoù ken niverus ha disheñvel int. Estroc'h evit dek vloaz eo bet Daniel o vale Breizh, eus ar c'huzh-heol e Enez Eusa betek Lambal, war Enez Sun ha Kerveur, e Kraozon hag er C'hozh Korle. Evel-just eo bet alies tro-dro Kemper, dre ma anaveze kalz a dud eno hag e oa en e vleud gant ar vrezhonegerien eno, rak a-wechoù eo bet en em gavout diaes gant brezhonegerien bro Gwened.

Bet eo bepred meur a wech er Mor-Bihan evit ober enrolladennoù a-feson, evel amañ gant Louis Le Floc'h, bet marichal e Kervignag e-tal an Oriant.

Marichal e Kervignag [Maréchal-ferrant à Kervignac]

Marichal e Kervignag [Maréchal-ferrant à Kervignac]

Louis Le Floc'h a zo bet marichal e Ti Ruz e Kervignag. Kontañ a ra da Daniel Jekel penaos en doa desket e vicher, peseurt micherioù e veze kavet e-barzh ar govel (ar marichal, ar c'harrer), an doareoù d'ober kirri ha rodoù, troioù veterinaer Hennbont er govel, foarioù kezeg Landevan, hag ivez an doareoù nevez da labourat hag ar cheñchamantoù bras goude ar brezel... [Louis Le Floc'h a été maréchal-ferrant à Kervignac au village de Ti Ruz. Dans son entretien avec Daniel Jéquel, il évoque son métier, son apprentissage, les différentes professions qui se côtoyaient à la forge (le charon, le forgeron), la fabrication des charrettes et des roues, les visites du vétérinaire d'Hennebont à la forge, les foires aux chevaux de Landévant, la mécanisation et les grands changements survenus après la guerre...]

22 mai 1988
06m 19s

A bep seurt temoù e kaver en abadennoù. Enrollet en deus daou glasker boued, Jeanne eus Keriti ha Francis eus Bolazeg, dastumet en deus testenioù war diskrogoù-labour ar bloavezh 1924 en uzinioù piz bihan, bet en deus darempredoù gant dastumerien gomon ha bezin, broderien, pesketaerien, kanerien, bet eo alies er C'han ar Bobl met enrollet en deus ivez tromeni Lokorn e 1989. Heñchet eo bet ivez a-wechoù gant Loeiz Roparz evit mont da welout hemañ-hen. Labourat en deus Daniel evit ar brezhoneg (n'en deus kammed enrollet nevez vrezhonegerien) hag evit reiñ ar gaoz da dud n'o doa ket digarez kement-se da lârout o soñj. "Dastum a raen, bet em boa darempredoù, skignañ a raen hag e lakaen an dud da gaout plijadur !" E abadenn a deuas da vezañ brudet e-mesk an dud. Un enklask war ar mediaoù savet e 1987 a venege penaos 108 780 a dud e Penn-ar-Bed o devoa selaouet ouzh an abadenn ur wech da vihanañ. "Daniel Jekel a zo ur mestr !" a lâre unan eus e renerien. Istoarioù a bep seurt a zo bet klevet : ur vamm o lakaat he merc'h o chom e Pariz da selaou an abadenn ouzh ar pellgomz, pe c'hoazh ur c'houblad o chom a sav e-barzh o c'harr-tan war vord an hent pe e foñs o garaj evit selaou ouzh an abadenn ! Ur selaouerez a lâras da Daniel Jekel : "Ah, n'an ket da gousket keit e vez o kaozeal !" pe c'hoazh un all d'he gwaz : "Selaouomp pelec'h emañ o vont Daniel da gas ac'hanomp !" Tout se a ziskouez pegen tost e oa Daniel ouzh an dud gant e abadennoù.

Gant e abadennoù e vez alies kaoz eus stad kriz an dud gant o labour. Tem an divroañ a zeu ingal war-wel gant ur rummad tud o deus renket kuitaat Breizh evit mont da labourat e lec'h all e Bro C'hall pe c'hoazh e diavaez-bro. Amañ Gwendal ar Floc'h eus Gourin a gont mareadoù tennañ beterabez e hanternoz Bro C'hall ha Marie-Josèphe Citarel eus Kastell-Nevez-Ar-Faou a gont he amzer labour e New-York hag he buhez e Stadoù Unanet.

Mont da dennañ beterabez e hanternoz Bro C'hall Aller [Arracher des betteraves dans le nord de la France]

Mont da dennañ beterabez e hanternoz Bro C'hall Aller [Arracher des betteraves dans le nord de la France]

Ne veze ket kalz arc'hant e-mesk an dud e Breizh gwechall hag e renke ar vretoned kuitaat o vro evit gounit o vuhez. Gwendal ar Floc'h a gont buhez an dud ac'h ae da dennañ beterabez e hanternoz Bro C'hall goude ar brezel diwezhañ. [Les gens manquaient d'argent en Bretagne autrefois et les Bretons devaient quitter le pays pour gagner leur vie. Gwendal Le Floc'h décrit la vie des personnes qui allaient arracher des betteraves dans le Nord de la France à la sortie de la deuxième guerre mondiale.]

18 jan 1986
08m 26s
Mont da labourat en Amerik [Aller travailler aux Etats-Unis]

Mont da labourat en Amerik [Aller travailler aux Etats-Unis]

Ganet e 1901 e Kastell-Nevez-Ar-Faou, Marie-Josèphe Citarel a ziviz e 1927 ober evel pemp eus he breudeur : kuitaat ar vro ha mont da labourat en Amerik asambles gant he gwaz. [En 1927, Marie-Josèphe Citarel, née en 1901 à Châteauneuf-du-Faou, décide de suivre l'exemple de cinq de ses frères : quitter le pays et partir avec son mari travailler aux Etats-Unis.]

15 jan 1989
10m 14s

Tamm ha tamm e cheñch framm an abadennoù. "Ret eo lakaat an dud da gemer perzh" e vez lâret dezhañ. Neuze e c'houl gant ar selaouerien pellgomz war-eeun e-pad an abadenn. Goul a ra bep tro d'an dud reiñ ar stumm brezhoneg implijet gante en o c'horn-bro evit gerioù galleg zo. Aze c'hoazh e tegouezh traoù fentus gant an dud : soñjal a rae d'ur vaouez gozh he doa respontet d'ar goulenn en ur huchal kreñv dirak ar post bihan ! An abadenn a seblant bezañ bet an hini vrudetañ eo an hini gouestlet d'an uzinioù Henaff eus Pouldreuzig. Degemeret en devoa an itron Roparz, merc'h an aotroù Henaff, ur menajer en doa savet an uzin-se evit gwerzhañ piz bihan.

E-barzh enklaskoù Daniel Jekel e kaver kalz a destenioù diwar-benn ar peskerezh hag al labour e bord ar mor. Amañ ez eus div skouerenn : ur pennad-kaoz gant Anna Colin a oa bet o labourat e friturioù Poulgwazeg hag ur pennad-kaoz all gant Julien Corlay, o chom e Ploeneg er Mor-Bihan ha bet o navigañ gant gouelioù evit tapout toñ.

D'an nav vloaz d'an aod ha da pevarzek vloaz d'an uzin [Dès neuf ans à la grève et en usine à quatorze ans]

D'an nav vloaz d'an aod ha da pevarzek vloaz d'an uzin [Dès neuf ans à la grève et en usine à quatorze ans]

Anna Colin eus Poulgoazeg he deus bet ur vuhez a labour : da nav vloaz eo bet renket dezhi mont d'an aod da zastum bezin ha ne oa nemet pevarzek vloaz pa oa aet da labourat d'an uzin pesked evit lakaat pesked e boestoù. [Anna Colin de Poulgoazec a eu une vie de labeur : dès neuf ans il lui a fallu aller à la grève pour ramasser le goëmon et elle n'avait que quatorze ans quand elle est allée travailler à la conserverie pour mettre du poisson en conserve.]

08 jan 1984
05m 43s
Ar vicher martolod, an toñ [Le métier de marin, la pêche au thon]

Ar vicher martolod, an toñ [Le métier de marin, la pêche au thon]

Bet pesketaer gwechall, Julien Corlay eus Pleheneg a zispleg e labour pac'h ae da dapout toñ. [Julien Corlay, ancien marin pêcheur de Plouhinec, évoque ses souvenirs de pêche au thon.]

01 juin 1984
08m 02s

Dre an holl atersadennoù-se e vez santet donder al labour kaset gant Daniel Jekel a-hed ar bloavezhioù enklask-se, ul labour hag a zo ul lodenn eus istor ar vro, un istor vihan ha ne vez ket komzet kalz outi a-hend-all. Tremenet e vez mareadoù a-feson asambles gant Daniel Jekel, evel ma oa bet kont amañ pa oa aet da welout Anna Blaise-Bodénant evit lakaat anezhi da gontañ an ambleudadeg ed du er Porzhe a-raok ar brezel pevarzek.

An ambleudadeg ed du [Le foulage du blé noir]

An ambleudadeg ed du [Le foulage du blé noir]

Ganet e fin an naontekvet kantved, Anna Blaise-Bodénant a gont buhez an dud d'ar c'houlz-se e-barzh ar Porzhe e-kichen Douarnenez hag an devezhioù labour p'en em vode an dud hag p'en em sikoure evit al labourioù tenn evel an ambleudadeg ed du. [Née le 20 mars 1920, Anna Blaise Bodénant raconte la vie des gens à cette époque dans le Porzay, près de Douarnenez et les journées de travail quand les gens se rassemblaient et s'entraidaient pour les gros travaux comme le foulage du blé noir.]

21 aoû 1989
04m 08s

Ur basion start da bakañ !

E-mesk an istoarioù niverus degouezhet gantañ, e plij kalz da Daniel Jekel kontañ ar pezh e oa c'hoarvezet p'en doa klasket enrollañ ar basion war Enez Sun e fin ar bloavezhioù 1980. Ret eo poaniañ evit kaout un teñzor !

"Me a oa c'hoazh ur bugel p'am eus klevet un den o lârout d'am zad :"War an douar bras, ne oaront ket kanañ (ar pezh a oa tost d'ar wirionez). War Enez Sun e kaner ur basion a zo enni kant ha pemp poz ha daou ugent !" Se a oa chomet en em spered. Gant skipailh Dastumerien Bro C'hlazig (Christian Fragon, Yvonne Simon ha me), hon eus klasket enrollañ anezhi. Goulet hon eus gant an dud en ostalerioù, bet omp er presbital, rak alies ar veleien a anaveze mat an dud. N'hon eus bet darempredoù nemet gant an itron Spineg a oa e toull he dor. Kreisteiz e oa, an añjelus a oa o son ha dre ma oa devodez he devoa graet sin ar groaz. Sellet he devoa ouzhimp da welout hag eñ e raemp kement-all. Aze e oamp bet tapet fall ! Met bepred he devoa lâret deomp dont en-dro goude kreisteiz ha neuze e oa bet mat dezhi kanañ un nebeut kanaouennoù."

Ur wech distroet e Kemper, Mari Kermareg, unan eus ar re a gase abadennoù e brezhoneg er radio, a vroudas anezhañ evit ma 'z afe en-dro. Un emgav all a oa bet lakaet gant tud an enezenn. Mont a reas kuit Daniel gant ar vag, ha klañv-mor ar paotr gant rust e oa ar mor. Ken rust ken a renkas teknisian ar radio a oa sañset d'arriout war e lerc'h chom a sav war ar c'hae. Rener a radio a bellgomzas d'an Elysée evit ma c'hallfe ar teknisian mont eno gant an helikopter a gase boued war an enezenn. Ne oa ket bet aes dre ma oa tapet plas ar bara gant ar paotr ! Ur wech war Enez Sun ne oa enrollet gante nemet un tamm eus ar basion : ar berson a baouezas da lakaat an dud da ganañ war-lerc'h pevarzek poz ha pevar ugent. Daniel a zivizas mont en-dro ur wech all.

An dro-se e kasas muioc'h a vinvioù gantañ, en em stalias e-barzh an iliz ha lakaas daou droad mikro stignet uhel evit enrollañ. Tremen a reas an traoù mat a-walc'h ken e oa en em lakaet daou den a gane kreñv ha faos just dindan an daou droad-se ! Mann d'ober gant an enrolladenn, ret e vo dont en-dro ur wech ouzhpenn !

Ar bederved gwech e-pad an hañv e vo enrollet en iliz Gant Daniel Jekel e-pad div nozvezh da heul. An dro-mañ e vo mat. "An nozvezh gentañ evit kanañ ar c'hantikoù e oa tri ugent a dud ha kement all an deiz war-lerc'h evit kanañ ar basion war he hed. Skignet am eus tout goude bezañ lâret d'an dud : n'eo ket un abadenn relijiel met ec'h amp da selaou outi. An dud a zo bet plijet-tre gant an abadenn-se. Kalz oute o deus goulet kaout anezhi pe o deus enrollet war-eeun an abadenn-se."

Daniel Jekel a zastumas ivez ur bern pennadoù-kaoz diwar-benn kredennoù kozh, kontadennoù pe mojennoù klevet a-rumm-da-rumm gant an dud. Ur wech en em gavas Daniel gant Lucien Cras a gontas dezhañ mojenn ar vosenn e-kerz un atersadenn war kroazioù Plougastel, ur wech all e zastumas gant Aristide Herrio an istorioù souezhus e veze kontet e korn an oaled en-dro da Bloue en e vugaleaj.

Kroazioù Plougastell [Les croix de Plougastel]

Kroazioù Plougastell [Les croix de Plougastel]

Lucien Cras, eus Plogastell-Daoulas, a sav renabl ar c'hroazioù e kaver war ar gumun ha kont mojenn Kroaz ar vosenn ouzh mikro Daniel Jekel. [Au micro de Daniel Jequel, Lucien Cras, de Plougastel-Daoulas, évoque les nombreuses croix érigées sur la commune et raconte la légende de "la croix de la peste".]

12 avr 1987
05m 30s
 Istoarioù diaoul ha laer-amann [Des histoires de diable et de voleur de beurre]

Istoarioù diaoul ha laer-amann [Des histoires de diable et de voleur de beurre]

Artistide Herrio a gont deomp amañ istoarioù bet klevet gantañ en e vugaleaj er menaj e Ploue. [Aristide Herrio nous raconte des histoires qu'il a entendues enfant quand il était à la ferme à Plouay.]

01 avr 1987
06m 45s

E-pad un enklask e Landeda e Bro Bagan, e hanternoz Penn-ar-Bed, Daniel Jekel a bakas envorennoù yaouankiz Ambroise Rouzic, e wreg Aimée ha Jeanne Ar Floc'h. Ar re-mañ a gontas dezhañ an troioù-kamm savet gante evit gallout mont da zañsal hep sentiñ ouzh alioù o zud nag ouzh re ar veleien.

Beleien Bro Leon hag an dañs [Les prêtres du Léon et la danse]

Beleien Bro Leon hag an dañs [Les prêtres du Léon et la danse]

Ambroise, Aimée Rouzic ha Jeanne Le Floc'h a gont amañ o yaouankiz da Daniel Jekel pa veze ret dezhe en em guzhat ouzh ar veleien hag ouzh o zud evit mont asambles da zañsal. [Ambroise, Aimée Rouzic et Jeanne Le Floc'h racontent au micro de Daniel Jéquel leurs souvenirs quand il leur fallait cacher aux prêtres ainsi qu'à leurs parents qu'ils allaient danser.]

25 avr 2024
06m 28s

Un dastumadenn sovetaet

Kompren a reomp vat pegen talvoudus eo mirout an enrolladennoù-se a-fed glad, ethnologiezh ha yezh. Petra int deuet da vezañ ? Arabat bezañ nec'het, miret int bet tout. Un emglev a zo bet sinet gant Dastum hag an INA evit kenlabourat, lakaat anezhe e stumm niverel ha lakaat anezhe goude war-wel. Tamm ha tamm e vo tu neuze da adkavout anezhe e-mesk an dielloù embannet war lec'hienn Dastum ha tu ivez da selaou oute. Stad e Daniel Jekel gwelout al labour sovetaat-se kaset da benn : "Un doare vrav da drugarekaat an holl dud o deus degemeret ac'hanon !"