Ar vretoned o pesketa e Port-en-Bessin [Des pêcheurs bretons à Port-en-Bessin]

05 décembre 1973
06m 59s
Réf. 00505

Notice

Résumé :

Pennad-kaoz gant bretoned divroet e Port-en-Bessin e Normandi evit pesketa kregin Sant-Jakez. [Depuis plus de trois ans, des marins-pêcheurs bretons vont exploiter la coquille Saint-Jacques en baie de Seine, à Port-en-Bessin en Normandie. Ils parlent des difficultés rencontrées à bord et des conditions de travail].

Type de média :
Date de diffusion :
05 décembre 1973
Source :
ORTF (Collection: Breiz o veva )
Langue :
Breton

Éclairage

Brasañ porzh-pesketa Normandi eo hini Port en Bessin. Emañ e-kreiz an traezhennoù brudet lec'h ma z eo dilestret an Amerikaned e 1945.

Eno e weler ur bern (120) pesketaerien breton deuet da besketa kregin sant Jakez. Dont a reont deus Gwaien, ar Gelveneg, Kameled ha Douarnenez. Goulennet e vez gante penaos ez a al labour. Fall eo an amzer, emeze, bras ar mareoù ha n'eo ket aeset da vont da besketa. Dañjeruz eo ar vicher ouzhpenn.

Pesketa n'eo ket an dra nemeti a vez graet gant ar Gernevaded-se. Ur wezh degouezet ba'r porzh eo ret diskargañ ar c'hregin zo bet lakaet e kajoioù, pe e seier, diouzhtu goude bezañ bet dibabet. Diwezatoc'h e vo ret renkañ ar rouedoù ha kempenn ar bagoù.

Diouzhtu pa vez diskarget eo pouezet ar beskerezh ha renket da c'houde evit ar werzh. D'ar poent-se eo skuizh-mat ar vartoloded, goude bezañ chomet tost da daou zevezh war vor, da labourat noz-deiz.

Diouzh an amzer e c'hall pesketaerien ur vag bennak tapout tri c'hant kilo betek daouzek kant kilo. Gwerzet e vez ar varc'hadourezh er c'hoc'hui pesked. Gant an amzer fall e vo gwelloc'h ar priz evit ar besketaerien. E 1973, e kinnig ar varc'hadourien etre daou c'hant lur kozh ha pemp kant lur evit ur c'hilo a c'hregin Sant-Jakez. Ar re lakaet e kajoioù a vez prenet keroc'h evit ar re berniet e-barzh seier.

Er bloavezhioù goude ez eus bet kresk war briz ar gaz-oil hag ez eo bet divizet kotaioù etrevroadel. An Europ a c'houlennas ma vefe nebeutoc'h a vigi ivez. Diaesoc'h c'hoazh e teuas da vezañ micher ar besketourien. Ha, d'ar gwener 4 a viz c'hwevrer 1994 e voe ur vanifestadeg vras e Roazhon, e-pad gweladenn ar c'hentañ ministr Balladur. Dre wallzarvout e voe lakaet an tan er Parlamant.

Jean Le Clerc de la Herverie - CRDP-TES Saint Brieuc

Version française

Situé au coeur des célèbres plages du débarquement, Port-En-Bessin est le premier port de pêche de Normandie.

120 pêcheurs d'Audierne, du Guilvinec, de Camaret et Douarnenez y sont rassemblés pour la pêche de la coquille Saint-Jacques. Interrogés sur leurs conditions de travail, ils expliquent que le temps est mauvais, que les marées ont un fort coefficient et qu'il est parfois dangereux de sortir en mer.

Ces marins cornouaillais insistent sur le fait que le travail n'est pas fini après le retour au port. Les équipages sont fatigués, après 36 ou 48 heures passées en mer à travailler sans arrêt, mais ils doivent encore décharger les coquilles conditionnées en cageots ou en sacs après avoir été triées, puis entretenir le matériel et les bateaux.

La marchandise doit être pesée et conditionnée pour la vente. La pêche est variable, oscillant entre 300 kg et 1,2 tonne. La marchandise est vendue à la criée. Le cours augmente avec le mauvais temps. En 1973, les mareyeurs achètent un kilo de coquilles entre 2 francs et 5 francs de l'époque. Les coquilles en cageots sont achetés plus cher par les mareyeurs que celles qui sont en sacs.

Les conditions financières des marins-pêcheurs bretons ne s'amélioreront pas les années suivantes à cause de l'augmentation du prix du gazole, des quotas de pêche et de la diminution du nombre de bateaux imposée par l'Europe. La profession connaîtra une crise qui atteindra un de ses sommets en 1994. Le 4 février, lors d'une visite du premier ministre Édouard Balladur, les pêcheurs en colère arrivent à Rennes par trains spéciaux pour une manifestation de très grande ampleur qui se terminera par l'incendie accidentel du Parlement de Bretagne.

Jean Le Clerc de la Herverie - CRDP-TES Saint Brieuc

Jean Le Clerc

Transcription

Pesketaer 1
A beñ amañ ar beskerez a zepant deus an amzer. Pa 'vez un tammig « beau temps » e vez moaien labouriñ propramant e peoc'h.
Kazetenner
Bremañ zo amzer fall, heñ ?
Pesketaer 1
Ba amañ zo re, zo re a strabouilh, ar mareoù zo bras. Ha neuze n'eus ket moaien da sortial, surtout deus an noz, pe'ra.
Pesketaer 2
Ar beskerezh zo gwezh fall, gwezh mat, kwa. Ar besketaerezh a zepant deus kalz a draoù, deus an amzer, deus pelec'h vezer o labouriñ. Start-a-walc'h eo sur, ya, lakomp labouri noz-deiz eo deuet da vezañ start a-walc'h. Se zo kaoz zo bep teir (si)zhun navigal ezhomm vez un tammig repos. Kalavern mont gant an avel, n'eus 'met an avel-viz kwa, da freskaat deus ar viz neuze omp chigardet kwa.
Kazetenner
Hag ar mor neuze ?
Pesketaer 2
Ar mor n'eo ket memestra, amañ ez eus mor buan meus aon a galmez tud.
(Silence)
Pesketaer 3
Pa zo moaien labourat un tammig, aze ous te war pont, aze ous te war pont... Pa'z eus un tammig avel, oblijet eur da rentre bar porzh kwa, hag aze zo moaien diskuizhañ un tammig.
Pesketaer 4
Diaes a-walc'h eo, kwa. An dra-se depant diouzh, pa vez a-wezhioù avel pe un dra bennak evelse e vez doc'htu strabouilh, beñ, diaes a-walc'h. An dra-se depant d'ar stad ma vez da labourat kwa. A-wezhioù pa vez kavet mein eo diaes, skuizhus, kwa.
Pesketaer 3
Se zo ur vicher dañjerus memes.
Kazetenner
Hag abalamour da betra neun ?
Pesketaer 3
O leun a dra e-barzh aze. Da zentoù o tont e barzh, diaoul heñ, n'eo ket mat evit ar feskennoù aze beñ, n'eo ket brav heñ, nann.
Pesketaer 5
Amañ eo organizet mat. Hag ma momp giz n'imp zo o c'hwec'h den, a zo moiaen d'en em renket mat, da labourat tri war pont hag tri da gousket. Ar pezh zo ar re zo kousket sertenamant n'int ket kat da kousket mat anezhe, met peogwir e santont trouz ar pont. Met, ar pezh zo, int kat da repoz o divesker. Pa neus graet pep hini e deir eur,a zo « relève de quart », kwa heñ, hag zo moaien da 'n em renket mat sertenamant eo start a-walc'h met moaien zo d'o(be)r.
(Silence)
Mouezh diskeudenn
Ur wezh degoue(zh)et ba'r porzh n'eo ket echu labour ar besketourien. An traoù zo da vezañ adrenket, peogwir ez eus leun a zantoù torret gant ar mein. Dav eo kempenn ar bagoù ivez, hag a-raok tout, diskargañ ar c'hregin, zo bet lakaet e kajoioù, pe e seier, diouzhtu goude bezañ bet dibabet. Ur wezh diskarget eo pouezet ar beskerezh ha renket da c'houde evit ar werzh. Ar pezh zo ur waskadenn stard, goude bezañ chomet c'hwec'h eur ha tregont pe eizh eur ha daou-ugent war vor, da labourat noz-deiz.
(Silence)
Pesketaer 1
A-wezhioù e trapomp un donenn a-wezhioù daouzek kant kilo, met bremañ, gant 'n amzer zo, hañ, tri c'hant pevar c'hant kilo pe'a.
Kazetenner
Hag ar prizioù zo mat ivez ?
Pesketaer 1
A bremañ gant 'n amzer fall a vo un tammig priz mat.
Kazetenner
Pegement e vez roet deoc'h evit ur c'hilo bremañ ?
Pesketaer 1
O marteze pemp kant lur heñ, hiziv pemp kant lur marteze.
Pesketaer 5
O ar prizioù vari sertenamant, se vez hervez ar pezh kaset d'an aod, met, n'eus ket d'en em glemm deus ar prizioù, ingal eo.
(Silence)
Mouezh diskeudenn
Bemdez e Port-en-Bessin e vez gwerzhet ar c'hregin er c'hriée, e-lec'h en em gav un toullad mat a varc 'hadourien. Kinnig a reont etre daou c'hant lur kozh ha pemp kant lur evit ur c'hilo a c'hregin Sant-Jakez. Ar re hag a zo e kajoioù a vez prenet keroc'h evit ar reoù all hag a zo e seier. Hervez darn eus ar besketourien ez eo war un dro fall ha mat ar c'hriée, peogwir n'eo ket ar besketourien hag a ra ar prizioù, met ar varc'hadourien.
(Silence)
Pesketaer 6
En em lakomp giz hiriv, heñ ar prizioù zo kouezhet e-kichen dec'h eus an hanter, peogwir ar vagazinoù warc'hoaz a vo serret. Abalamour d'an dra-se e ranker lavaret, heñ a sell a draoù mod all, peogwir, zoken, heñ an arnev, pe ha tout, an dra-se 'ampech ar beskerezh da vont mat. Met ar martolod a zo re tributaire deus a re a draoù. Vit komañs, bremañ, heñ, gant istor ar petrol hag zo deuet an aktualite, bremañ e Frañs, e beñ ar besketourien a zo int tributaires eus an dra-se, peogwir an nylon, heñ, ha tout ar peadra a draoù, heñ, ar mazout, heñ, ha tout, e zo dérivés eus ar petrol.
Kazetenner
Setu e kresko ar frejoù a-benn di...
Pesketaer 6
A beñ ya, ar frejoù zo oblijet da greskiñ, met par contre ar beskerezh pe priz ar pesked ne augment ket, ar c'hontraire eo peogwir dec'h o deus diminuet deus an hanter. Kar dec'h, e oa ugent tonenn a oa graet, hag e oa gounezet en moyenne pemp kant lur. Hiriv e oa dek a don all, hag int aet tri c'hant tri-ugent lur.