Dek vloaz goude peñse an Amoco Cadiz [Dix ans après le naufrage de l'Amoco Cadiz]

09 janvier 1988
04m 39s
Réf. 00537

Notice

Résumé :

Dek vloaz zo e oa aet an Amoco Cadiz d'ar strad, en ur zislonkañ 220.000 tonenn a eoul-maen war aodoù Penn-ar-Bed. [Le 16 mars 1979 s'échouait l'Amoco Cadiz devant Portsall, déversant en huit jours 220.000 tonnes de pétrole sur 200 km de côtes du Finistère. C'est toute l'industrie maritime et touristique qui est touchée.]

Date de diffusion :
09 janvier 1988
Source :
FR3 (Collection: An taol lagad )
Personnalité(s) :
Langue :
Breton

Éclairage

D'ar 16 a viz meurz 1978, an Amoco-Cadiz, eur petrolier a 330 metrad a hed dindan banniel al Liberia hag o tont eus ar Golf Persik gand 223 000 tonenn a betrol en he bourz, a zo er-maez diouz Eusa. Fall eo an amzer ha mor diaez zo. Da zeg eur nemed kard diouz ar mintin e chom sahet stur ar vatimand. Goude beza klasket dresa anezañ e houlenn ar hapiten skoazell eur remorker alaman : ar Pacific. Ne deuio ket a-benn ar Pacific da remorki an Amoco.

War-dro deg eur noz ez ay ar petrolier ouz ar c'herreg a-fas da Borsal, en arvor Goueled Leon. Saveteet eo tud an ekipaj med 223 000 tonenn a vazout zo skuillet er mor. Deuz Brest beteg Sant-Brieg ez eus 1380 km deuz an aod sklabezet gant ar mazout. Mervel a ra miliadou a besked, kranked, melc'hed mor. Miliadou a laboused zo lazet ivez. Lano-du an Amoco eo ar gwashañ lano-du n'eus ket bet jamez e Breiz.

E 1979 e komañs prosez an Amoco : sevel a ra komuniou Penn-ar-Bed hag Aochou-an-Arvor, strollet e-barz eur sindikad savet espres-kaer, a-eneb ar "Standard oil of India", eur gompagnunez vraz ha pinvidig. Hir ha tenn e vo ar prosez hag a-benn-ar-fin, e 1992, ez aio ar maout gand ar Vretoned : 225 million a luriou e rank ar gompagnunez rei d'ar homuniou. Ar wech kenta eo gweled ha kleved kemend-all.

Marie-Françoise Keramprant – CRBC - UBO / UBE Brest

Un nebeud levrioù

La marée noire, Amoco Cadiz 1978, Dir : Jean-Noël Cloarec, CRDP, 1er trimestre 1979

Jean Bulot, Le drame de l'Amoco Cadiz, éditions Jean Bulot, Spezet, 1990.

René Monfort, Alphonse Arzel. Betek penn, jusqu'au bout, Mor ha douar, Brest, 2008.

Version française

Le 16 mars 1978, l'Amoco-Cadiz, pétrolier de 330 mètres de long venant du Golfe persique et naviguant sous le pavillon du Liberia, se trouve au large d'Ouessant. A son bord, 223 000 tonnes de pétrole. La tempête fait rage. A 9 h 45, une avarie de gouvernail se déclenche. Après avoir tenté de réparer, le capitaine demande l'aide d'un remorqueur allemand : le Pacific. Il ne parviendra pas à remorquer l'Amoco.

Vers 22 h, l'Amoco talonne les rochers et racle le fond en face de Porstall. Les membres de l'équipage sont sauvés mais ce sont 223 000 tonnes de pétrole qui se répandent en mer. De Brest à la baie de Saint-Brieuc, 1380 km de côtes sont souillés. Des milliers de poissons meurent, mais aussi des crustacés et des mollusques. Des milliers d'oiseaux sont tués également. La marée noire de l'Amoco est la plus grande marée noire qu'a jamais connue la Bretagne.

Le procès de l'Amoco commence en 1979 : des communes du Finistère et des Côtes-d'Armor, regroupées en un syndicat mixte, attaquent la "Standard oil of Indiana", une grande compagnie très riche. Le procès est long et difficile, et finalement, en 1992, les Bretons l'emportent : la compagnie doit régler 225 millions de francs au Syndicat Mixte. C'est une grande première dans l'histoire des marées noires.

Marie-Françoise Keramprant – CRBC - UBO / UBE Brest

Bibliographie

La marée noire, Amoco Cadiz 1978, Dir : Jean-Noël Cloarec, CRDP, 1er trimestre 1979

Jean Bulot, Le drame de l'Amoco Cadiz, éditions Jean Bulot, Spezet, 1990.

René Monfort, Alphonse Arzel. Betek penn, jusqu'au bout, Mor ha douar, Brest, 2008.

Marie-Françoise Keramprant

Transcription

Inconnu
Pa 'm-boa gwelet an Olympic Bravery o tond dah Eusa am-boa lavaret dioustu : "Homañ 'zo goullo ! Med eun devez e teuio en em gavo unan ken braz eviti leun he hov !" Hag en em gavet eo an taol.
Fañch Broudic
Ahanta ! D'ar yaou c'hwezeg a viz meurz naonteg kant triweh ha tri ugent, a-bred deuz ar mintin an hini 'oa deuet an Amoco Cadiz d'en em frika war ar harreg just dirag Porsal. En e gov daou hant hag ugent mil tonenn a betrol. Penaoz 'oa en em gavet ar gwall-zarvoud ? Laret eo bet e oa evid eun afer arhant braz, ne oa ket deuet buannoh ar remorkerien war ar plas.
Inconnu
Ganeom-ni, ya war an URO, n'eo ket bet jamez an afer-se, afer arhant braz ! Lavaret 'zeus greet 'neus kemeret beteg tregont dre gant, hanter kant, an dra-ze n'eo ket gwir ! Ganeom-ni ar muia 'zo bet kemeret a oa pemp dre gant.
Fañch Broudic
Kerkent e komañse ar petrol da vera hag a-benn eisteiz 'oa bet labezet ha louzet an aod war daou hant kilometr, deuz a bep tu ne oa nemed flêr ha hwez fall.
(Bruits)
Fañch Broudic
Ne oa seurt ebed d'ober a-eneb ar mare du nemed dastum ar mazout gand ar bal ha gand an tonel. Tud ar vro a reas o lod, milierou a zoudarded hag a dud a volontez vad deuet deuz leh all a reas ive. Med an dud a vor an hini oa bet ar muia nehet rag int, koll o labour eo a raent.
Inconnu
Nehet an dud bremañ 'klask gouzoud petra deuio ar bezin da veza, surtout en neus en em hreet gand ar bagou nevez hag gand ar ru bremañ evid gelloud kerhad muioh a vezin evid gounid eur gwenneg mad muioh eged ma 'neus bet greet beteg-henn. Setu ma 'vez ket gellet labourad ar bezin ne ouezom ket da beleh ez eom ! Abalamour paea anezo a vezo ranket ! Setu eo nehet o klask... o hedal kelou evid mond d'an aod.
Fañch Broudic
E karteriou Brest ha Montroulez a oant pemp kant o kavoud eur roll hag a denne o gounidegez euz ar mor. Ouspenn ar vezinerien e oa paotred an istr hag ar re hag ah ee da besketa ar hranked hag ar hevnid er Vañch. Pad meur a zizun ne oant ket bet gouest da zortial.
Inconnu
En eur vond e mor er zizun a zeu emichañs e kemerom eur riskl kar ma baseom en eur penn hag ez eus mazout ben... ar pontchou a zo barz ar bagou bremañ a hell beza nullet ha ma 'neus pesked, fin, kranked ebed ken 'barz puñs ar vag a vezo nullet ivez. Kredabl ar vag hag a 'z a er mor bremañ evid eiz devez eo dister konta eur million hanter a frêjou. Setu lakom ez afem er mor e-pad c'hweh pe zeiz devez, pa teuon e porz da... peder pe bemp tonenn marhadourez mazoutet ne vint ket kemeret diganto, dleet o-dije ar garanti a-raog mond e mor e vije paet ar varhadourez-se dezo.
Fañch Broudic
Evel-just e oa deuet an dud e karg war ar plas, en o fenn Marc Becam hag a oa neuze sekretour stad. Poan o deve ar mêred hag an deputeed o tapoud partoud. Tamallou a glever ive ha deg devez war-lerh ar peñse 'oa bet manisfestadegou er heriou braz : pemzeg mil a dud e ruiou Brest da zeiz war 'n ugent a viz meurz. Pelloh e lark emañ da veza kaset an trafik war vor, sed aze ar pez a lare neuze an oll :
Inconnu
Poent 'vije pellaad anezo, henchou ar petrolerien, kaoud eun hent muioh diavaez, tregont mil eo, tregont mil muioh diavaez hag an dra-ze... ar remorkerien o-devo amzer d'en em gavoud.
Fañch Broudic
Ha sed aze da vihanna ar pez a zo bet greet. Abaoe a zo bet lakeet eun hent da heuil d'ar batimanchou, an tour-tan braz da hencha aneze kreiz ar Vañch ha benn ar fin ne vo ket savet. Med unan a oa bet savet en Eusa hag ar hross e Korsen Pevar bloaz war-lerh an Amoco 'oa bet dienkrezet Alphonse Arzel.
Alphonse Arzel
Helloh ket lavaret ne vo hini e-bed ken da zond, ha piou 'zo gouest da lavared e heller miroud deuz toud ar bigi da zond ma vez gwall amzer ! Den n'eo gouest da lavared med 'lavaran bremañ on-eus nebeutoh a enkrez. Me 'zoñj on-eus kalz muioh a jañs da viroud 'vid eun afer memez tra eged er bloavez-se.
Fañch Broudic
War-lerh an Amoco a oa bet c'hoaz an Tanio daou vloaz goude. Abaoe eüruzamant n'eus bet hini e-bed. Gwasoh evid an Amoco a-vad ne oa ket bet biskoaz ! Setu perag o-deus ar Vretoned dalhet penn da gompagnunez Standard-Oil dirag barner Chicago evid kaoud eur milard ha pevar ugent milion hag a zo dleet deom.