Savlec'h biologel Rosko [La station biologique de Roscoff]

18 mars 1989
01m 37s
Réf. 00539

Notice

Résumé :

Ne c'heller ket mont e Rosko hep gweladenniñ ar savlec'h biologel. A bep seurt loened ha plant a c'heller gwelet eno. [L'aquarium, ou la station biologique, est un endroit incontournable à Roscoff. Les chercheurs y étudient toutes sortes de créatures marines locales plus intrigantes les unes que les autres.]

Type de média :
Date de diffusion :
18 mars 1989
Source :
FR3 (Collection: Chadenn ar vro )
Langue :
Breton

Éclairage

E 1872 e oa bet krouet e Rosko "Laboratouer-studi an anevaled" gand de Lacaze Duthiers, kelenner er Sorbonne. De Lacaze a felle dezañ kas war raog an enklask, ar c'helenn, ha degemer studierien hag enklaskerien. Choazet e oa bet Rosko abalamour da bep seurt aneval peotramant plantenn a vez kavet a-leiz eno ; eno ez eo aez-kenañ mond d'an aod war vale da vare-tre ha kreñv a-walc'h ema c'hoaz ar sklêrijenn e-pad ar goañv. Ouspenn-ze ne oa ket ken pell Rosko deuz Pariz azaleg 1883 dre ma oa bet krouet eul linenn hent-houarn war-eeün etre an daou lec'h.

Al laboratouer zo bet staliet da genta e-barz e ti Corbière bet prenet gand ar stad e 1876. Etre 1881 ha 1891 ez eus bet graet muioc'h mui a vrud dac'h al laboratouer. An taoliou-esae a zae war-araog ha ne oa netra ken war an hent evid miroud al laboratouer da veza ur stasion violojeg deuz ar c'henta.

Bez e saver er stasion : akwariomoù bras, ur vagerez a 1100 m3, salioù-labour evid an enklaskerien pedet da zond, ur gabined evid ar penn-rener hag an aozerien, ul levraoueg. Dour-red zo ivez. E 1883 eo bet kresket ar stasion c'hoaz goude beza bet prenet ar skol laik koz ha ti Kerjeffic. Evid peurechui e labour, Lacaze Duthiers en deus lakeet da zevel eur stasion goupl dac'h hini Rosko e Banyuls. E-giz-se e heller labourad koulz en hañv e Rosko, ha koulz er goañv e Banyuls.

Da varo ar c'helenner Lacaze evedo ar stasion en eur stad fall a-walc'h. A-benn delher da vond en-dro ganti en deus ranket ar rener nevez, ar c'helenner Delage, cheñch ar stasion penn da benn. Ranket en deus klask arhant privez ha lakaad an enklaskerien da baea evit dond da Rosko. Da vare Delage neuze eo bet kempennet toud ar batimanchou, ha prenet bagou dre voteur. Klasket en deus ivez da gaoud a bep seurt mod enklask e-barz er stasion. Frammet eo bet ivez ar stasion evid degemer mad enklaskerien war psikologiez zoolojeg.

Morgousket eo ar stasion e-pad ar goañv, med e-pad an hañv etre miz mae ha miz gwengolo e kaver enni studierien a-leiz. Kement a studierien zo d'ar poent-se n'eus ket a-walc'h a blas e laboratoueriou a-benn lakaad anezo da labourad. E 1934, Charles Pérez en doa bet prenet "Otel ar Marin" ha lakeet en doa bet da zevel ti ar penn-rener : e-giz-se e helle degemer gwelloc'h koulz ar studierien hag an enklaskerien. E 1938 ez eus bet komañset da sevel an akwariom publik hag a oa bet digoret war an ton bras e 1952 – lakeet eo bet da veza adnevezet abaoe 2004.

Savet ez eus bet eun trede batimant e bloaveziou daou-ugent. Goude an eil brezel bed en deus staliet ar CNRS Kreizenn Studi ar Moriou-bras ha Biologiez ar Mor er stasion en eur lakaad laboratoueriou Yves Delage (e 1954) ha hini Georges Tessier (e 1969) da vond en-dro.

An "Hôtel de France" bet prenet e 1957 zo bet treuzfurmet en eur sal a brezegennou. Stasion biolojeg Rosko zo hirio eur greizenn vraz a enklask hag a gelenn war biologiez ar mor ha studi ar moriou-bras. Anavezet mad eo en Europa hag er bed. Daou hant den a labour enni hag e o zouez e kaver studierien, enklaskerien ha kelennerien.

Dindan gward an UPMC (Université Pierre et Marie Curie), ar CNRS hag an INSU (Institut National des Services de l'Univers) ema. Muioh-mui a studierien hag a enklaskerien a blijfe dezo mond da Rosko da labourad da vad. Med n'eus ket plas evid toud an dud. Normalamant e vezo savet batimanchou nevez a-benn 2010, gant 3000 m2 a saliou gant laboratoueriou hag eun daou-ugent kambr bennag evid ar studierien.

Marie-Françoise Keramprant – CRBC - UBO / UBE Brest

Un nebeud levrioù

Site de la Station biologique de Roscoff

Josquin Debaz, Une histoire de la station biologie marine de Roscoff (1872-1921), 2004.

Site de HAL- Sciences de l'Homem et de la Société

Site de l'Université Pierre et Marie Curie

Version française

En 1872, Henri de Lacaze Duthiers, professeur à la Sorbonne, fonde, à Roscoff, le "laboratoire de zoologie expérimentale". Ses objectifs : la recherche, l'enseignement et l'accueil. Le choix de Roscoff s'explique notamment en raison de la grande biodiversité végétale et animale, l'accessibilité du site à marée basse avec des horaires de marées favorables, une luminosité permanente même l'hiver et la présence du train qui permet une proximité avec Paris. A partir de 1883, une ligne directe entre les deux villes est construite.

Entre 1881 et 1891, le laboratoire acquiert une bonne renommée, les expérimentations y vont bon train, le chemin est tout tracé pour que le laboratoire devienne une station biologique, et Roscoff semble bien partie pour être un modèle du genre.

En effet, on y construit de vastes aquariums, un vivier d'eau de mer de 1 100 m3, des salles mises à la disposition des chercheurs invités, un cabinet pour le directeur et les préparateurs, une bibliothèque. L'eau courante est installée et, en 1883, le site est encore agrandi. Pour compléter la station de Roscoff, De Lacaze Duthiers fait construire une autre station jumelle à Banyuls : il est ainsi possible de travailler toute l'année, l'été à Roscoff et l'hiver à Banyuls.

A la mort du professeur De Lacaze-Duthiers, la station de Roscoff est en assez mauvais état. Pour la rendre pérenne, le professeur Delage, à présent directeur, entreprend une refonte de la station et pour cela, il doit chercher des fonds privés et renoncer à la gratuité de l'accueil pour les chercheurs qui souhaitent venir à Roscoff. L'ère Delage voit la remise en état des bâtiments, et l'achat de bateaux à moteur. Il vise aussi à diversifier les recherches. La station met ses infrastructures à la disposition des chercheurs en psychologie zoologique.

En léthargie durant l'hiver, l'été de mai à septembre elle fourmille d'étudiants, si nombreux qu'il n'y a pas assez de place dans les laboratoires pour qu'ils puissent tous y travailler. En 1934, Charles Pérez, afin d'améliorer l'accueil des étudiants et des chercheurs, achète "L'hôtel de la marine" et fait bâtir la maison du directeur. En 1938 commence la construction de l'aquarium public, dont l'inauguration a lieu en 1952 – il est en restauration depuis 2004.

Dans les années quarante, un troisième bâtiment est construit. Après la Seconde Guerre mondiale, le CNRS implante le centre d'Etude d'océanographie et de biologie marine avec la mise en service des laboratoires Yves Delage en 1954 et George Tessier en 1969. "L'Hôtel de France" acquis en 1957 est aménagé en salle de conférence. La station biologique de Roscoff est aujourd'hui un grand centre de recherche et d'enseignement en biologie marine et océanologie. Reconnue au niveau européen et mondial, 200 personnes y travaillent, parmi eux des étudiants, des chercheurs, des professeurs. Elle est sous la tutelle de l'UPMC (Université Pierre et Marie Curie), du CNRS et de l'INSU (Institut National des Sciences de l'Univers). De plus en plus d'étudiants et de chercheurs souhaitent intégrer Roscoff mais la place manque pour accueillir tout le monde. De nouveaux bâtiments devraient donc voir le jour à l'horizon 2010, comptant 3000 m2 de locaux destinés à accueillir des laboratoires et une quarantaine de nouvelles chambres dédiées aux étudiants.

Marie-Françoise Keramprant – CRBC - UBO / UBE Brest

Bibliographie

Site de la Station biologique de Roscoff

Josquin Debaz, Une histoire de la station biologie marine de Roscoff (1872-1921), 2004.

Site de HAL- Sciences de l'Homem et de la Société

Site de l'Université Pierre et Marie Curie

Marie-Françoise Keramprant

Transcription

Louis Cabioch
Da gomañs eo bet savet gand tud euz Pariz, ar professeur Lacaze-Duthiers, gand e-noa klasket e peb leh plas da helloud labourad e bord ar mor, da weled penaoz e veve al loened-mor, ha chom tost deuz ar mor, a-hend-all eo diêz kas al loened-mor kalz a-bell peogwir e rankont kaoud dour-mor, ha peogwir ma vez dour-mor pell diouz ar mor ne vevont ket kalz e-barz.
Fañch Broudic
Seiteg vloaz ha kant he-deus ar station biologique e Rosko. Stag eo hirio deuz ar CNRS ha deuz ar skol veur Pierre ha Marie Curie, skol veur Jussieu e Paris. Gand ar hant bennag a dud, klaskerien, martoloded hag all, hag a zo o labourad amañ eh eo ar brasa laboratouar euz ar CNRS, med ouspenn e teu tud all, studierien hag estrañjourien, da labourad di e-pad eur pennad amzer.
Louis Cabioch
Ar re ahanom hag a labour war ar veoniez a rank mond da broiou all da weled traou all, ha da zeski traou all. Ha ni, ar re a labour war ar mor eveldon-me o-deus da vond forz penaoz e leh all peogwir ne vez ket gwelet toud ar mor netra nemed e Rosko. Ar peb brasa deuz ar pez a ran me bremañ gand ar re zo o labourad ganin eo labourad war dro etre Boulogn ha Bro-Zaoz da weled penaoz ez a dour ar Vañch etrezeg Mor an Nord, gand toud ar polusionou a hell beza e-barz.