Ar vicher martolod, an toñ [Le métier de marin, la pêche au thon]

01 juin 1984
08m 02s
Réf. 00901

Notice

Résumé :

Bet pesketaer gwechall, Julien Corlay eus Pleheneg a zispleg e labour pac'h ae da dapout toñ. [Julien Corlay, ancien marin pêcheur de Plouhinec, évoque ses souvenirs de pêche au thon.]

Type de média :
Date de diffusion :
01 juin 1984
Personnalité(s) :
Langue :
Breton

Éclairage

Animatour e Radio Breizh-Izel etre 1982 ha 1994, Daniel Jekel a zo mouezh an abadenn "Beilhadeg e Breizh-Izel", un abadenn savet gantañ, e-lec'h ma glasko bezañ an tostañ posubl eus tud ar vro en ur vont e darempred gante ha dastum pinvidigezh hor sevenadur ha memor ar vro.

Ginidig eus Pleheneg, ur gumun eus bord ar mor etre ria Etel ha porzh mor an Oriant, Julien Corlay en deus heuliet roudoù e dad hag aet da vartolod pa oa pevarzek vloaz evit pesketa. Anavezet en deus ar mareajoù evit tapout toñ en ur c'houlz e renker navigañ gant gouelioù hag ober tout gant an dorn. Ur vuhez kriz ha kalet ha mareajoù hir e-pad teir sizhun dindan an holl amzer. Displeg a ra deomp ar predoù war ar vag e-lec'h e veze alies ar memes geusteurenn, alies gwech gant bara louedet. Komz a ra eus an doareoù da besketa ha lakaat an toñ da sec'ha, kenkoulz hag eus mareoù fall marc'had ar pesked.

Ifig Troadec - Dastum

Version française

Créateur et animateur de la fameuse émission "Beilhadeg e Breiz-Izel" (Veillée en Basse-Bretagne) de 1982 à 1994 aux débuts de la station Radio Bretagne Ouest, Daniel Jéquel a su conjuguer radio de proximité et richesse du contenu en faisant vivre et entendre la mémoire de tout un pays.

Julien Corlay, originaire de Plouhinec, commune littorale située près de la ria d'Etel et de Lorient, a suivi les traces de son père et embarqué comme matelot dès l'âge de quatorze ans pour pêcher en mer. Il a connu les campagnes de pêche au thon à une époque où il fallait naviguer à la voile et tout faire à la force des bras. Une vie dure et âpre et de longues campagnes de pêche de trois semaines par tous les temps. Il évoque les repas à bord où le menu ne variait guère et où le pain était souvent rassi, les techniques de pêche et le séchage aléatoire du poisson, les mauvaises pêches et le marché du poisson.

Ifig Troadec - Dastum

Ifig Troadec

Transcription

Julien Corlay
N'em eus ket james labouret douar. Dalbezh a-barzh er mor.
Daniel Jequel
Atav oc'h bet war mor ?
Julien Corlay
Dalbezh a-barzh er mor. Ha pa vezen, pa arruemp en douar ne labouremp ket. Ni a chome daou pe dri bevar deiz da c'hortoz ken a vehe petra, ken a yaemp en-dro d'ar mor. Neuze ne raemp ket ken.
Daniel Jequel
Ha da bed oad ho peus komañset da vont er mor ?
Julien Corlay
Da bevarzek vlez. Pevarzek vlez.
Daniel Jequel
Ho tad a oa martolod martreze ?
Julien Corlay
Ma zad a oa martolod. Ma zad marse ne oa ket ken nameit dek vlez pa oa daet da gomañs. Neuzen an dud a yae abred, ne oa ket kalz a vlankoù, e oa ret sailh da glask.
Daniel Jequel
Ho tad a oa mestr war vag ?
Julien Corlay
Ya, ma zad a oa aet da gomañs, mestr e vag, ya, ha goude mand eo marv ma zad neuzen em eus me kemeret an hani, ar vag, ar gomandamant àrnezhi.
Daniel Jequel
Ha kontant e oac'h da vont war mor ?
Julien Corlay
Ya.
Daniel Jequel
N'oc'h ket bet klañv-mor morse ?
Julien Corlay
Oh nann neuzen ne vezen ket mui klañv met da gomañs pa oan aet e vezen klañv. Betek ken e oan akustumet. Oh em boe marsen ouzhpenn ugent vlez, abaoe, ma chomen tri deiz en douar, oh la la ! An deizioù kentañ pa yaen d'ar mor, oh la la ! Klañv just evel hani, met veze ret deoc'h labourat ur seurt ha bout e vezec'h klañv. Ne oa ket truez doc'h an traoù-se, an traoù-se n'eo ket ur "maladie grave". Ne bade ket nameit... Ma zalc'hec'h bout, ma komañsec'h tapout an aer ar mor ha beñ neuzen c'hwi a yae durant ur mare.
Daniel Jequel
E-pad ped devezh e chome an dud war mor da neuze ?
Julien Corlay
Oh beñ ar muiañ teir sizhun, en toñ atav. En toñ ne raes ket ouzhpenn teir sizhun gant neuzen... En toñ te a oar a-walc'h da gomañs ne oa ket "glace" na netra. An toñ-ed a dapes a veze ret leuskel doc'h ar c'hoad aveit sec'hiñ a mod-se. Ha beñ a-benn ma veze teir sizhun e veze mall dezhe darri en douar a-benn neuzen. Ar re kentañ a dapes, ne veze ket mui gwall vrav o daoulagad lod àrnezhe. Dame surtout ma veze brumm n'em goñservent ket anezhe. Gant ar brumm, em eus gwelet teurel ouzhpenn tri c'hant pesk er mor, just ec'h arri en añtre a Douarnenez. Brein e oent ! Ne veze ket nameit brumm bemdez, ne sec'hent ket anezhe. Ha da gomañs en toñ a mod-se e oa ret ma vize [un hani] sec'h ur momant aveit ma sec'hent. Neuzen te a goñserve ha besked met mod-all ne oas ket katapl, ne oas ket katapl. Ur bern bagoù é arru, e-raok arri en douar, e oa ret dezhe teurel o fesked e-raok. Beñ, ma oa ret mont da glask "vivres" ha neuzen mont en-dro. Gant an traoù-se ne dae ket kalz an argant er sac'h !
Daniel Jequel
Start e oa ar vicher ganeoc'h neuze ?
Julien Corlay
Start e oa ar vicher ? Oh ya, start e oa ar vicher sur. Nag ha pa veze kozh amzer, pa veze fall amzer, ma veze ret d'ar paotr amen-hisiñ, amen-hisiñ, serriñ ar ris, ah ben "mon vieux" ! Bremañ, bremañ ar re a zo a-barzh e pinasoù a zo eürus a-walc'h. Bez vez fall amzer gante. Met bremañ emaint haniet ha neuzen n'o deus ket anezhe netra [diaes da sevel] na da betraiñ, "tandis que" ni a oa ret bout tout "à bras". Ha neuzen ne oa ket hani, geo blezadoù goude neuzen e oa daet tammigoù moteurioù bihan aveit hisiñ an hani, ar gouel, ar lien mar karez, e oa daet tammigoù moteurioù bihan a mod-se. Ni a hise gante, a mod arall, daou pe tri doc'h pep dris aze. Te a gomz ag ur vicher c'hoazh ! Pa vehe bremañ da gomañs ned ahen ket !
Daniel Jequel
Peseurt boued e vez ganeoc'h war vag ?
Julien Corlay
Pas forzh a voued ! A-barzh en toñ n'ho peze ket nameit... oh geo da gomañs an hani... Ha choazh da gomañs ni a gase ur charneliad, ur charneliad kig, kig moc'h, ha neuzen ur penn kaol bennak d'ober soubenn marsen durant, durant pemp pe c'hwec'h deiz àrlerc'h ni boe ket nameit toñ da zebriñ.
Daniel Jequel
Nemet toñ bemdez ?
Julien Corlay
Toñ bemdez ! Gwezh a vez e veze soubenn toñ pa vezent fresk, e mod-se ni a rae soubenn toñ. Met bout a oa lod a lâre : ah tu, n'eo ket gwall vat [anezhañ evelkent hennañ] a zo kreñv. Ma lakes mat a-barzh e veze kreñv, parce que an toñ a zo kreñv ivez. Ni a roste, ni a roste un tamm toñ e-dan ar grill e mod-se ha pebr hag holen àrnoñ. Evelse e veze kavet matoc'h. Ne garen ket ar ragout toñ. Bara louedet a oa, ya. A-benn ma arrue an achumant lakomp e raemp teir sizhun labour, a-benn ma vezemp arru en douar e veze kani melen, kani glas : hennezh ne oa ket gwall apetisant. Ah nom de diou ! Me a gave neuzen er bagoù bihan [ ] toñ. Ha ni a yae d'ar Rochelle. Ni a base tri miz er Rochelle en hañv, aveit gwelet. Ha pa dapemp an douar ni a rae carnaval [ ]. Ne chomemp ket pell. Tri-bevar deiz ni a chome e mod-se. Pa ne veze ket labour d'ober, ni a yae e kêr. Teir sizhun ni a yae ar muiañ, ne raes ket ouzhpenn. Kar a-benn ma raes teir sizhun ha pa deus ket mui "vivres" a-walc'h, pas neuzen, ne oes ket kapabl da gas muioc'h ganit. Ma peze pesk ebet, a-benn ma vezent teir sizhun doc'h ar c'hoad ha dame ya, a-benn neuzen e oa mall donet en aod gante.
Daniel Jequel
Pegement a dud a oe war vag ?
Julien Corlay
Pevar hag ur mous. Ne oamp ket met pevar en toñ, pevar ha mous.
Daniel Jequel
Ne oa ket kalz a dud neuze ?
Julien Corlay
Ah nann, nann, ne vezemp ket kalz a dud en toñ. Pevar d'ar muiañ.
Daniel Jequel
Penaos e vez atrapet an toñ neuze ?
Julien Corlay
Beñ gant liniennoù, gant liniennoù. Bez zo... Ni a lakae daou berch, tiens, mar karez. Ha beñ e veze seizh linienn doc'h pep perch ha neuzen àr-dreñv neuzen e veze c'hoazh div-teir. E veze c'hoazh teir c'hoazh àr-dreñv, àr-dreñv ar vag. Ha ni o amare neuze doc'h reor ar vag aveit hanial. A veze teir ha mod arall seizh, e veze seitek, seitek linienn. Ha c'hoazh e oa ret gouiet, e oa ret gouiet penaos... Pa veze pesked krochet e oa ret c'hoazh kargiñ ar re div izelloc'h aveiton, aveit ar linienn peotramant te az pehe bet añgajet tout. Ne oa ket fasil, e oa ret gouiet. Ar re a veze ganeomp gwezh a vez aveit d'an toñ a mod-se... ha ne oa ket aet gwezh ebet d'an toñ e vezent añmerdet. Int a añgaje al liniennoù. A-benn ma veze devrouilhet tout ar re-se neuzen. Te a gave labour ! E vez kaeraet àrlerc'h, te en kaera àrlerc'h, hag er gwalc'h, te er [remu] aveit lemel ar gwad. Te er lak neuzen a-skourr doc'h ar c'hoad, doc'h an hani, e-lec'h ma vezont skourret mar karez te er lak a-skourr aze da sec'hiñ, aveit dizour, e-raok neuzen o leuskel a-skourr aveit mat. Pa ne vez ket mui neuzen, dame, ni a zalc'h a mod-se ken na gavomp ur bankad arall en-dro. Met gwezh a vez e veze ret dit monet pell e-raok ma kaves hani. Gwezh a vez [daou zevezhiad] ne dapes ket kalz. Em eus gwelet gober pemzektez, pemzektez a vor aveit c'hwec'h pesk àr 'n-ugent. Ne oa ket lourd. Ma, ha gant ar briz ma oa c'hoazh neuzen, ne oa ket [ ]. Ne rez ket fortun. N'em eus ket me james en em gavet mat en toñ atav, james. Ar muiañ m'am eus graet amañ a oa seizh mil lur. Met seizh mil lur neuzen a oa mat. Neuzen ! E mod arall, tri mil pe pevar, tri mil am beze forzh aes, tri-pevar mil. E oa c'hoazh apeupre pa dapes pevar-pemp mil un hañviad e oa dija brav. Neuzen an argant a oe ker !