Bretoned e Bro-Spagn [Des Bretons en Espagne]

26 janvier 1986
01m 21s
Réf. 00527

Notice

Résumé :

Gant ar SICA ez eus bet aozet ur veaj e Malaga e Bro-Spagn evit 300 labourer-douar, da geñveriañ an doareoù produiñ. [300 paysans bretons se rendent à Malaga en Espagne, un voyage organisé par la SICA. C'est l'occasion pour eux de découvrir les techniques de production des avocats, oranges, citrons.]

Date de diffusion :
26 janvier 1986
Source :
FR3 (Collection: An taol lagad )
Langue :
Breton

Éclairage

Al labour-douar e Breizh

A-benn magañ toud an dud en Europ hep prenañ boued d'ar broioù all ha da gaout ar memes prizoù e peb lec'h ‘neus votet ar CEE ur PAC er bloaz 1962. En ur greskiñ ar produksion ha diwall ar vro ouzh prizoù izel an diavaez eo deut a-benn buan awalc'h da vagañ tud an Europ, med pelloc'h c'hoazh, da vezañ an eil gwellañ da werzhañ boued d'ar re all, goude ar Stadoù Unanet. Med buan awalc'h iwe, er bloawezhioù 70, e teu war wel problemoù nevez abalamour ma 'z eus produet re a voued gant broioù an Europ.

Sed abalamour da betra eo deut Breizh penn-ouzh-penn gant broioù all eus an Europ a rae koñkurañs bras gant ar frouezh hag al legumaj. Produktourien ar SICA eus Kastell-Paol a zo bet e soñj ober ur veaj er bloaz 1985 da Vro Spagn – hag a deuio e-barzh ar CEE deiz kentañ miz genver 1986 - da gompren gwelloc'h toud an dra-se.

Ronan Calvez - CRBC - UBO / UBE Brest

Un nebeud levrioù

Fanch Elégoët, Révoltes paysannes en Bretagne : à l'origine de l'organisation des marchés, Plabennec, Editions du Léon, 1984.

Louis-Pascal Mahé (dir.), L'avenir de l'agriculture bretonne : continuité ou changement, INRA, Rennes, Apogée, 2000.

Jacques Loyat et Yves Petit, La politique agricole commune : PAC, Paris, Documentation française, 1999.

Version française

Afin de pouvoir nourrir ses pays sans importation de nourriture et de stabiliser le marché agricole, la communauté européenne a mis en place une politique agricole commune (PAC) en 1962. Basée sur le productivisme et le protectionnisme, elle a permis à la communauté européenne d'être rapidement auto-suffisante et même de devenir le deuxième exportateur mondial de denrées agroalimentaires derrière les Etats-Unis. Cependant, la politique agricole commune est rapidement confrontée à de nouveaux problèmes, notamment liés à une surproduction de nombreux produits.

C'est dans ce contexte de concurrence interne et d'entrée de l'Espagne et du Portugal – pays producteurs de fruits et légumes - dans l'Union Européenne que des agriculteurs de la SICA de Saint-Pol-de-Léon ont décidé d'organiser une visite en Espagne pour mieux comprendre les enjeux de l'entrée de ce pays dans le Marché Commun au 1er janvier 1986.

Ronan Calvez - CRBC - UBO / UBE Brest

Bibliographie

Fanch Elégoët, Révoltes paysannes en Bretagne : à l'origine de l'organisation des marchés, Plabennec, Editions du Léon, 1984.

Louis-Pascal Mahé (dir.), L'avenir de l'agriculture bretonne : continuité ou changement, INRA, Rennes, Apogée, 2000.

Jacques Loyat et Yves Petit, La politique agricole commune : PAC, Paris, Documentation française, 1999.

Ronan Calvez

Transcription

Herve Caroff
Amañ emaint gant an orañjez, ha gant ar sitroñ, gant ar... fleur hon eus gwelet ive.
Fañch Broudig
Me gave din e oac'h deuet da welet peseurt konkurañs a c'helle ober ar Spagnoled deoc'h med n'eo ket gant orañjez ha sitroñ emaint...
Herve Caroff
Ne raint ket drouk gant orañjez ha sitroñ deomp-ni yantao, ober raint gant artichaod. Met da sud dac'h ar Frañs ive e c'hellont d'ober tor, kazimant muioc'h evidomp-ni [...]. Kar me ne welan ket toudafed... betek henn n'hon eus ket gwelet ar seurt artichaod... O, memestra forzh pegen nebeut a rez pa vez trawalc'h war dro ahont dija... Forzh pegen nebeut a deu dahalen da c'houde e raio tor deomp atav.
Fañch Broudig
Setu dec'h 'zo bet lavaret deoc'h e reont ugent tonell ? Dec'h, ya...
J.-P. Stephan
Memes zo lavaret a-wechoù e pakont betek tregont. Bremañ ar produksion a gomañs izelaad.
Fañch Broudig
Hag amañ neuze, 'gav ket dit ez eus moien da gaout an dra-se ?
J.-P. Stephan
Penaos gav dit ? ... Penaos gav dit ur wrizienn e-mod-se a roio daou gilo ? Dister eo daou gilo da bakañ c'hwezek tonell. Setu an dra-se 'ra nemet un hanter... deus ar pezh a vez lavaret dezhañ...
Fañch Broudig
E kav deoc'h eo dister neuze...
J.-P. Stephan
A gav din e komañsomp kompren a-wechoù 'vez lavaret forzh petra deomp. Deomp da grediñ pe da chom hep ober.