Lakaat hormonoù d'al leueoù bihan ? [Elever les veaux aux hormones ?]

15 décembre 1985
02m 44s
Réf. 00525

Notice

Résumé :

Abaoe lezenn 1984 e vez reolennet ar sevel loened gant hormonoù, met fellout a ra d'ar CEE e zifenn en Europa. [Depuis la loi de 1984, l'élevage aux hormones est mieux règlementé. Cette pratique permet d'obtenir plus de viande sur un même animal, mais la CEE cherche à l'interdire car la production bovine est trop importante en Europe.]

Date de diffusion :
15 décembre 1985
Source :
FR3 (Collection: An taol lagad )
Langue :
Breton

Éclairage

E 1979 e save reuz abalamour d'al leueoù maget gant ormonoù. Roet e veze boued artifisiel hag ormonoù d'an darn vrasañ anezho. A drugarez d'an ormonoù e c'helle ul loen gounid ouzhpenn un drederenn muioc'h a gig. Abaoe eo bet disoloet e c'hell al louzoù-mañ reiñ ar c'hrign-bev d'an dreberien gig.

Goude an afer-se ez eus bet lazhet 2,5 million a leueoù. Evit ma vefe roet nebeutoc'h a ormonoù d'ar chatal e oa bet graet ul lezenn e 1980 : ne oa nemet ar veterinferien o doa droad da reiñ ormonoù d'al leueoù.

E 1989 e oa bet difennet an ormonoù en Europ, koulz evit al leueoù maget er gumuniezh hag evit ar c'hig o tont a-ziavaez-bro. Alese e teu ar bresel ekonomik savet etre ar Stadoù Unanet hag a gendalc'h da reiñ ormonoù d'ar chatal hag an Europ a zifenn prenañ kig a seurt-se.

Ronan Calvez - CRBC - UBO / UBE Brest

Version française

En 1979, les Français découvraient le scandale du veau aux hormones. La majorité des animaux élevés en France étaient nourris d'aliments artificiels et d'hormones permettant de gagner jusqu'à un tiers du poids de l'animal. Ces hormones artificielles sont depuis soupçonnées d'être cancérigènes.

Après la découverte du scandale, 2,5 millions de veaux furent abattus. La loi de 1980 limita l'utilisation d'hormones en rendant leur administration possible exclusivement par les vétérinaires.

C'est finalement en 1989 que l'Union européenne interdit l'utilisation d'hormones dans l'élevage et l'importation de ces viandes. Depuis, les Etats-Unis, qui continuent à autoriser l'administration d'hormones, s'opposent régulièrement à l'Europe pour entrave au commerce.

Ronan Calvez - CRBC - UBO / UBE Brest

Ronan Calvez

Transcription

Herri Morvan
Ul lezenn votet er Frañs e kreiz 1984 en doa lakaet un tamm urzh e kudenn an ormonoù. A-raok, kazimant forzh piv a c'helle lakaat ormonoù el loened hag an dra-se 'noa lakaet an dud da gaout difiziañs er c'hig leue dreist-holl. Ha bet e oa bet ur boycott. Met bremañ gant al lezenn nevez ez eo kontrolet an traoù gant medisined al loened.
Jean Autret
E-mod-se 'z eus droad d'ober, 'z eus ket mui nemet medisined al loened hag o dije droad da lakaat ormonoù d'an anevaled. A-hend all, an dud all n'o deus ket an droad, abaoe bloaz 'zo. Kredabl braz 'z eus lod eus an ormonoù a zo dañjerus, met ar re-se 'z eus ket droad da implij anezho. An ormonoù a vez lakaet amañ war al leueoù, n'int ket dañjerus. Fin, bet ez eus bet aesaet maread traoù hag ar re a vez lakaet bremañ n'int ket dañjerus.
Louis Combot
An ormonoù 'vez roet deoc'h bremañ n'int ket gouest d'ober droug d'an dud, kar... pa vez ul leue war e vamm, ul leue 'zo 'tennañ ur vuoc'h ma keroc'h kwa, pa vezo an tarv er vuoc'h, al leue a denn ar vuoc'h memestra, hag ez eus leun a ormonoù el laezh-se. Setu hennezh a gav e ormonoù hag eus an dra-se 'vez graet ormonoù naturel. Ar re-se a ra vat d'al leue [...] Ni amañ 'deus ket an dra-se, an dra-se [...] ormonoù naturel kwa.
Herri Morvan
An ormonoù a lak al leue da gaout muioc'h a c'hout da zrebiñ, lod a lavar ive e vez yac'hoc'h an aneval. Evit ar saverien n'eo ket bihan ar gounid peogwir e kant ha dek dervezh ul leue gant ormonoù a c'hell gounid tregont lur kig gwelloc'h. Hervez ar skiantourien hag ar gigerien, ar c'hig ne cheñch ket. Forzh penaos, servijoù medisined al loened Penn-ar Bed a zo strizh.
Jean Autret
Kontrolet e vezomp, a-wechoù e teu tud d'ar c'hreier da welet... da welet penaos emañ al leueoù ha da gemeret traoù da ober des analyses. Hag... hend all pa vezont lazhet e vezont kontrolet ive. Ul leue dre gant, a gav din, a vez dalc'het hag a vez analizet.
Herri Morvan
Abalamour da betra neuze, a gav deoc'h, emañ ar CE o klask difenn an ormonoù ?
Louis Combot
An dra-se eo abalamour o deus nebeutoc'h a gig marteze?
Herri Morvan
Aze emañ an dalc'h, tost da ur milion a donennoù kig a zo a re er CE hag ne'z eus ket ken a arc'hant evit derc'hel anezho. Setu ministred al labour douar ar CE, nemet hini Bro Saoz, o dije c'hoant difenn an ormonoù azalek 1987 met a-raok-se, e vefe ranket votiñ ul lezenn nevez er Frañs ha cheñch hini 1980. Goude se hepken e talvezo diviz ar CE er Frañs hag e c'hellfe cheñch an doare da sevel ar chatal er vro.