Ar Brezel bras (1914-1918)
D’ar Sadorn 1añ a viz Eost 1914 e voe lakaet e brall kleier holl ilizoù Frañs, ha klevet galv an tan-gwall gant ar Vretoned koulz ha gant ar re all. Ne oa ket krog an tan e ti ebet, met en Europa a-bezh avat. Abaoe ma oa bet drouklazhet an arc’hdug Franz Ferdinand, pennhêr impalaeriezh Aostria-Hungaria, e Sarajevo, d’an 28 a viz Even 1914, ne oa anv nemet eus brezel er c’hazetennoù hag e genoù an dud. E gwirionez e oa broioù Europa o sevel armeoù kreñvoc’h-kreñvañ abaoe bloavezhioù. E Frañs e oa bet astennet ar c’hoñje-soudard gant lezenn an tri bloaz e 1913.
Diwar an 2 a viz Eost o doa kemeret ar wazed an hent d’an talbenn. N’aent ket kuit la fleur au fusil evel ma lavarer a-wechoù. D’ar c’houlz-se e oa an darn vrasañ eus ar Vretoned o chom war ar maez. Gouzout a ouie ar wazed o doa da vont da zifenn ar vro, met trubuilhet e oant ivez o soñjal el labourioù a oa d’ober er menajoù. Daoust ha gouest e vije ar re a chome war o lerc’h – ar maouezed, ar vugale, ar re gozh – da gas al labourioù-se da benn ?
Etre ar 4 hag an 9 a viz Eost 1914 e oa aet kuit al lodenn vrasañ eus rejimantoù Breizh gant an tren evit skeiñ war-zu harzoù Bro-Velgia. Rak abaoe an 3 a viz Eost e oa bet taget ar Velgiz gant an Alamaned, daoust dezho bezañ neptu sañset. Divizet e oa bet gant pennoù-bras arme Bro-Frañs kas div arme da sikour anezho.
Lazhañ pe bezañ lazhet
D’an 22 a viz Eost e oa bet ar c’hrogad kentañ etre an 11vet korf-arme hag an Alamaned e Maissin. Kalet e oa bet an emgannoù ha kollet e oa bet 99 ofiser ha 4 085 soudard gall. Ken spontus all e oa bet evit ar rejimantoù gall all e Belgia : 27 000 den lazhet e-korf un devezh. Morse ne oa bet kement a goll a-hed an Istor !
Eñvorennoù daou soudard ar brezel 14-18 [Témoignage de deux anciens poilus]
"Ne oa nemet lazhañ d'ober, pe bezañ lazhet" : setu petra oa buhez ar soudarded a zo aet da vrezeliañ evit Bro-C'hall etre 1914 ha 1918. [Portrait de deux anciens poilus, Jean Pierre Le Bihan et Job Sparfel, qui ont combattu pendant la guerre 14-18. A l'époque, la seule alternative était "tuer, ou se faire tuer".]
An trañcheoù
Paket ken fall ma oant o doa ranket ar Frañsizien mont war-gil eus an 23 a viz Eost d’an 2 a viz Gwengolo, an Alamaned war o lerc’h. Ha n’eo nemet ur wech en em gavet war-dro 50 km diouzh Pariz, er Marne, e oa bet roet lamm dezho hag o doa ranket kilañ un tamm d’o zro. Buan a-walc’h e oant chomet a-sav avat hag int o toullañ fozioù. Ar brezel a oa o kregiñ da cheñch stumm diwar an dibab-se.
Etre an emgannoù bras e c’halle ar c’hornad-mañ-kornad bezañ diaes pe siouloc’h. E Verdun, da skouer, e oa chomet kompez an traoù e-pad daou vloaz a-raok dont da vezañ un ifern etre miz C’hwevrer ha miz Kerzu 1916. Labour kentañ ar soudarded war al linenn gentañ a oa evezhiañ ouzh an enebourien. Ur c’hard anezho a veze karget d’en ober e-pad an deiz ha div wech muioc’h e-pad an noz. Kalet e oa chom difiñv evel-se e-pad div eur horolaj, dreist-holl e-pad ar goañv. Tennañ evit n’eus forzh peseurt abeg a dalveze diouzhtu ur respont groñs a-berzh an enebour, tennadegoù fonnus pe fonnusoc’h pe c’hoazh bombezadegoù. Ar gwashañ e oa evit ar soudarded rak pa groge an obuzioù a bep seurt da gouezhañ ne c’hallent ober netra ken nemet gortoz fin ar barrad, tamolodet ar gwellañ ma c’hallent.
Maro evit ar vro [Mort pour le pays]
Au moins 130 000 Bretons sont morts sur le front pendant la Première Guerre mondiale. Cet extrait est tiré de la captation télévisée de la pièce de Théâtre Maro evit ar vro, produite par Ar vro bagan. Les femmes, ici réunies autour du lavoir, lisent les lettres de leurs hommes, qui décrivent les horreurs du front.
Skrivagnerien er brezel
Skrivagnerien vrezhonek zo o doa bevet an amzer griz-se, pe o dije kemeret perzh en emgannoù, pe e vijent chomet e Breizh, ha graet o doa anv eus ar brezel en o skridoù. Darn anezho ne oant nemet bugale d’ar c’houlz-se, met memestra o doa dalc’het soñj eus ar soudarded o vont kuit, ha kontet o doa en o eñvorennoù penaos e oa ar vuhez e Breizh e-pad ar brezel : Visant Seite (Ar Marh reiz), Per Jakez Helias (Marh al lorh), Yeun ar Gow (Skridoù)…
Darn all a oa oadet a-walc’h da vont d’an talbenn. En e levr Dek devez e Verdun en doa kontet Jules Gros penaos e oa bet gloazet en emgann Verdun. Loeiz Herrieu en doa skrivet kalz e-kerzh ar brezel : kaset en doa ul lizher d’e wreg kazimant bep eil deiz (ouzhpenn 1 000 lizher en holl !), ha diwar an notennoù pemdeziek – pe dost - en doa skrivet en e garnedoù pa oa war an talbenn en doa savet, er bloavezhioù 1930, e oberenn brudet Kammdro an Ankoù. Reoù all a zleer c’hoazh ober anv anezho abalamour d’an testoni eus o brezel deuet deomp e brezhoneg : Michel Lec’hvien (War hent ar gêr), Aogust Bocher (Eñvorennoù brezel), Jakez ar C’hann...
Unan anezho ne oa ket distroet eus an tan : Yann-Bêr Kalloc’h a oa bet lazhet d’an 10 a viz Ebrel 1917 e Urvilliers (02). Darn eus ar barzhonegoù a gaver en e zastumad Àr en deulin a oa bet skrivet pa oa-eñ war an talbenn.
Yann Ber Kalloc'h [Jean-Pierre Calloc'h]
Le poète breton Jean-Pierre Calloc'h a été tué sur le front en 1917, au cours de la Première Guerre mondiale. Cet extrait, tiré du documentaire réalisé par Roland Michon pour Kalanna, relate les derniers mois de sa vie, depuis l'école des sous-officiers de Saint-Maixent jusque sa mort à Urvillers (Aisne).
An Amerikaned e Breizh
Goude diviz Alamagn da fonnusaat ar brezel dindan vor a-enep listri-karg ar broioù neptu o pourveziñ Frañs hag ar Rouantelezh-Unanet e voe divizet kerkent, gant ar prezidant Wilson ha Stadoù-Unanet Amerika, emellout er brezel european da vat d’ar 6 a viz Ebrel 1917, dreist-holl goude taol itrik Mec’hiko oc’h ober emglev gant Alamagn.
Savet e voe bonioù dour-nijerezioù e Breizh gant an Amerikaned : en Enez-Tudi e-tal Pont-’n-Abad ha lenn-vor Enez-Terc’h e-tal Lilia. Ar c’hirri-nij-se a voe gouestlet da furchal ar mor da glask war-lerc’h listri-spluj alaman, an U-boote, a-benn klask distrujañ anezho pe gelaouiñ al listri brezel hobregonet mignon o verdeiñ a dro-war-dro. Dont a ra neuze Breizh da vezañ unan eus an tachennoù strategel pennañ, un talbenn brezel mor.
Bilañs ar Brezel bras
Hiziv an deiz e lavar an istorourien e vije bet etre 125 000 ha 150 000 soudard eus Breizh lazhet a-hed ar brezel. Peadra zo da vezañ souezhet o welet ne c’hallont ket bezañ resisoc’h. Goude 1919 ne veze disklêriet den ebet ken « marv evit ar vro » ha ne ouzer ket pet soudard kozh a oa bet marvet diwar o goulioù pe o c’hleñvedoù brezel goude-se. Abalamour da se e chom diresis niver ar soudarded lazhet e-kerzh ar Brezel bras.
70 vloaz 'zo en echue ar brezel [Le soixante dixième anniversaire de la fin de la guerre 14-18]
Le 70ème anniversaire de la fin de la Première guerre mondiale est l'occasion de revenir sur ce conflit meurtrier. L'historien Roger Laouenan évoque les derniers combats, le travail à l'arrière et l'état d'esprit des poilus.
Pennad-klozañ
Chom a ra c’hoazh traoù da ziskoachañ e dielloù dalc’het er familhoù. « An dastumadeg bras » kaset en-dro evit kantved deiz-ha-bloaz ar brezel en deus graet berzh. Gellout a c’heller sellet pe lenn ul lodenn eus an dielloù-se war lec’hienn dielloù pep departamant. Ur bern dielloù all zo bet lakaet en linenn war al lec’hienn Mémoire des hommes nevez ’zo. Peadra d’ober meur a enklask war dachennoù a chome damguzh c’hoazh (ar soudarded kondaonet gant ar justiz a vrezel paneveken).
Un « dever a istor » da gas da benn !
Evit mont pelloc’h
- Ar Brezel bras, TES, 2015, levr + lec’hienn Internet : www.tes.bzh/brezelbras
- Didier Guyvarc’h et Yann Lagadec, Les Bretons et la Grande Guerre, PUR, Coll. Images et histoire, 2013.
- Roger Laouénan, Les Bretons dans la Grande Guerre, 10 tomes, Coop Breizh, 1980-2015.
- Mémoire des hommes, ministère de la Défense,
- À bientôt de vos nouvelles, web-documentaire, BCD, 2015,
- Yvan Fronteau, Juillet-août 1914, l’entrée en guerre des Bretons, BCD, 2014, http://www.bretania.bzh/EXPLOITATION/juillet-aout-1914-entree-en-guerre-des-bretons.aspx