70 vloaz 'zo en echue ar brezel [Le soixante dixième anniversaire de la fin de la guerre 14-18]

12 novembre 1988
04m 08s
Réf. 01000

Notice

Résumé :

Le 70ème anniversaire de la fin de la Première guerre mondiale est l'occasion de revenir sur ce conflit meurtrier. L'historien Roger Laouenan évoque les derniers combats, le travail à l'arrière et l'état d'esprit des poilus.

Date de diffusion :
12 novembre 1988
Date d'événement :
11 novembre 1918
Source :
FR3 (Collection: An taol lagad )
Personnalité(s) :
Langue :
Breton

Éclairage

Da-geñver 70 vloaz fin ar Brezel-bed kentañ e oa bet skipailh an abadenn vrezhonek An Taol-lagad oc’h atersiñ Roger Laouenan. D’ar c’houlz-se e oa an istorour tregeriat o paouez embann e eil levr diwar-benn ar brezel, La Moisson rouge. En abadenn neuze e komz eus an arsav-brezel, eus an emgannoù hag eus an dud lazhet, eus al labour graet gant ar merc’hed e-kerzh ar brezel…
Roger Laouenan zo bet ganet e 1932 e Ploulec’h. Studiet en deus kalz ar Brezel-bed kentañ bevet gant ar Vretoned, ha skrivet en deus meur a levr war ar sujed-mañ. An hini diwezhañ eo Les Bretons sous les gaz (2014). Kamarad bras da Anjela Duval e oa ivez, hag embannet en doa ul levr diwar-benn he buhez e 1982.

TES – Ti-embann ar skolioù – www.tes.bzh

Version française

Pour commémorer les 70 ans de la fin de la Première Guerre mondiale, l’équipe de l’émission en breton An Taol-lagad est allée interviewer Roger Laouenan. À cette époque, l’historien trégorrois vient juste de publier son deuxième livre sur la guerre, La Moisson rouge. Il évoque les combats, le travail des femmes à l'arrière, l’armistice et le nombre de morts...
Roger Laouenan est né à Ploulec’h en 1932. Il a beaucoup étudié la Première Guerre mondiale telle que l’ont vécue les Bretons, et a écrit de nombreux livres sur le sujet, le dernier étant Les Bretons sous les gaz (2014). C’était aussi un ami proche d’Anjela Duval et il lui a consacré une biographie en 1982.

TES – Ti-embann ar skolioù – www.tes.bzh

Transcription

(Trouzioù)
Kazetenner - Herri Morvan
En 11 a viz Du 1918 e gar Rethondes e oa sinet etre ar Maréchal Foch evit Bro-Frañs hag e vignoned hag ar jeneral Erzberger evit an Alamanted emglev dibenn ar brezel. En desped d'ar c'heleier diwar fin ar vrezel ez eus bet emgann betek ar poent diwezhañ.
Roger Laouenan
Betek ar fin ez eus bet un emgann, betek an devezh diwezhañ, betek an dek a viz Du a zo bet tennoù, tud lazhet zoken. Met dija e oa… an dud a ouie, ar soudarded, hag an dud amañ ivez a ouie dija e oa krog an Alamanted da c'houlenn un armistis, setu memestra a oa nebeutoc'h a emgannoù met an dud a oa en-gortoz deus kement-se. Memestra zo bet tud lazhet.
Kazetenner - Herri Morvan
Hag ur bern Bretoned o deus kemeret perzh er brezel. Hag ur bern tud bet lazhet evel-just. E Breizh, unan diwar pemp den mobilizet a zo bet lazhet. Er Frañs, unan diwar eizh.
Roger Laouenan
Hervez an enklask zo bet graet memestra gant ar prefedi ez eus war-dro 150 000. Marteze un tammig muioc'h rak ret eo gouzout ivez memestra zo tud zo marvet goude ar brezel en abeg d'ar vrezel. Tud klañv, tud gloazet a zo marvet mizioù pe bloavezhioù goude. An dud-se evel-just zo ivez da gontañ marteze e-barzh ar sifr-se. Me a lavar 150 000.
(Sonerezh)
Kazetenner - Herri Morvan
Hag an dra-se en deus torret lañs ar vro evel-just, rak ar c'hard eus ar re lazhet a oa en oad da gaout bugale. Evit an ekonomiezh avat, ma'z eus bet bec'h er penn-kentañ, ar merc'hed a zo deuet a-benn da zerc'hel penn.
Roger Laouenan
Al labour a zo bet graet e pep lec'h ha memes zoken war ar maez, al labourerien-douar, dreist-holl ar merc'hed memestra, a oa chomet da labourat hag o devoa kemeret penn en atantoù, ar menajoù. Ac'hanta ar prizioù zo uhelaet ha setu a-benn ar fin an ekonomiezh ne oa ket fall, fall-tre war ar maez.
Kazetenner - Herri Morvan
E 14 avat ar soudarded a grede e oant o vont evit ur miz pe zaou. Ma ne oa ket ur vleunienn e penn pep fuzuilh, an darn vrasañ o devoa fiziañs da vezañ distro buan a-walc'h. Ret eo bet diskanañ buan. Goude daou pe dri bloaz ez eus bet kalzig o nac'h sentiñ, en o zouez nebeud a Vretoned.
Roger Laouenan
O ma Doue, tud a oa kustum, a oa boazet da sentiñ, da c'houzañv, tud kalet ha tud eus an douar dreist-holl peurvuiañ ar brasañ eus an dud-se a oa peizanted. Evito e oa difenn an douar rak soñjal a raent e oant o tifenn o zouar-i o-unan, rak ma gilent, ma yafe an Alamanted o vont war-raok, ma vije lezet an Alamanted da vont war-raok e vijent o tont amañ ivez e Breizh. Kentoc'h, evel-just lavaret vije ivez e oant o tifenn Bro-C'hall, adkemer an Alzas hag al Loren, se a vije lavaret dezho evel-just met ne gredan ket d'am soñj e spered don ar peizant breizhat e vije… an abegoù-se a gonte kalz, met abeg an douar kentoc'h.
Kazetenner - Herri Morvan
Roger Laouenan en deus furchet kalz e dielloù an arme pe re ar Stad ha savet en deus daou levr dija diwar-benn ar brezel 14. Kenderc'hel a ra da studial bep devezh, bep sizhun ha bep miz. An eil levr « La Moisson rouge » a zo e gwerzh en tiez.