Daniel Jequel
Ha neuze e vez kontet ur bern traoù d'ar vugale evit spontañ anezhe siwazh ? Aze ne gouskent ket e-pad an noz neuze gant istoar ar bleizi ?
Aristide Herrio
Ni a gouske met ni hor beze ket... Ni hor beze aon mont er-maez, kar ni a yae, ni hor beze dober memestra a mont er-maez,
Ni a yae e-barzh ar c'hraou, ar c'hraou a veze touch d'an ti, neuze e veze un nor doc'h ar c'hraou mont a-barzh an t..., doc'h an ti mont e-barzh ar c'hraou.
Met n'aemp ket er-maez, kar ni hor beze aon doc'h an diaoul ha doc'h ar bleidi ha doc'h al lougar ha neuzen doc'h ar bugul noz.
Neuzen leun a gontadennoù e mod-se, ar [re gozh]-se a veze é konto deomp e-barzh korn an toull.
Daniel Jequel
Hag an diaoul a teue da welet ac'hanoc'h a-wechoù ivez ?
Aristide Herrio
An diaoul arrie e-barzh an ti a-wechoù.
Ya ur wezh e oa degouezhet ha oa dañs e-barzh an ti, dañs a vras ha oa degouezhet un den yaouank eno blev melen e-barzh an ti.
An dud a selle doc'htañ : den ebet n'anave. Hè a lâre : doc'h a venn emañ an den-mañ ?
Ur brav a zen koulskoude, ha eñ a zo aet da glask ar verc'h yaouank vravañ a oa e-barzh an ti da zañsal. Ha hi gantañ sur a-walc'h ha fier.
Aze e oa ur vaouez e-barzh an oaled ha oa o tommat ur c'hrouadur bihan e-tal an tan, e-barzh... doc'h korn an oaled, korn an toull.
Ha seul gwezh evel e pasee ar brav a zen-se e-tal ar c'hrouadur bihan, ar c'hrouadur a vleje, a grie.
Ha tout an dud a zo komañset da sellet d'an den yaouank-se ha komañset o doa e dreid heñvelaat doc'h treid ur jo.
A-benn eno hè deus gouiet e oa an diaoul a oa.
Ha hè deus lâret dezhañ : "Met c'hwi a zo an diaoul ?»
«Ya !" a lâre, me a zo an diaoul.
Ha ma ne gavet ket, ma n'a ket beleg ar barrez divotoù-kaer evit dont àr douar kêr, me a gasay ar plac'h yaouank-mañ ganin a-benn sonay hanternoz.»
Ha aet an dud buan ha buan, da glask ar person ha daet ar person.
A-raok [teir zouar kêr oa dav] mont divotoù-kaer.
Ha emañ daet e-barzh an ti ha neuze koñverset ha lâret e baterioù.
Ha oa ret eta d'an diaoul bout aet kuit ha noa ket gallet kas ar plac'h yaouank gantañ. E mod-se e oe an traoù.
Em eus soñj bout klevet un istoar met honnezh a oa kani mamm an diaoul.
Ha oa neuzen ur vaouez ag a c'hornad-mañ sur a-walc'h, pe ne oa ket pell atav, ha oa o rañjat dilhad he bugale, e oa leun a vugale ha oa rañjat dilhad àrlerc'h hanternoz.
E oa degouezhet... Paseet hanternoz n'he doa ket gwelet an eur ha ne oa ket aet da gousket c'hoazh.
Degouezhet ur c'haouad avel vras ha digor an nor. Ha he doa, petra he doa gwelet ? Mamm an diaoul !
Ma Doue, mamm an diaoul !
«Ya, me eo, a lâr mamm an diaoul, ha n'oc'h ket aet da gousket c'hoazh ? Met, a lâre, dibaoe gwerso [ ] ho kwelet.»
«Ya, hi a lâre, met emañ ret din kempenn dilhad ma bugale.»
«Ha ya, a lâre hi, met roet hè din ha ne vin ket pell aveit o c'hempenn ha kavet labour din, a lâre hi, ken na arrivay an deiz, a lâre, ken a ganay ar c'hog an teir gwezh.
Mod arall c'hwi a zay ganin d'an ifern.»
Kaer oa reiñ labour da mamm an diaoul, hi a rae ar labour diouzhtu.
Ne oa ket nameit dilhad da rañjo, dilhad d'ober, traoù da walc'ho. Ar wazh a basee just a fas d'an ti.
«Oh maleürus !" hi a rae !
Ar vaouez-se a lâre : "Met petra gober ?»
Met he gwaz a oa aet ha tennet e benn diàr ar gwele kloz ha lâre dezhi :
«Roet ma maouez paour ar c'hanevier gloan du a zo e-barzh ar solier aze dezhi da walc'ho ha lâret dezhi ken a deuy... pas achuiñ hè gwalc'ho ken deuy gwenn ha ne faota ket [ dezhañ].»
Hag ar c'hanevier gloan du n'ae ket gwenn.
Hag a-benn en doa kanet ar c'hog a-raok teir gwezh e oa ret da mamm an diaoul bout aet kuit.
Ha hi a lâre d'ar vaouez-se : "Peus boneur maouez paour bout kavet gwell aveidoc'h d'ho tifenn, hi a lâre.
E mod arall e vehec'h c'hwi daet ganin d'an ifern, ah ya.
Daniel Jequel
Met e-barzh ar veilhadegoù e giz-se e vez preget deus bep seurt traoù. Ne chomec'h ket d'ober ur veilhadeg hep prezeg.
Te teus ket bet klevet prezeg deus al laer-amann ?
Aristide Herrio
Geo alies, oh la la !
A-viskoazh em eus klevet e oa tud a laere amann [ha laezh] doc'h re arall e mod-se. Hè a sorse, e veze lâret, ar sorserion.
Ha veze dav neuzen mont gant ar veleien, peotramant ur sorsour all evit disorsañ ho loened.
Met ne ouian ket, met hè a lâre e veze graet met n'em eus ket me gouiet a-feson. Hor re-ni n'int ket bet sorset biskoazh atav, nann.
Me am eus klevet ma mamm é kaozeal pa oa dimezet a oa boemet : ne oa ket nameit ur vuoc'h e-barzh... e giz emañ an ti noz bremañ izelikoc'h.
Ha ne oa ket nameit ur vuoc'h, ma fepe n'en doa ket nemet ur vuoc'h. Ha veze goeret ha lakaet en amzer-se e veze lakaet al laezh e-barzh podoù pri.
Ha e veze hi é lakaat e-tal an tan d'ar goañv neuzen. D'an hañv e veze lakaet e-barzh ar gredañs sur a-walc'h. Hag ar gloge evit lemel ar c'hoavenn.
Ha mallozh Doue, a lâre mamm, oa aet da lemel ar c'hoavenn gant al laezh.
E-barzh ti ma zad-kozh ivez emenn ma oa hi plac'h yaouank, ne veze ket kalz a goavenn àr al laezh.
Met e-barzh emenn e oa dimezet neuzen, e-barzh ti ma zad-kozh arall, oh la la, kaer oa [mont gant] ar gloge, ne gave ket nameit koavenn !
Ah, a lâre mamm, n'eo ket ur souezh e veze lâret familh [Ar C'horr] a oa sorserion, met ar re-mañ a sorsa bepred, a lâre hi. Met pas !
Met pa he dehe gwelet penaos e veze roet da zebriñ d'ar vuoc'h : boued, un tammig [gwazh] ha boued mat ! Honnezh, ur vuoc'h vat a oa.
Hi a roe tost da zaou lur amanenn bemdez hec'h unan ha oa pemp pe c'hwec'h, pe c'hwec'h pe seizh e-barzh meur a di ha ne roent ket kement-se.
Me a ouia a-walc'h hè a lâr e veze sorset met atav e vez graet c'hoazh.
Bout zo tud a greda kement, e vez lâret [sorsoù] zo c'hoazh. Met ma re-me n'int ket bet graet biskoazh, nann !
Daniel Jequel
Pa vez achu prezeg deus an diaoul ha neuze deus al laer-amann, bezañ e vez ur ganaouenn bennak e-pad ho peilhadegoù ivez ?
Aristide Herrio
Oh ya, bepred e veze kanet, ne vern a ec'h ober petra e vezer.
E-barzh an dornerezh, em eus soñj, e vezemp é torno e mod-se ha goude e veze achu debro koan d'an noz ha vezemp divezhat neoazh : e veze unnek eur, hanternoz, ha veze achu debro koan gwechoù un eur, ha veze un tamm kan bepred.
Ar re gozh a gane, bepred, em eus soñj, Pierre Roue a oa e-barzh, e-barzh tal du-mañ, e-barzh ar maner-ti aze, a lâre kani ar Pichon Lovedan, kani ar gourenizion deomp alies.
Neuze [ma yaemp] mezv, ah e veze bourrapl !
Met tout ar re gozh, em eus soñj bout klevet ma mamm c'hoazh é lâret la...
Ma zad-kozh a oa é troc'ho foenn e-barzh ar prad gant ar falz hag ur c'homper dezhañ. Ha hè o doa komañset, pep unan a rae ur c'hant kanenn bennak.
Kant kanenn bennak peb unan a ouient, doc'h penn d'ar penn, penn d'ar benn, ya !
Ha e-barzh korn an toull, pareil, e veze filajoù e mod-se.
A-raok mont d'ar gêr e veze graet un tamm dañs ha neuzen kanoù, kanennoù a-raok mont kuit da ziv pe deir eur doc'h a hanternoz.
Daniel Jequel
Ha veze dañset e-barzh an ti ?
Aristide Herrio
Ya, ni a zañse e-barzh an ti. Ya, ya.
E-barzh an ti mamm he deus gwelet dañsal alies.
Seul dimeziñ a veze e-barzh amañ e veze Louison o chom e-barzh amañ ha e vaouez Jaket ha eizh a vugale. Ha omp bet e-barzh tout an dimezioù e-barzh an ti-mañ.
Ni a veze pedet d'an noz e mod-se dont da zebro ha neuzen e veze dañs àr-lerc'h maleürus biskoazh !
Ha dame ya ! Ha kan.
Daniel Jequel
Ne vez ket ur bern plas ganeoc'h da zañsal koulskoude ?
Aristide Herrio
Met nann, met an dud a zañse atav, an dud a zañse atav ha deus an hañv neuzen an dud a zañse e-barzh ar porzh.
Met d'ar goañv, dame, e veze dañset e-barzh an ti ha d'an noz. Ya, ya, oh ya.
A-ruz hag a-sailhoù e giz e veze lâret e-barzh ar vro-mañ. A-sailhoù emañ an dañs pourlet, hag a-ruz emañ al laride, e veze lâret, kostez ar mor, ya.