Poltred ur saver tiez [Portrait d'un architecte]

24 juin 1984
01m 33s
Réf. 00514

Notice

Résumé :

Pennad-kaoz gant Jean-Yves Philippe, ti-savour e Bro-Dreger, diwar an doareoù da sevel tiez. [Portrait de l'architecte Jean-Yves Philippe qui a dessiné l'école de Ploumagoar. Il explique sa vision de l'architecture et est assez dépité de voir tant de maisons construites de la même façon, sans aucune originalité la plupart du temps.]

Date de diffusion :
24 juin 1984
Source :
FR3 (Collection: An taol lagad )
Langue :
Breton

Éclairage

Sell un architekt ouzh ar sevel tiez

Jean-Yves Philippe architekt a laka da sevel tiez en ur zelc'her kont deus buhez modern an dud en diabarzh an ti. Kinnig a ra un architektur n'eo ket nemet ul lec'h evit debriñ ha kousket gant liv mod-kozh war an ti. Esaeañ a ra da grouiñ ul lec'h graet da gentañ evit bevañ, evit respont d'ar c'hoantjoù hag ezhommoù an dud a-vremañ

Daniel Le Bris – CRBC - UBO / UBE Brest

Version française

Le regard d'un architecte sur la conception des maisons

Jean-Yves Philippe, architecte, fait construire des maisons qui s'appuient sur la vie moderne des habitants. Il propose une architecture qui ne conçoit pas uniquement des lieux pour manger et dormir et inspirés dans leur facture d'une façon de faire traditionnelle. Il essaie avant tout de proposer un lieu de vie qui répond aux désirs et aux besoins de l'homme d'aujourd'hui.

Daniel Le Bris – CRBC - UBO / UBE Brest

Daniel Le Bris

Transcription

(Musique)
Fañch Broudig
War ar memes patrom e vez savet pemzek ha pevar ugent dre gant hag ouzhpenn eus an tier nevez a vez graet dre amañ.
Jean-Yves Philippe
Heuget e vez avat Jean-Yves Philippe o welet tier divalo. Un ti divalo eo un ti graet hep ijinañ ar stumm, hep ijinañ an diabarzh, an diavaez, hep soñjal penaos e vo buhez 'barzh, penaos e vo relasionoù etre an dud 'barzh an ti. Un ti graet 'vel ar re all. Evit pezh a sell deus an architektur, evit tud ar vro, an architektur a zo un dra sklaer, pezh 'zo anat ba' an architektur eo un ti mod kozh, un ti gant maen, un doenn, ha prenestr, un nor, setu pezh a sellez-te deus un ti. Met, evidomp-ni, n'eo ket memestra. Evidomp-ni, un ti a zo un dra e lec'h e vez bevet, e lec'h 'vez ret bremañ drebiñ, kousket, e lec'h 'zo bremañ ur salon, evel 'vez lâret e galleg, e lec'h zo un doare, un doare da bevañ nevez. Ha se 'zo kaoz hon micher-ni eo adober an ti, un ti evel 'vez bevet war an amzer vremañ.