250 vloaz ar Manu e Montroulez [250ème anniversaire de la manufacture de tabac à Morlaix]

14 septembre 1986
02m 26s
Réf. 00530

Notice

Résumé :

E Montroulez e vez lidet 250 vloaz al labouradeg butun. Pell ‘zo ne vez ket fardet sigaretennoù ken, met segalennoù ha butun da chikat a vez graet atav. [La manufacture de tabac à Morlaix fête son 250ème anniversaire. L'usine ne fabrique plus de cigarettes depuis 35 ans déjà, mais continue la fabrication de cigares et de tabac a chiquer.]

Date de diffusion :
14 septembre 1986
Source :
FR3 (Collection: An taol lagad )
Langue :
Breton

Éclairage

250 vloaz Manu Montroulez

Savet e oa bet ar Manu (uzin butun Montroulez) etre 1736 ha 1740 diwar plañioù an architekt François Blondel. A-hed 250 vloaz en deus produet ar Manu a-bep seurt butun: butun-fri da brizañ, butun da chikañ, butun da fumiñ evel ar scaferlati, sigar hag evel just sigaret. Betek ar bloavezhioù 1860 e veze produet ar butun gant an dorn, gant ur rod-nezañ ha gwaskoù a-benn nezañ anezhañ, petamant d'ober karotez pe rolloù-butun. Mont a rae ar butun da boultr gant ur pilouer hag ur morter. An deilioù sigar pe scaferlati a veze preparet ie gant an daouarn.

Etre 1867 ha 1872 ez eus bet degaset mekanikoù vapeur er Manu. An hini brasañ a oa ar mekanik a rañve ar butun e poultr, staliet war tri estaj e-barzh ar batimant H. Ramplaset eo bet gant ur sistem braeat otomatizet e 1982. Serriñ da vat en deus graet ar Manu e 2002.

Daniel Le Bris – CRBC - UBO / UBE Brest

Version française

Les 250 ans de la manufacture de tabac de Morlaix.

La Manufacture des tabacs de Morlaix fut construite entre 1736 et 1740 selon les plans de François Blondel. Durant 250 ans, la manufacture a produit toutes sortes de variétés de tabacs : poudre de tabac à priser, des rôles et des carottes de tabac à mâcher, ainsi que différentes sortes de tabac à fumer comme des scaferlati, des cigares, des cigarillos, et bien sûr des cigarettes. Jusque dans les années 1860 le tabac était produit manuellement, à l'aide du rouet et de presses pour le filage, le carottage et le rôlage du tabac. Le tabac était réduit en poudre grâce à un pilon et un mortier, et la préparation des feuilles (pour faire les cigares et du scaferlati) se faisait également à la main.

Entre 1867 et 1872 a eu lieu l'installation de machines à vapeur. L'une des machines les plus importantes était utilisée pour le râpage du tabac en poudre, installée dans le bâtiment H de la manufacture, cette machine occupait trois étages. Elle a été remplacée par un système de broyage automatisé en 1982. La Manufacture a fermé ses portes définitivement en 2002.

Daniel Le Bris – CRBC - UBO / UBE Brest

Daniel Le Bris

Transcription

Fañch Broudig
Sigaretennoù ne reer ket ken e Montroulez pemp bloaz ha tregont a zo deus se dija. Ar pep brasañ deus ar pevar c'hant hag hanter kant a dud hag a zo implijet amañ eo war ar sigarennoù emaint o labourat. Met amañ e talc'her d'ober butun da brizañ ha butun da chikañ. N'eus ken end-eeun e Montroulez e lec'h e vefe dalc'het d'ober deus oute. Butun da brizañ ne vez ket graet ur bern ken. Seizh tonenn ar bloaz nemetken en holl. Sed ne vez ezhomm da lakaat ar mekanikoù kozh-mañ da droiñ nemet un devezh gwech ha gwech all. Ha n'eo nemet pa vez roet c'hwezh ar menthe d'ar butun da brizañ eo e teuer da werzhañ anezhañ aezetoc'h.
Theophile Patinec
Butun da brizañ vez ket gwerzh ebet ken. Un tammig met paz maread. Butun da chikat. Piv vez gwelet ' chikat ? [...] c'hoazh. Ar re all 'meus ket gwelet chikat. Ni a lâre gwechall pa 'pez poan en da zent, neuze laka un tamm butun chikat war an toull. A gast, met, an dra-se 'zo kreñv, se. Bremañ 'vez ket gwelet, unan bennak vez gwelet o chikat memestra. War... kichen Lesneven 'zeus maread o chikañ hag o prizañ, ya. Dre amañ 'meus ket gwelet 'barzh Montroulez hini ebet o chikat c'hoazh.
Fañch Broudig
Butun da chikat a reer c'hoazh seizh tonenn hag hanter kant ar bloaz. Deus an eil bloavezh diwar egile avat e reer nebeutoc'h nebeutañ. Rak n'eus ken nemet div vro o chikañ : an hanter noz deus ar Frañs ha Breizh, amañ dreist holl. Hag e touez ar Vretoned eo ar Finisterianed a bren ar muiañ a vutun da chikañ. Evit ar poent e ra se labour d'un dek bennag a dud bemdez en un atelier deus Montroulez.
Soazig Autret
A-wechoù aezetoc'h, a-wechoù kalet mat.
Fañch Broudig
Petra 'zo kalet ?
Soazig Autret
An dra-se a zepand deus ar butun, kwa. Ma h eo mat, 'zo mat, ma n'eo ket, zo diaesoc'h.
Fañch Broudig
Penaos 'vez gwelet e vez butun mat ?
Soazig Autret
Aezetoc'h da labourat eo, n'eo ket freg, n'eo ket poazh. A-wechoù eh a tout e pilpous. Ma h eo gleb eo aezetoc'h ivez. Pa eo sec'h 'vez ranket ober muioc'h.
Fañch Broudig
Ar re gozh, ar re hag o deus tapet o hanter kant vloaz, eo a vez gwelet dreist holl o chikañ. Setu p'o devo int ehanet e vo kazi sur echu d'ar butun karot. Ha ne weler ket a-hend all penaos e vefe moien da zigas ar c'hiz deus outañ en dro e mesk an dud.