Al liderezh nevez e Breiz [Rénovation liturgique après Vatican II]

25 avril 1973
03m 32s
Réf. 00626

Notice

Résumé :

Digoret e oa bet an nor d'an oferennoù e brezhoneg gant sened-iliz Vatican II, e 1963. Dek vloaz war-lerc'h e klaske beleien Breizh penaos sevel seurt oferennoù. [L'abandon de la messe en latin lors du concile de Vatican 2, en 1963, a ouvert la voie aux messes en breton. Dix ans plus tard, des prêtres se réunissent pour imaginer ces cérémonies.]

Type de média :
Date de diffusion :
25 avril 1973
Source :
ORTF (Collection: Breiz o veva )
Lieux :
Langue :
Breton

Éclairage

Chomet eo ar feiz kristen a-bouez bras e Breizh. Daoust m'eo bet kustum ul lodenn eus ar yaouankiz da vont a enep da feiz o zud e-kerz ar bloavezhioù 1970 eo er bloavezhioù-se ivez eo bet ijinet oferennoù e brezhoneg, gant beleien ha laiked o doa c'hoant kinnig ul liderez tostoc'h eus c'hoantoù an dud. Digoret e oa bet an nor e 1963 gant sened-iliz (koñsil) Vatican II, hag a aotree an oferenn da vezañ e yezh vamm ar gristenien ha n'eo ket ken e latin nemetken.

Dek vloaz diwezhatoc'h e vo neuze hanter-kant parrez e eskopti Kemper ha Leon o kinnig, ingal pe ur wech an amzer, oferennoù e brezhoneg. Hag e eskoptioù Gwened ha Treger e oa eus ar youl-se ivez hervez an abadenn. Met mankout a rae testennoù ha troidigezhioù evit kas da benn al liderez. Setu perak e kustume beleien an eskopti en em vodañ evit ijinañ testennoù nevez.

Hervez ar pezh a glever en diell e plij d'ar Vretoned pediñ en ur ganañ. Kantikoù eo a vez savet dreist-holl gant ar strollad a weler en abadenn. Klevet a reer amañ ur c'han savet e mod ar c'han-ha-diskan.

Mathieu Herry – Kalanna

Version française

La foi catholique est restée très ancrée en Bretagne après la Deuxième Guerre mondiale. Mais si les années 1970 ont été celles du rejet de la foi parentale par une génération de jeunes bretons, elles ont aussi été celles de la mise au point d'une liturgie en langue bretonne. Des prêtres se rassemblent alors avec l'ambition de proposer une liturgie plus proche du quotidien des fidèles, dans leur langue.

C'est le concile de Vatican 2 qui avait ouvert la porte à cette nouveauté en tolérant, à partir de 1963, des offices qui ne soit plus uniquement en latin.

Dix ans plus tard, une cinquantaine de paroisses de l'évêché de Quimper et du Léon proposeront des messes en breton, au moins de temps en temps, ambition partagée par les évêchés de Vannes et du Trégor selon l'émission « Breiz o Veva ». Mais le manque de textes et de chants limite cette pratique, ce qui explique les réunions de prêtres, pour en mettre au point de nouveaux.

D'après ce document, les Bretons de l'époque aiment prier en chantant. Ce sont donc surtout des cantiques qu'imaginent les membres du groupe. On entend ici d'ailleurs un chant construit à la manière du kan-ha-diskan, le chant à reprendre traditionnel en Bretagne.

Mathieu Herry – Kalanna

Mathieu Herry

Transcription

Aotroù Person
Marteze ez eus tud er c'hêrioù hag a vije o pediñ e mod-se en o fart o-unan, er sioulder, met ar Vretoned a blij dezho displegañ o sonjoù, a dreist-holl war gan. Setu, em eus goulennet digant Roger Abjean sikour ac'hanon war ar poent-se evit pinvidikaat un tammig bihan hon herezh a gantikoù hag a donioù.
Roger Abjean
Met me 'm eus soñj pa oan bihanoc'h ha yaouankoc'h eget bremañ veze kanet nemet latin. Hag en offertoire memestra bep sul e vez kanet, soñj ho peus, ur c'hantik brezhonek, pep hini a zae a bouez he fenn, ha neuze an anjeluz evit echuiñ. Met bremañ peogwir ma tout e brezhoneg, 'z eus tamm latin ebet ken, hag oa dleet lakaat sonerezh war ar c'homzoù nevez a deu deomp, ha n'eo ket aes. An aesañ tout oa lakaat tonioù anavezet, met n'eo ket aes atav lakaat tonioù anavezet, neuze hon eus ranket ober tonioù nevez. Hag evel-se em eus bet graet tonioù nevez evit oferenn Sant-Erwan, oferenn Santez-Anna, salmoù nevez ivez, diskanioù forzh pegement.
Person Plougerne
Me vez bep sul e Plougerne o kanañ en oferenn, hag an iliz a vez leun chouk, hag an dud a zo eno, re gozh hag re yaouank a gan evel gwechall.
Roger Abjean
Ur blijadur eo klevet an dud o kanañ pa vez ur mell-tud en iliz.
Aotroù Person
Hag an devezh all ar c'haerañ a zo bet, bremañ d'am soñj eo Lourdes, e-pad pic'hirinaj Lourdes abaoe warlene e vez un oferenn e brezhoneg. E miz Gwengolo diwezhañ edon e Lourdes, oferenn e brezhoneg, hag oferenn e galleg, pep hini diouzh e c'hoant, hag e oa ouzhpenn pemzek kant en oferenn brezhoneg, leun-chouk iliz ar Rozera ha tregont beleg o ken-oferennañ. An hanter muioc'h, teir gwech muioc'h a dud a zo deuet d'an oferenn e brezhoneg eget en hini galleg.
Job An Irien
Bez ez eus ur c'hantik all anvet « Pred hor Salver », hag a zo bet savet war an ton kan-diskan neuze, eus bro Wened. Ar c'han-se, an ton-se a vez kanet bremañ alies gant ar strollad « Dir ha Tan ». Me 'zo vont da ganañ 'nezhañ deoc'h ma karit hag e vo gwelet ma teuomp a-benn da ganañ anezhañ ni. Un taol-esae eo hepken..
(Musique)
Job An Irien
Daoust ha petra lavaret diwar-benn ar c'hantik-se? Ur c'hantik evit ar gommunion eo. Job ?
Beleg 1
Aes e vo da ganañ, peogwir omp deuet a-benn war an taol kentañ da respont war da lec'h. An dud en Iliz a raio kement all.
Job An Irien
Ya, met c'hwi 'zo sanket don ennoc'h ar c'han ha diskan marteze.
Person Plougerne
Ya met klevet hon deus an ton-se alies er sonerezh.
Job An Irien
Ya. Ha petra lavarit c'hwi diwar-benn ur c'hantik e mod-se ?
Beleg 2
Aes a-walc'h 'vo da ganañ ma vez unan da ganañ ar c'han, ar re all a ziskan, pezh 'zo aes a-walc'h.