Breiz o veva kinniget gant Chanig Ar Gall [Chanig Ar Gall présente Breiz o Veva]

07 janvier 1971
01m 12s
Réf. 00501

Notice

Résumé :

Abadenn gentañ Breiz o veva, kinniget gant Chanig ar Gall. [Extrait de la première émission de la collection Breiz o veva, diffusée par la station ORTF de Rennes. Elle est présentée par Chanig Ar Gall, et les commentaires des reportages sont dit par Charlez Ar Gall.]

Date de diffusion :
07 janvier 1971
Source :
ORTF (Collection: Breiz o veva )
Personnalité(s) :
Langue :
Breton

Éclairage

E 1964 e oa bet krouet an abadenn vrezhonek kentañ en tele, anezhi ur vunutenn skignet d'ar gwener noz. E 1971, diwar goulenn groñs an emsav e oa savet ar magazin kentañ a bade 15 munutenn. Gwelet a raomp un tamm dioutañ amañ. Kinniget eo gant Chanig ar Gall, gwreg Charlez ar Gall, a oa e penn an abadennoù brezhonek er radio, hag en tele da c'houde (etre 1964 ha 1975). Dont a reas Fañch Broudig d'e heul, evel den e karg deus ar c'heleier da gentañ, ha da c'houde evel pennaozour ar programmoù brezhonek.

Gouestlet eo Breiz o veva da Vretoned Breizh-Izel hag ivez d'ar re zo o chom e Roazhon hag e Naoned. Displegañ a ra Chanig ar Gall e vez skignet an abadenn, hag hi e brezhoneg penn da benn, d'ar yaou da gentañ etre 13e35 ha 13e50. Devezh troc'h ar sizhunvezh skol e oa ar yaou d'ar c'houlz-se. Deuet eo da vezañ ar merc'her goude an distro-skol 1972-1973.

E gwenn ha du ez eo bet kinniget an abadenn betek 1972.

E-touez kenlabourerien kentañ Breiz o veva, ez eo ret menegiñ Pêr-Jakez Helias, kelenner ha skrivagner, a bakas brud e 1975 gant Marc'h al lorc'h, ha Mari Kermarc'heg, ginidik deus Plougerne, a zeuas buan da heul Chanig ar Grall evel prezegennerez ha realizatourez da c'houde. Gant ar gitarour Guy Tudy eo sonet muzik ar jenerik.

Berzh bras a reas an abadenn Breiz o veva e-touez ar bobl : dont a reas da vezañ sizhuniek hag hiraet e oa tamm ha tamm, betek padout 26 munutenn e 1979.

Jean Le Clerc de la Herverie - CRDP-TES Saint Brieuc

Version française

La première émission en langue bretonne à la télévision est créée en 1964 : elle consiste en une minute diffusée le vendredi soir. En 1971, sous la pression des mouvements culturels, naît le premier magazine, d'une durée de 15 minutes. Il est présenté par Chanig ar Gall, l'épouse de Charlez ar Gall, ancien instituteur brestois responsable des émissions de radio en breton, puis de télévision de 1964 à 1975. Fañch Broudig lui succèdera, d'abord comme responsable des actualités en breton, ensuite comme producteur délégué des programmes en breton.

Breiz o veva, Bretagne vivante, s'adresse, comme le dit la présentatrice, non seulement aux Bretons de Basse-Bretagne, mais aussi aux téléspectateurs de Rennes et Nantes.

Le magazine, entièrement en breton, est diffusé au départ le jeudi de 13h35 à 13h50. C'est alors le jour de la coupure de la semaine scolaire, qui passera au mercredi à partir de la rentrée scolaire 1972-73.

L'émission sera en noir et blanc jusqu'en 1972.

Parmi les premiers collaborateurs de Breiz o veva, mentionnons Per-Jakez Hélias, enseignant et écrivain, qui connaîtra une gloire internationale en 1975 avec Le Cheval d'orgueil, et Marie Kermarec, originaire de Plouguerneau, qui succédera rapidement à Chanig ar Gall comme "speakerine" puis réalisatrice. La musique de générique est interprétée par Guy Tudy, guitariste renommé dans les années 70.

Le magazine connaît un grand succès populaire : il devient rapidement hebdomadaire, puis voit sa durée s'allonger à 26 minutes en 1979.

Jean Le Clerc de la Herverie - CRDP-TES Saint Brieuc

Jean Le Clerc

Transcription

(Silence)
Chanig Ar Gall
Deiz mat d'ar Vretoned ha deoc'h-c'hwi dreist-holl, selaouerien, a zo dirak ho post evit sellet ouzh "Breiz o veva", ar gentañ abadenn tele savet e brezhoneg penn-da-benn. Gant ar bloaz nevez e tigoromp ivez un erv nevez : e diavaez abadennig ar Gwener, adalek hiriv, bep pemzekteiz d'ar Yaou, d'an eur-mañ, ar vrezhonegerien o do tro da welet un abadenn tele savet en o yezh. Ha n'eo ket e Breizh Izel nemetken met e Breizh Uhel ivez, betek Naoned ha Roazhon. Gouzout a rit peseurt anv a zo bet roet d'an abadenn : "Breiz o Veva". Dibabet eo bet an anv-se e-touez an anvioù o deus bet hor selaouerien ar vadelezh da ginnig deomp. Hag an ton gitar a dalvez da zigoradur a zo bet savet gant Guy Tudy.