Mengleuzioù Mêl-Karaez o serriñ evit an eil gwech [Deuxième fermeture des ardoisières de Maël-Carhaix]

13 janvier 1985
01m 33s
Réf. 00518

Notice

Résumé :

Mengleuzioù Mêl-Karaez a rank serriñ adarre, e-pad tri miz : diaes eo an traoù evit an embregerezh. [Les ardoisières de Maël-Carhaix doivent à nouveau fermer leurs portes pour une durée de trois mois. L'entreprise, bien que réputée, est en difficulté. Il faut réorganiser et moderniser les techniques de production pour espérer mieux vendre.]

Date de diffusion :
13 janvier 1985
Source :
FR3 (Collection: An taol lagad )
Langue :
Breton

Éclairage

E departamant Aodoù an Arvor, e Mel-Karaez, e oa ur binvindigezh dispar evit ar gumun : mengleuzioù maen-glaz. Toennoù ar Sorbonne, Kastell Vincennes, an Invalides, an Assemblée Nationale pe c'hoazh da skwer hini Breujoù Breizh a zo graet gant maen-glaz Mel. E Meilh 'Lann eo bet digoret ar mengleuzioù e 1890 hag ar re diwezhañ e oa da vezañ serret e Breizh. Ar maen-glaz a oa eus ar re wellañ toud abalamour ne oa ennañ na pyrite na carbonate calcium. Med bruzunañ kalz a ra ar maen-glaz ha red eo tennañ kalz anezhañ : an hanter ah a da goll.

Ar mod da dennañ ar maen-glaz a zo cheñchet kalz e-pad an 20ved kantved (war gein an dud, gant manej ar c'hezek, gant ur mekanik dre dan ha goude dre zour), med diaezamanchoù zo bet da dennañ ar maen-glaz ha da werzhañ anezhañ, setu en doa ranket ar mestr aretañ da dennañ ha serriñ ar mengleuzioù er bloaz 2000. Kaoz a zo abaoe un nebeut amzer da zigoriñ anezhe en-dro, d'ober maen-glaz evit ar monumentoù istorik hag an design.

Ronan Calvez - CRBC - UBO / UBE Brest

Un nebeud levrioù

Christine Le Portal, "Les ardoisières de Mael-Carhaix. Le réveil de Moulin-Lande", in Ar Men, n° 21, 1989, pp. 2-15.

Léna Gourmelen, Ardoise en Bretagne. Une histoire, des hommes, des savoir-faire, Spézet, Coop-Breizh, 2008.

Jean -Yves Éveillard (dir.), La pierre en Basse-Bretagne : usages et représentations, Brest, CRBC, 2001.

Version française

La commune de Maël-Carhaix, située dans le département des Côtes-d'Armor en Bretagne, possède un élément patrimonial original : des ardoisières desquelles ont été extraites les ardoises posées sur les toits de la Sorbonne, du Château de Vincennes, des Invalides, de l'Assemblée Nationale ou du Parlement de Bretagne, entre autres. Cette carrière du Moulin de la Lande, fondée en 1890, a été la dernière carrière exploitée de Bretagne. Son ardoise est d'une grande qualité car elle ne comporte pas de pyrite et de carbonate de calcium. Toutefois, l'ardoise reste un matériau friable et il faut en extraire deux tonnes pour en produire une.

Les techniques d'exploitation de ces ardoisières souterraines ont évolué tout au long du XXe siècle (extraction sur le dos, manège à chevaux, système à vapeur, machine hydraulique), mais les difficultés d'exploitation et de gestion du site (extrait tourné en 1988) contraignirent le dirigeant à une interruption puis à une fermeture définitive en 2000. Un projet de relance est actuellement à l'étude et s'orienterait vers une production pour les monuments historiques et le design.

Ronan Calvez - CRBC - UBO / UBE Brest

Bibliographie

Christine Le Portal, "Les ardoisières de Mael-Carhaix. Le réveil de Moulin-Lande", in Ar Men, n° 21, 1989, pp. 2-15.

Léna Gourmelen, Ardoise en Bretagne. Une histoire, des hommes, des savoir-faire, Spézet, Coop-Breizh, 2008.

Jean -Yves Éveillard (dir.), La pierre en Basse-Bretagne : usages et représentations, Brest, CRBC, 2001.

Ronan Calvez

Transcription

Fañch Broudig
Lâret a rit penaos al labour vefe dleet organizañ anezhañ gwelloc'h, met daoust hag eñ e kav deoc'h 'vez graet tout pezh 'zo ret evit gwerzhañ mat ar mein glas ?
Inconnu
N'eus ket. Hervez ma soñj, eo chomet 'vel 'vel 'vel... Me 'meus komañset da zeskiñ 'barzh 47, an taktik da werzhañ mein 'neus ket boujet abaoe. [...] Ema 'ba e vuro da c'hortoz ar c'hliant da zegouezout. An deiz a hiriv an traoù 'deus cheñchet. An deiz a hiriv vez... dav mont da glask ar c'hliant, amañ hemañ a c'hortoz anezhañ bepred.
Fañch Broudig
Sur a-walc'h ne vefe ket falloc'h ma vefe modernoc'h ar feson da labourat er veingleuz gant muioc'h a vekanikoù e-barzh. Hervez ar rener, avat, an Aotrou Andre e vefe se dispignoù re ger d'ober. D'an nebeutañ, ne lâr ket dezhe 'benn pegoulz ec'h addigoro ar veingleuz, setu ma ne zigor ket en dro 'zo darn hag a zo techet da lavaret eo ive dre faot ar patron.
Inconnu
Soñjal a ra din ive, kwa, marteze eo re abred marteze din da laret se hiriv. Med n'on ket sur... n'on ket sur... e vije trawalc'h, penaos 'vez lâret ? bolontez vat evit lakaat ar veingleuz da dreiñ mat. An ouvrierien 'deus graet o labour, ar produksion, productivité, 'vel 'vez lâret, 'neus progresset dija 'ba an tri, pevar 'bloaz diwezhañ. Ar marchandise, ar marc'hadourezh n'a ket maez. An dra-se 'zepanta deus outañ. Ni a ra ar maen, med n'omp ket o werzhañ.