Deskiñ kanañ ar c'han ha diskan [Apprendre à chanter en kan-ha-diskan]

23 février 1986
07m 53s
Réf. 00897

Notice

Résumé :

Ar vreudeur Morvan (François, Henri hag Yvon) a gont penaos o deus desket gant o mamm kanañ er gêr, er Botkol e Sant Nigouden, ar c'hanaouennoù bet desket ganti gant he zad. [Les frères Morvan, (François, Henri et Yvon), racontent comment ils ont appris à chanter à la maison, au Botcol à Saint Nicodème, au contact de leur mère qui l'avait elle-même appris au contact de son père.]

Type de média :
Date de diffusion :
23 février 1986
Personnalité(s) :
Langue :
Breton

Éclairage

Animatour e Radio Breizh-Izel etre 1982 ha 1994, Daniel Jekel a zo mouezh an abadenn "Beilhadeg e Breizh-Izel, un abadenn savet gantañ, e-lec'h ma glasko bezañ an tostañ posubl eus tud ar vro en ur vont e darempred gante ha dastum pinvidigezh hor sevenadur ha memor ar vro.

Ar vreudeur Morvan a zo bet a-viskoazh o chom e Sant Nigouden, kanton Kallag, hag e oant o chom er Botkol e-lec'h ma oant o terc'henn menaj war-lerc'h o zud. François, Henri hag Yvon o deus desket kanañ e kan-ha-diskan er gêr gant o zud e-pad o yaouankiz, dreist-holl gant o mamm Augustine Ar C'href, hag abaoe ar bloavezhioù 1960 int bet pedet alies o zri evit kanañ er festoù-noz e pep korn bro e Breizh. Lidet o deus o 50 vloaz kan-ha-diskan e 2008. Henri hag Yvon o deus dalc'het da ganañ o daou war-lerc'h marv François, o vreur koshañ, e 2012.

Ifig Troadec - Dastum

Version française

Créateur et animateur de la fameuse émission "Beilhadeg e Breiz-Izel" (Veillée en Basse-Bretagne) de 1982 à 1994 aux débuts de la station Radio Bretagne Ouest, Daniel Jéquel a su conjuguer radio de proximité et richesse du contenu en faisant vivre et entendre la mémoire de tout un pays.

Les frères Morvan ont toujours vécu à Saint Nicodème, un commune du canton de Callac, et habitent à la ferme du Botcol où ils étaient cultivateurs à la suite de leurs parents. François, Henri et Yvon ont appris à chanter en kan-ha-diskan à la maison dans leur jeunesse auprès de leurs parents, principalement avec leur mère Augustine Le Creff, et c'est ainsi qu'ils ont souvent été invités tous les trois depuis les années 1960 à animer des fest-noz aux quatre coins de le Bretagne. Ils ont fêté leurs 50 ans de kan-ha-diskan en 2008. Henri et Yvon ont continué de chanter à deux après le décès de Francois, l'aîné de la fratrie, en 2012.

Ifig Troadec - Dastum

Ifig Troadec

Transcription

Henri Morvan
Ya, ya, mamm a gane vat, sur. Bet deus kanet keit eo bet kap d'ober, ha kanet bep seurt. Klevet am eus anezhi kano, o da zañsal em eus klevet anezhi kano. Ma zad alies a gane da zañsal.
Daniel Jequel
Ah ya ?
Henri Morvan
Ya, ya, ya. Enfin evel ma oa alies gwechall goût a ret e-barzh ar vro.
Daniel Jequel
Ha goût a rit penaos ho mamm he deus bet desket he c'hanaouennoù ?
Henri Morvan
O ya vat goût a-walc'h ! Mamm deus bet desket gant he zad, gant ma zad kozh. Ma zad kozh a gane ivez, ur gwall ganer memes ! Met se a zo pell zo abaoe [ ]. Peogwir ma zad kozh a oa ganet e-pad ar bloavezh triwec'h kant daou ha hanter kant.
Daniel Jequel
Ma Doue neuze abaoe, se a oa pell zo !
Henri Morvan
Ya met d'ar mare-se e oa kanerien, sur, ya.
Daniel Jequel
Soñj ho peus deus e añv memes marteze ?
Henri Morvan
O ya laouen hat ! Guillaume Le Creff a vije graet dioutañ, Gwilhom Ar C'href. Ne meump ket anvezet anezhañ, nann, nann.
Daniel Jequel
Marteze ec'h on un tammig re kurius met, goût a ret penaos en doa ho tad kozh en deus bet desket e ganaouennoù ?
Henri Morvan
O ya ya ! Desket... bep seurt mod en deus bet desket anezhe, desket en deus bet deus klevet. Met ar pezh en em gave gantañ, gwall chañs, ur chañs brav en devoa bet, kar e-barzh ar mare-se n'ae ket tout an dud da skol ha ma zad kozh ne oa ket bet tamm ebet e-barzh ar skol, tamm ebet. Abaoe an oad a nav bloaz e oa bet kaset da vesa al loened. Met kouezhet e oa e-barzh un ti mat. Ya. E-barzh un ti mat e oa bet kouezhet, d'an oad da dek-unnek vloaz, unnek-daouzek vloaz hag ar wreg a zeske dezhañ da lenn. Homañ he devoa kaset he vugale d'ar skol hag e vije gopraet ur mevel bihan da vesa ar saout. Setu pa vije serret ar saout ha graet al labour, ma zad kozh e vije lâret dezhañ neuze pa vije debret koan : bon Guillaume, pelec'h emañ ho lever ? Deuet amañ ha vo desket deoc'h ur gentel. Ha desket e oa bet dezhañ hat, skrivo ha lenn e bep seurt mod en galleg hag en brezhoneg. Me a lâr deoc'h du-hont en doa bet chañs. Kouezhet e oa e-barzh un ti mat ! Ha gant se war-lerc'h goude se neuze eo bet brav dezhañ tremen e damm buhez evel ma vez lâret ivez. Ha ya, setu. Desket en devoa skrivo ha lenn evel m'eus lâret ivez ha kano a rae ivez, bep seurt mod peogwir e lenne ha prenañ a rae kanaouennoù ha prenet e vije dezhañ gant bep seurt tud peogwir ne oarent ket lenn a bep seurt, Marc'hadourien saout ha bep seurt ac'h ae da marc'hajoù pell memes war droad ha d'ar mare-se e vije kalz a ganerien, tud hag a save sonioù hag a vije o werzhañ anezhe war an tachennoù, partout e-barzh ar vro. Setu hag e lârent peogwir ec'h anvezent Guillaume Ar C'href : "Me a zo o vont da breno ur son da gas da Guillaume hag a zisko anezhi din war-lerc'h, penegwir me ne oaran ket lenn.» Setu penaos en devoa desket kalz a dud c'hoazh da gano.
Daniel Jequel
Setu ho tad kozh a zeske...
Henri Morvan
Kalz a dud c'hoazh da gano.
Daniel Jequel
Eñ a zeske ar sonioù da zigentañ hag a zeske anezhe d'ar re all goude ?
Henri Morvan
Ya sur, ya ya. Setu ma mamm n'eus ket bet gwelet kalz a sonioù war baper.
Yvon Morvan
Bet he deus gwelet un bennak met neubeut.
Henri Morvan
Pas kalz, nann ! Ma mamm devoa bet desket goude neuzenn deus klevet he zad o kano. Ma zad kozh en devoa bet roet ar c'hanaouennoù-se, ar sonioù-se d'an dud. Arri a rae tud yaouank hag a oare tammoù lenn : "Ma, Guillaume, ec'h an da gas anezhe ganin. Me a digaso anezhi en-dro goude.» Met ne vije ket gwelet goude, ar paper-se. Nann.
Daniel Jequel
Setu ne chom netra deus...
Henri Morvan
O, netra, nann, nann. Met mamm deus delc'het soñj deus kalz a dammoù. Setu ha mimp en deus desket se goude se neuzenn gant hon mamm.
Daniel Jequel
Setu ar pezh he deus gouvezet ho mamm he deus desket tout gant he zad. N'eus ket bet desket deus a ganerien all pe a ganerezed all ?
Henri Morvan
O nann, neubeut, neubeut.
Yvon Morvan
O tout gant he zad.
Daniel Jequel
Marteze e kemerez ur ganaouenn bennak deus ho mamm, pe ur son e-giz ma vez lâret amañ hag a ouie ho mamm n'ho peus ket bet desket marteze ?
Henri Morvan
O, neubeut. Mimp n'eus desket apeupre tout ar pezh a oare mamm.
Daniel Jequel
Ha ya ?
Henri Morvan
Ya. Un tamm poz bennaket am eus bet klevet anezhe lâret pe ur son all bennaket, met neubeut tra, neubeut.
Daniel Jequel
Hag c'hwi neuze ho peus bet desket justamant sonioù gant kanerien all ?
Henri Morvan
Ah, n'em eus ket, n'em eus ket. Klevet a reomp vat alies awalc'h, met ar pezh a ganomp a zo bet desket gant hon mamm.
Yvon Morvan
Deuet e-maez d'an ti.
Henri Morvan
Desket e-barzh ar Botkol evel ma vez lâret, peogwir omp bet dalc'hmat amañ. Hon mamm a zo bet dalc'hmat e-barzh ar Botkol ivez, Botkol Sant Nigouden.
Daniel Jequel
Ha ya, deus ar farroz emañ ho familh ?
Henri Morvan
Ha ya, nimp a zo ginidig deus ar Botkol Sant Nigouden
Daniel Jequel
Lod deus ar sonioù a zo bet e giz-se desket gant ho mamm, hag a zo bet desket deoc'h goude se, a zo sonioù a-wechoù hir awalc'h. Kanañ a rez anezhe tout penn da benn memestra ?
Henri Morvan
Ah ne ran ket, pas tout. Bezañ zo komzioù war ar fin ha n'int ket bet kanet.
Daniel Jequel
P'eus ket bet desket anezhe morse penn da benn martreze ?
Henri Morvan
Geus apeupre awalc'h met re hir vez, re hir vez an dañs ma vez ret kano ar ganaouenn war he hed.
Yvon Morvan
Bezañ zo sonioù ha ne vez kanet ar pozioù diwezhañ dionte.
Daniel Jequel
Hag perak ne vez kanet ar poz diwezhañ dionte ?
Yvon Morvan
Re hir vez an dañs ha ne vez ket adkroget pelloc'h.
Daniel Jequel
Kanañ a rez Metig.
Henri Morvan
Ya e-barzh stumm ar vro, Botkol, evel am eus disket.
Daniel Jequel
Betek pelec'h e-barzh ar werz a yez apeupre ? Penaos e achuez ho kanaouenn pa ganet Metig ?
Henri Morvan
O me n'on ket just, ne delc'han ket soñj dalc'hmat peseurt mod. Hiroc'h an eil gwech evit an all. Met me a gan apeupre betek e-lec'h ma oa bet disket dimp gant hon mamm. Kar mamm ne oare ket ar werz, ar ganaouenn-se war he hed tout. Ne oare ket anezhi tout. Mimp meump disket Metig betek e-lec'h ma oare mamm.
Yvon Morvan
Klevet meump kanerien all o kano anezhi ha ne ganont ket anezhi tout a fait memes mod.
Daniel Jequel
Bezañ zo ur poz bennak hag a cheñch ?
Henri Morvan
Ya, ya
Daniel Jequel
Met Metig ho peus bet kanet anezhi atav e kan ha diskan peotramant ho peus bet... ?
Henri Morvan
Ha ya dalc'hmat e kan ha diskan. Ya evit dañsal.
Daniel Jequel
N'ho peus ket bet klevet ho mamm o kanañ anezhi e mod all ?
Henri Morvan
Nann
Daniel Jequel
Ha bremañ e-barzh ar gêr pa peus achu ho labour, degouezhañ a ra deoc'h da ganañ war lec'h ho koan e giz-se ?
Henri Morvan
Ket. Trawalc'h e kanan a-hend-all kuit da ganañ e-barzh ar gêr. O ur wech bennak e teu da soñj o tont d'ober un tamm bennak met neubeut.
Daniel Jequel
Pa oac'h yaouankoc'h martreze ho peus bet labouret (ar c'han) en ur vont d'ar park pe en ur vont d'ar gêr ?
Henri Morvan
Ah ya, se a zo bet graet. Ya ha klevet re all o kanañ ivez.
Daniel Jequel
Met justamant pa ganec'h e giz-se e-barzh ar park peseurt kanaouennoù e vez ganeoc'h ? Vez kan ha diskan memestra ?
Yvon Morvan
Ah bep seurt. Ya, kan ha diskan ha kano war kan ha diskan, ya.
Daniel Jequel
Mes pas ken buan martreze ?
Henri Morvan
Pas ken buan.
Daniel Jequel
Ar memes ton, met pas ken buan.
Henri Morvan
Pas ken buan, ya.