Sorc'hennoù : ma eontr Job, ar montr [Histoires : mon oncle Job, la montre]

01 janvier 1984
09m 38s
Réf. 00898

Notice

Résumé :

Ganet en Nignol ha bet menajer eno, Loeiz Bevan a gont div istor e gwenedeg. [Né à Lignol, Louis Bevan, ancien agriculteur, raconte deux histoires en breton vannetais.]

Type de média :
Date de diffusion :
01 janvier 1984
Personnalité(s) :
Lieux :
Langue :
Breton

Éclairage

Animatour e Radio Breizh-Izel etre 1982 ha 1994, Daniel Jekel a zo mouezh an abadenn "Beilhadeg e Breizh-Izel", un abadenn savet gantañ, e-lec'h ma glasko bezañ an tostañ posubl eus tud ar vro en ur vont e darempred gante ha dastum pinvidigezh hor sevenadur ha memor ar vro.

Daniel Jekel a ra un atersadenn gant Loeiz Bevan e 1984. Ganet en Nignol e 1919 hag aet d'an anaon e 1988, Loeiz Bevan a zo bet o chom e-pad pell e Sant Iwan Bubri. Tomm-tre ouzh brezhoneg Bro Gwened, Loeiz Bevan a zo bet unan eus re o deus krouet ar gelaouenn gwenedeg "An Doéré" e 1981 hag ur skrivagner en deus savet sketchoù ha pezhioù-c'hoari bihan e gwenedeg. Amañ a gont div istoar bet savet gantañ.

Ifig Troadec - Dastum

Version française

Créateur et animateur de la fameuse émission "Beilhadeg e Breiz-Izel" (Veillée en Basse-Bretagne) de 1982 à 1994 aux débuts de la station Radio Bretagne Ouest, Daniel Jéquel a su conjuguer radio de proximité et richesse du contenu en faisant vivre et entendre la mémoire de tout un pays.

Daniel Jéquel rencontre Loeiz Bévan en 1984. Né en 1919 à Lignol et décédé en 1988, Loeiz Bévan a longtemps vécu à Saint Yves Bubry. Très attaché au breton vannetais, il fut un des fondateurs de la revue vannetaise An Doéré en 1981 et fut un écrivain à qui l'on doit des sketches et des petites pièces de théâtre en breton vannetais. Il raconte ici deux de ces histoires.

Ifig Troadec - Dastum

Ifig Troadec

Transcription

Loeiz Bévan
Ya alies awalc'h e vez goulennet ganin monet da lâret sorc'hennoù evel-se da filajoù pe, n'eus ket gwerso-vras e oan bet goulennet gant re ar Gemene mont da lâret sorc'hennoù d'ar re gozh, Ha pa oan bet eno me a gred o doa bet kalz a blijadur é selaou sorc'hennoù e brezhoneg sur-awalc'h, ar re gozh a ospital ar Gemene. Filajoù, meur a wezh, lod a gan, lod arall a son a-ziàr un dra pa un dra arall hag e vez goulennet ganin meur a wezh lâret ur sorc'henn pe div.
Daniel Jequel
Ha penaos na ret neuze, c'hwi a lenn traoù hag a gontez anezhe goude se peotramant c'hwi a oar sevel anezhe ho unan ?
Loeiz Bévan
Meur a wezh, meur a dra em eus bet klevet gant ma zud kozh. Meur a dra arall em eus bet lennet un tu pe un tu arall, n'em eus ket ken soñj emenn. Lod arall neuzen me a sava a-ziàr un tamm poz kan bennak am eus klevet doc'h un tu pe doc'h un tu arall. Ha meur a wezh ivez a-ziàr kontadennoù kozh me o sava en ur feson pe ur feson arall. Hag ar feson-se ivez ni a ra pezhioù-c'hoari berr. E Sant Iwan bep blez e vez graet unan, em eus bet savet betek bremañ, a vez c'hoariet er skolaj d'an Nedeleg. An istoar-mañ a zo arri, an dra-mañ a zo gwir, a zo arri gant ur eontr din, Job a veze graet anezhañ. Setu arri e oe Pask, an amzer vat, hag evel pep kristen mat e oa aet da gofesaat. Ha pand eo aet e-barzh ar gadoer a binijenn ar beleg a c'houlenne gantañ : "Lâret ho pec'hedoù Job !» Job a lâre dezhañ : «Of ! n'em eus ket lazhet den, n'on ket laer, met marse, meur a wezh me a eva ur bannig bennak, re hervez a lâra ma maouez.» «Ah ya, ah ya, ah ya, a lâr ar beleg, met arsa evelkent Job, perak e evet kement-se a sistr ?» «Met ya, a lâr Job, ma maouez a gomz eveldoc'h, just awalc'h.» An deiz arall e oa c'hoazh é kas trouz pa oan arri e-barzh ar gêr ha ne oan ket met un tammig strak, netra ! Hag a lâr din : Arsa Job, ne chomin ket me ganeoc'h ma zalc'het da evañ sistr evel-se. Me da douiet ha em eus lâret dezhi : "Hama, Mari-Matelin, a-benn warc'hoazh n'evin ket lomm sistr ebet. M'en touia !» «Gwelet e vo !" a lâr Mari-Matelin. Hama, kredet pe ne rehet, aotrou person, a-benn an deiz warlerc'h pa oa arru an noz e oan mezv-dall ! «Pas ur seurt, a lâr ar person, pas ur seurt ! Met ne gomprenan ket netra !» «Met geo, aotrou person, pezh a oe, n'em boe ket evet lomm sistr, n'em boa ket evet nameit gwin !» «Ah dame, ma poa evet gwin, me a gomprena ! Met, ah, ne gredan ket bout parraet doc'hoc'h james a lakaat ur werenn e-tal ho peg !» «Diaes e vo, aotrou person !» «Met, a lâr ar person, n'evet ket trawalc'h ur seurt aveit koll ho penn !» «Oh dame, aotroù person, ma fenn n'em eus ket kollet biskoazh, met ma zok, alies ha gast !» An dra-mañ a zo arri gant ur c'henderv prop din, Lech a veze graet anezhañ. Setu e verc'hed a oa aet tout da gostez Paris ha oa termen ar vakañsoù oc'h arriv. Ha tuchant e vint, ec'h arrivint er gêr ec'h arrive bec'h àr e chaosoù c'hoazh. A-gaoz da betra e kredet c'hwi ? Ah, a-gaoz d'e vontr ! Bep blez pa arrivont e vakañs e tamallont dezhañ e damm montr kozh, ur montr ha neoazh emañ staget doc'htoñ pan eo gwir e oa bet paeet gantañ gant e vaouez, Margeit, Doue d'he fardono ! Ah eñ a zo staget doc'h ar montr-se, hi a gerzha mat. Met e verc'hed a lâra dezhañ : "Met n'ho peus ket mezh ma zad, n'eus ket ken nemedoc'h-c'hwi er c'hanton hag en deus ur montr mod kozh ! E faot preniñ ur montr mod nevez a vez lakaet doc'h ho karzorn, ur montr "bracelet" a vez graet a an dra-se. Ket da di an orlojour ha ma n'ho peus ket trawalc'h a argant ni a ray deoc'h !» «Tot, tot, tot, eñ a lâra, ma c'henderv Lech, argant em eus me. Roet e vez tammoù din. Ha neuzen me a ya da welet.» Ha sav e soñj gantañ monet neuzen da welet an orlojour. Met a lâre eñ d'e sant : "Pa gasehen un dousenn uioù dezhañ, marse e koustehe marc'hatoc'h an tamm montr "bracelet"-se din, an tamm oustouilh tra-se. Ha teir yar am eus, bremañ e tozvont n'ouian ket petra gober gant an uioù. N'eus ket gwerzh dezhe. Hama, me a ya da gas un dousenn ganin da welet an orlojour. Ha setu eñ arri da gavout an orlojour : "Boñjour deoc'h aotrou orlojour !» «Boñjour Lech ! Penaos an traoù ?» «Oh dame, mont a ra bepred ! Ma selloù a zo mat met ma divhar, an hani a zo ar gwashañ, tammoù rusmatik, ben ya ! Met [ ] aotrou orlojour, n'ho peus ket afer a un dousenn uioù ?» «Oh dame, a lâr an orlojour, uioù n'eus ket me a soursia a gement-se, ar vestrez a vez doc'h o freniñ a-barzh ar marc'had.» «Honnezh a vez ec'h ober ar marc'had. Met ya. Kar un tammig kondision am boa doc'hoc'h.» «Ah ya Lech, petra oe eta ? Marse ne gerzha ket ho montr ?» «Oh gast geo, ma montr-me honnezh a gerzha awalc'h !» «Ah ya ? Petra oa neuze eta ?» «Bah ! E faota din gwelet ur montr bihan, bihan.» «Ah ya, met marse neuzen me a gemeray ho tousenn uioù ganeoc'h, ur seurt, met pegement a faot deoc'h eviti, an dousenn ?» «Oh boh, lakomp mil lur !» «Oh mil toui, pas, a lâr an orlojour, mil lur an dousenn uioù ! Ar vaouez a lâra penaos bremañ e vez kavet e c'hwec'h kant e-barzh ar marc'had.» «Oh dame hat, a lâr Lech. Hama, na chipotomp ket, lakomp-t eñ eizh kant lur.» «Mat, me a gemeray ho tousenn uioù ganeoc'h, a lâr an orlojour, met petra a faot deoc'h neuzen eta ?» «Hama, ma merc'hed a zo é torriñ ma fenn din. Tuchant e arrivint er gêr c'hoazh, hè a zo tout e kostez Paris, evel ma ouiet, ha pa arrivint tre-mañ, n'int ket nameit toulloù ardoù anezhe. Ne ma c'havint ket brav gant ma montr kozh.» «Ah dame, nann, a lâr an orlojour ? Sur a-walc'h, bremañ a zo re kalz bravoc'h.» «Ya, met diskouezet din. Hè o deus lâret din preniñ unan "bracelet".» «Ah ur montr bracelet, a lâr an orlojour, ya, ya met bez em eus. Setu a-barzh amañ daou pe tri, setu unan a-barzh amañ hag a zo unan "quartz". Hennezh a c'hella kerzhet ur blez hep bout savet.» «Ich ta, a lâr Lech. Ya, ya, ma orloj-me a ya eizh deiz ivez.» «Ya, ya met hennañ a ya ur blez hep bout savet ha eñ a choma bepred àr ar memes eur.» «Gast, hennezh a zo ur gast a dra.» «Ya, ya, met gwir eo, a lâr an orlojour.» «Hama, un tamm tra a seurt-se a yahe doc'hin a-walc'h, met pegement a goust an oustouilh tra-se [hat eta] ?» «Ma hennañ, a lâr an orlojour, hennañ a zo pevarzek mil.» «Petra ! a lâr Lech, pevarzek mil ?» «Ya.» «Eizh kant lur an dousenn uioù ?» «Ha ya Lech, met setu evit gober ur montr a seurt-mañ, emañ ret kaout tud a zo bet pell e-barzh skol, tud dornet-mat. Marse emaint bet e-barzh ar skol e-pad pemp blez àr 'n-ugent pe marse pelloc'h. Ha n'eus ket kalz a dud a seurt-se hag a c'hella gober montroù ken bihan-mañ ha ken fiabl-mañ, c'hwi a wela, hè a chom hep bout savet durant ur blez ! Ha me a gred a-walc'h, ar re-se a zo tu abil. «Met ne glevet ket, aotrou orlojour, pevarzek mil un tammig montr a seurt-se ha eizh kant lur an dousenn uioù ! Ben lâret d'ho tud desket, ho tud dornet-mat gober un dousenn uioù ha ni a welay !»