Daniel Jequel
Ranket zo bet o fardañ ul levr evit lâret ped kroaz e oa e-barzh Plougastell ?
Lucien Cras
Euh, n'eo ket, ne gav ket din, met ne ouezon ket hag-eñ n'eo ket niverennet ar c'hroazioù a zo e Plougastell peogwir ez eus kalz.
Dija evit lakaat niverennañ ar chapelioù, tout an dud ne ouezont ket ped ez eus e Plougastell dija.
Setu ar c'hroazioù ez eus ar re vrav, ar re disterañ.
Met al levr a zo graet ganeomp, a ziskouezh d'an dud tout petra en deus c'hoant goût diwar-benn ar chapelioù hag ar c'hroazioù-se.
Daniel Jequel
A-raok o c'houl ganeoc'h aotroù Kras petra a zo dreist e-barzh al levr-se em eus c'hoant da c'houl ganeoc'h emañ ar gaoz da abalamour da betra ma zo bet savet kroazioù e giz-se e-barzh Plougastell ?
Lucien Cras
Me a soñj ar c'hroazioù e Plougastell, n'ez eus ket nemet e Plougastell e vefe kroazioù war bord an hentchoù, e lec'h all ez eus ivez marteze zogen muioc'h evit e Plougastell, e kostez bro Leon, e ouezet, war-dro Lesneven, e-barzh Plouzeniel, tout aze zo ur bern kroazioù.
Evit petra eo bet graet ar c'hroazioù ?
Menn dare ma oar un bennak, un dra a zo sur ma 'z eus bet lakaet kroazioù ez eo abalamour ma oa kristen an dud dija evit komañs.
Hag ar c'hroazioù-se a zo bet graet er c'hroazioù-hent marteze evit hentcha, goul an aotroù Doue hentcha an dud a veze o vale gwechall en noz evit goût, evit kemer an hent mat evit en em gavout e-lec'h ma oant o soñjal en em gavout.
E Plougastell n'ez eus netra all da lavaret diwar-benn ar c'hroazioù nemet unan diouto, Kroaz ar vosenn, hag a zo war bord un hent.
N'eo ket bet morse e-barzh ur c'hroaz-hent.
Ar groaz-se a zo evit merkañ e-lec'h ma oa ehanet ar vosenn, pa 'z eus bet kleñved bras ar vosenn e Plougastell.
Daniel Jequel
Hag ar vosenn a zo bet aretet da uhelder ar groaz-se neuze ?
Lucien Cras
Ya e giz ma vez klevet gant ar vojenn a zo war-dro ar vosenn, ar vosenn a zo bet ehanet e-kichen ur vilin-avel e oa e-lec'h ma 'z eo bet savet ar groaz da c'houde.
Mab ar miliner edo e-barzh ar vilin-se a oa bet e Brest gant e vaouez nevez-dimezet ha deus an dro di Brest e ranker paseal gant ar vag d'ar mareoù-se. Neuze ne oa pont ebet.
En deus kavet an tu all, e-kostez Leon, ur vaouez kozh hag hemañ a c'houla outi abalamour petra vedo trist, vedo o c'hortoz.
«Ben o soñjal mont da Blogastell emaon, emezi, met n'em eus gwenneg ebet ken setu n'on ket gouest da dreuziñ.»
Hag hemañ, ar paotr-mañ, e giz ma chome ur gwenneg bennak abaoe ma oa aet da Vrest gant e itron en deus lâret d'an hini gozh, d'an itron kozh :
«Forzh penaos, ben, me a zo gouest, ur gwenneg bennak a chom ganin c'hoazh evit paeañ ar vag deoc'h evit mont en tu all.»
Setu deus gallet an itron, ar vaouez kozh o treuziñ e mod-se hag en em gavet en tu all, hi a c'houlas gantañ :
«Goût a reoc'h piv 'z on ?»
«Ah ne ouezon ket, eme egile, ur vaouez kozh ez oc'h sur met...»
«Me a zo ar vosenn, emezi.»
Setu krog an aon e-barzh ar paotr hag ar vosenn a lâr dezhañ :
«E-giz ma peus roet arc'hant din evit treuziñ, beñ, mirout e vo tout da familh da gaout ar c'hleñved-se.»
An dra-se a zo kaoz e-giz ma lâr ar vojenn, ha lâr d'un dra all ez eo anvet ar vosenn e Plougastell e pleg ar milin a zo eno e-barzh kroaz ar vosenn bremañ.
Daniel Jequel
Hag ar groaz-se a zo savet e giz ar c'hroazioù all peotramant a zo un dra bennak, n'eus ket ar memes [goubari] evit ar c'hroazioù all ?
Lucien Cras
N'ez eus ket kalz a dra hag a cheñch di ar c'hroazioù all peogwir warni penn dri benn ez eus bosoù, bosoù ar vosenn e giz ma z [oaret] met kalz a c'hroazioù ez eus, me soñj, e Breizh e-lec'h m'ez eus bosoù warno.
N'omp ket sur se diwar goust ar vozenn e vez graet bosoù war ar c'hroazioù.
E giz all ar groaz a zo bras a-walc'h, a zo brav a-walc'h : un eskop ez eus en traoñ hag ar Werc'hez a zo o terc'hel an aotroù Doue o tiskenn diwar ar groaz war he varlenn.
Daniel Jequel
Evit lâret deoc'h ar wirionez, un tammig trankiloc'h emaon bremañ peogwir me am boe klevet lâret na e-barzh Plougastell e voe lakaet kroazioù e penn an hent evit viret deus an estrañjourien da zont e-barzh.
Lucien Cras
Ah ne gav ket din. Plougastelliz e vez lâret ur bern traoù diwar benn... diwar o goust, met ne gav ket din e vijemp kement sovaj hag evelato memestra.
Met gwechall marteze eo bet diaes a-walc'h d'en em gaout e Plougastell : e renkoc'h dont dre ar mor, peotramant dre Landerne e renkoc'h treuziñ ur c'hoad diaes a-walc'h ha ledan a-walc'h, ha koad Bokenal,
Hag an dud, me a soñj, a gave aesoc'h mont di a Vrest betek Kemper en ur kemer an hent dre Daoulas e-lec'h dont da c'haloupat e Plougastell.
Hag an hentchoù e Plougastell a zo diaes a-walc'h da c'hoût hag ouzhpenn ez eus hentchoù partout hag an dud marteze o doa [aon] en em goll war-dro.
Met n'eus ket merket kroazioù e mod-se evit kas an dud kuit di Plougastell.