Lannuoniz o c'houlenn labour [Les Lannionnais réclament du travail]

27 mai 1984
01m 18s
Réf. 00512

Notice

Résumé :

Pennad-kaoz gant sindikadoù e Lannuon da vare manifestadegoù a-enep d'an dilabour e Bro-Dreger. [Interview de deux syndicalistes, Pierre Grall de la CFDT et Jean-Yves Goffic de la CGT, suite à des manifestations à Lannion pour défendre l'emploi en pays trégorrois et en Bretagne plus généralement suite à une vague de licenciements.]

Date de diffusion :
27 mai 1984
Source :
FR3 (Collection: An taol lagad )
Langue :
Breton

Éclairage

Lannuoniz o c'houlenn labour

Goude an eil brezel eo ez eus bet savet uzinoù bras e Breizh, dre ma c'helle ar batroned paeañ nebeutoc'h ar re a laboure e-barzh. Setu perak ive e vo freuz ha reuz e kêrioù zo goude Mae 1968. E Lannuon, er bloavezhioù 60 ha 70, ez eus bet savet uzinoù war meur a dachenn med kalz anezho war dachenn an elektronik, an tele hag an telefon. Adalek penn-kentañ ar bloavezhioù 80 ez ar stal da stalig ha lod eus pennoù bras uzinoù zo a gas al labour da lec'h all – e rannvroioù all pe memes e broioù all. Serret eo lod eus an uzinoù hag aon o deus an dud.

D'ar 27 a viz Mae 1984 e c'houlenn an oll sindikajoù digant tud Lannuon ha tud ar vro mont da vanifestiñ a-benn difenn al labour e Lannuon hag e Bro-Dreger. Er film-mañ e klever ur paotr eus ar CGT hag unan all eus ar CFDT o tisplegañ perak e rank an dud manifestiñ.

Un nebeud levrioù

Martine Cocaud, "La Bretagne industrielle", INA.

Version française

Manifestation à Lannion

Après la Seconde Guerre mondiale, de nombreuses usines sont implantées en Bretagne, notamment parce que la main-d'œuvre y est bon marché. C'est pour cette raison que des conflits sociaux importants se déroulent après Mai 68. A Lannion, dans les années 60 et 70, des entreprises sont créées, dans le domaine de l'électronique et des télécommunications notamment. Mais au début des années 80, la situation se dégrade et certains responsables d'usines entreprennent de délocaliser le travail, dans d'autres régions ou bien dans d'autres pays. Certaines entreprises sont fermées et la situation inquiète les gens de Lannion.

Le 27 mai 1984, tous les syndicats appellent la population de Lannion et du Trégor à manifester afin de défendre l'emploi dans la région. Dans cet extrait, un syndicaliste de la CGT et un autre de la CFDT expliquent le pourquoi de cette manifestation unitaire.

Bibliographie

Martine Cocaud, "La Bretagne industrielle", INA.

Ronan Calvez

Transcription

Inconnu
Pa welomp penaos ba Lannuon amañ a vez lisañsiet ha 'barzh al Lorraine a vez kaset gwestoù deus..., memes gwestoù evel zo amañ 'vez kaset d'al Lorraine. Aze vez kreet... labourioù... labourioù. Se 'zo kaoz n'omp ket kat da akseptiñ se, kwa, evel 'maint ' esae ober.
Fañch Broudig
Setu zo un tamm brezel bihan etre ar Vretoned ha tud al Lorraine war se ?
Inconnu
N'eus ket, n'eus ket, se 'zo kamaradoù tout deomp, se 'zo memestra 'vel labourerien amañ en Tregor, met pezh 'zo kont eo ar patroned zo o esae kas an uzinoù du-hont, dezhe evit kaout labour gwelloc'h marc'had, kwa.
(Silence)
Inconnu
Manifestiñ zo brav, se 'zo un dra vat sur, met goude eo ret deomp derc'hel barzh an añtreprizoù, derc'hel ar presion-se 'vel m' hon eus graet hirie. Hiriv 'oa an devez kentañ da vanifestiñ 'barzh e Lannuon, goude 'vo gwelet penaos ar sindikajoù ha tout an dud a zo o chom 'barzh e Lannuon, a zifenno al labour e Lannuon betek a vo kavet ur solusion bennag.