D'an nav vloaz d'an aod ha da pevarzek vloaz d'an uzin [Dès neuf ans à la grève et en usine à quatorze ans]

08 janvier 1984
05m 43s
Réf. 00850

Notice

Résumé :

Anna Colin eus Poulgoazeg he deus bet ur vuhez a labour : da nav vloaz eo bet renket dezhi mont d'an aod da zastum bezin ha ne oa nemet pevarzek vloaz pa oa aet da labourat d'an uzin pesked evit lakaat pesked e boestoù. [Anna Colin de Poulgoazec a eu une vie de labeur : dès neuf ans il lui a fallu aller à la grève pour ramasser le goëmon et elle n'avait que quatorze ans quand elle est allée travailler à la conserverie pour mettre du poisson en conserve.]

Type de média :
Date de diffusion :
08 janvier 1984
Personnalité(s) :
Langue :
Breton

Éclairage

Animatour e Radio Breizh-Izel etre 1982 ha 1994, Daniel Jekel a zo mouezh an abadenn "Beilhadeg e Breizh-Izel, un abadenn savet gantañ, e-lec'h ma glasko bezañ an tostañ posubl eus tud ar vro en ur vont e darempred gante ha dastum pinvidigezh hor sevenadur ha memor ar vro.

Anna Colin he deus bevet a-hed he buhez er C'hap Sizun e-tal Gwaien, ur vuhez stag ouzh ar mor hag ouzh toud al labourioù en-dro d'ar beskerezh. Kont a ra da Daniel Jekel buhez ar merc'hed er vro-se e penn kentañ an ugentvet kantved : labour ar vugale war an aod, ar goproù ha stad al labour evit ar merc'hed en uzinioù, an eurioù labour, ar pedennoù en uzin, buhez gwragez ar besketerien, o tresañ ar roedoù ha lakaat anezhe da sec'hañ... Un testeni war bed tud an arvor ha war stad al labour d'ar c'houlz-se.

Ifig Troadec - Dastum

Version française

Créateur et animateur de la fameuse émission "Beilhadeg e Breiz-Izel" (Veillée en Basse-Bretagne) de 1982 à 1994 aux débuts de la station Radio Bretagne Ouest, Daniel Jéquel a su conjuguer radio de proximité et richesse du contenu en faisant vivre et entendre la mémoire de tout un pays.

Anna Colin a toujours vécu dans le Cap Sizun près d'Audierne. Sa vie a été marquée par la mer et les activités liées à la pêche. Elle raconte dans cet entretien avec Daniel Jéquel la vie des femmes de cette région au début du XXe siècle : le travail des enfants à la grève, les salaires et les conditions de travail des femmes dans les conserveries, les horaires de travail, les prières communes à l'usine, la vie des femmes de pêcheurs, le ravaudage des filets... Un témoignage fort sur le milieu maritime et les conditions de travail de l'époque.

Ifig Troadec - Dastum

Ifig Troadec

Transcription

Anna Colin
Da ma barzek vloaz e oan aet da labourat d'an uzin, hag em boa renket kaout ul lizher deus ar maeri evit mont da labourat d'an uzin peogwir n'em boa ket triwec'h vloaz pa oan aet, a-raok driwec'h vloaz ne vezen ket bet en oad evit labourat. Ah ben, setu ni a re yaouank a ouie renkañ boestoù, renkañ boestoù a vez lakaet legumaj enne ha traoù neuze d'ar merc'hied bras da lakaat pesked er boestoù. Evel-se pa vez digoret ar voest, al legumaj a vez just e war c'horre ar voest. Setu ar voest a vez brav. Ha vez lakaet neuze gwinegr ha gwin gwenn ganto hag a-wechoù all e vez graet gant eoul ha pesked sklaer... ma vez ar pesked fresk e vez lakaet eoul ha ma vez ar pesked un tammig... machin... [bousoc'h] e vez lakaet gwinegr ha gwin gwenn er boestoù.
Daniel Jequel
Met penaos ho peus renket kaout ur baper deus ar maeri peogwir n'ho poa ket triwec'h vloaz ?
Anna Colin
Met n'em boa ket triwec'h vloaz peogwir a-raok... ne vez ket kemeret bugale a-raok triwec'h vloaz [bezañ zo lod ?]
Daniel Jequel
N'eo ket pevarzek vloaz e oa d'ober...
Anna Colin
Ah me a oa aet da bevarzek vloaz hag re all a oa aet ivez, met ul lizher deus ar maeri a renker kaout a-neuze evit mont a-raok triwec'h vloaz da labourat.
Daniel Jequel
Ah ya ?
Anna Colin
Ya. Me n'em boa ket ma lod, me n'em boa ken pemzek gwenneg an eur pa oan aet. Pemzek gwenneg an eur ne oa ket kalz a dra da neuze. Ha pa oan bet ur bloaz gant pemzek gwenneg a oa augmentet din neuze pevar real e-giz a re vras. Ha goude-se em eus bet atao ma lod.
Daniel Jequel
Ha fi a rae memes kont eur evit ar re vras ?
Anna Colin
Ah ya, memes tra ! Memes tra, nemet e oa diaesoc'h d'ar merc'hied bihan e-giz eta d'ar merc'hied yaouank. Ar re-se a [ ] en o sav e-lec'h ar merc'hied vras, ar re a oe o labourat evel just a veze azezet.
Daniel Jequel
Abalamour da betra ar merc'hied yaouank a chome en o sav neuze ?
Anna Colin
Ah ben peogwir ne ouient ket mat anezho da lakaat pesked e boestoù. An dra-se a renk bezañ desket deoc'h a-raok ma yet etre an daol da labourat da lakaat pesked e boestoù, peotramant n'ho peus ket droet da vezañ o lakaat anezho e-touesk... e-kichen [ ] hag e ouiec'h ar mod da labourat. Hag int a zeske deoc'h ha fi a rae war he lerc'h e-giz hi met ne ret ket memes... an dra-se ne zeskec'h ket e memes devezh.
Daniel Jequel
Nann evel-just ! Hag ur bern eurioù war-lerc'h pa vec'h en uzin e giz-se ?
Anna Colin
Ah ben, da seizh eur a-wechoù ac'h emp da gomañs d'ar mintin hag a-wechoù all d'eizh eur, an dra-se a zepante deus al labour. Hag a-wechoù a veze hanternoz pa echuemp alies. Hag a-wechoù all abretoc'h hag a-wechoù all diwezhatoc'h.
Daniel Jequel
Diwezhatoc'h evit hanternoz ?
Anna Colin
Oh ya ! Oh ya, betek ma vez al labour a renke bezañ graet. A-wechoù a vez labour d'ober hag a renk bezañ graet d'ar memes devezh ha ma ne vez ket dav ober er memes devezh, ah ben, e yer d'ar gêr kentoc'h.
Daniel Jequel
Neuze ho poa ur bern eurioù supplémentaires neuze ?
Anna Colin
Supplémentaires ? Da neuze ne oa ket supplémentaires e-giz ma zo bremañ ! Nann, gant ar memes paeamant ! Met muioc'h [ ] paeet bep pemzek deiz. Ha ganeomp e vez firet da gaout mone evel-just ha da gas anezho d'ar gêr ! Hag a-raok mont d'an uzin n'em boa ket nemet nav vloaz hag e oan aet da labourat evit sikour va re e-barzh an aod o tespign bezin hag gant gravazh da gas anezho war c'horre an aod. Hag e oan yaouank a-walc'h [ ] hag em eus bet renket d'ober hag oblijet d'ober !
Daniel Jequel
Setu e renkec'h mont e-barzh an aod da serriñ ar bezin ?
Anna Colin
Ah ya sur, ya ! E renken mont en aod ivez.
Daniel Jequel
Hag ar re-se a veze digaset pelec'h ?
Anna Colin
Met ma zad neuze a ramase ar re-se ha goude se ma breur ha me neuze a-wechoù, peotramant ma moereb a oe da sikour a ouie gant gravazh hag un all a veze gant ar forc'h neuze o kargañ anezho.
Daniel Jequel
Hag ar bezin a veze dastumet evel-se, an dra-se a servije da bezinañ an douaroù, peotramant?
Anna Colin
[Da ] ha d'ober soud. Ar re-se n'int ket bet serret, ramasset. A-wechoù e teue glav hag ar bezin a veze serret a-raok ma vezont glebet hag e vezemp buan-buan o klask ramas anezho a-raok ar glav. Ha goude e vezont ramaset neuze, hag e vezont lakaet e bernigoù bihan aze e-giz-se ha goude se e vezont berniet en ur pezh mell bern bras pa vezont sec'h. Ha pa vezont sec'h, pa vez achu neuze an hañv neuze a-benn miz Gwengolo, war-dro penn kentañ miz Gwengolo a vezont devet gant ur forn ; ur forn gant mein aze, un hir a vez dek torzh e-barzh dispartiet [ ]. Ha setu e vezomp neuze tro pemzek deiz atao o teviñ ar soud, o teviñ ar bezin.
Daniel Jequel
Met an dra-se a oa tenn evit teviñ anezho, nann, e oa moged ?
Anna Colin
Ya sur, n'eo ket ar moged. A-wechoù a veze moged hag a yae en da lagad sur a-walc'h e oa tenn sur ! Ne oa ket moien memes da chom er moged surtout p'emañ tost. P'emañ pell a-walc'h ne sante ket kement met pa oa skoet enni, skoet er forn e giz-se hag en tan, ha ben, n'eo ket brav o chom dre aze !
Daniel Jequel
Ha setu eo al ludu eo a rae ar soud ?
Anna Colin
Ya, al ludu ha goude-se ar re-se a vez roet pifonoù, hag a vez roet ur pif da daou neuze a bep tu d'ar forn hag e renkent mesket ha goude-se e vezont pladet gant un drañch e-giz-se.