Pevar estrañjour o komz brezhoneg [Quatre étrangers bretonnants]

09 décembre 1978
06m 04s
Réf. 00509

Notice

Résumé :

Pennad-kaoz gant pevar estrañjour brezhoneger : Humphrey Humphreys (kembread), Jaap Koster (izelvroad), Stephen Hewitt (amerikan) ha Makoto Noguchi (japanad). [Interview de quatre étrangers qui ont appris le breton et le parlent couramment : un gallois, un hollandais, un américain et un japonais. Ils donnent leurs impressions sur la langue.]

Type de média :
Date de diffusion :
09 décembre 1978
Source :
Langue :
Breton

Éclairage

Penaos e c'haller dont a benn da zeskiñ ur yezh evel ar brezhoneg, a vez komzet muioc'h eget ma vez skrivet ? Fañch Broudig a sav ar goulenn-se gant ur C'hembread, un Amerikan hag ur Japonad. An tri- den-se a gomz brezhoneg evel m'o defe desket anezhañ war barlenn o mamm. Er bloaz 1978 e oant o vevañ e Breizh-izel abaoe ur maread amzer. Humphrey Lloyd Humphreys, bet skoazeller saozneg e skolaj Sant-Nicolas ar Pelem en doa kroget barzh e enklaskoù e 1961-62, Steve Hewittt en doa bet un dezenn e Aberystwyth (1976) diwarbenn morfologiezh ar verb e brezhoneg "ar Seizhsant", hag en doa labouret goude e Cambridge war ar mod ma c'hall ar vrezhonegerien a vihan kompren al lennegezh a-vremañ. An trede den, Makoto Nagushi, bet studier e Roazhon e 1970, en doa desket ar yezh e barzh ar gevredigezh keltieg ha skrivet ur pezh, An houlenn bet c'hoariet war al leurenn hag embannet e barzh ur gazetenn.

Pep hini anezhe a lavar e ranker komz gant brezhonegerien a-vihanik. Hag, evit abegoù psikologel eo aesoc'h d'un estrañjour deskiñ brezhoneg eget d'ur Breton e-unan...Pouezus eo implijout brezhoneg evit daremprediñ tud en ur labourat, en ur zizoleiñ istor ar vro, en ur c'hoari. Kalz efedusoc'h eo eget deskiñ dre ar skrid nemetken.

Displegañ a ra ivez an tri den e rankfe ar gerent komz brezhoneg ouzh o bugale hag e rankfe ar yezh kaout ur statud sokial.

An diviz-mañ a ziskouez petra e oa stad ar brezhoneg er bloavezh 1978 : ne ‘ zeus ket c'hoazh 10 skoliad er skol Diwan kentañ ; ar skolioù divyezhek publik a voe digoret pemp bloaz war-lerc'h. Ne oa arnodenn ofisiel brezhonek ebet c'hoazh : an aotregezh a voe krouet e 1981, ar C'HAPES e 1985. Ar pezh a felle d'an dud-mañ a zo deuet da vezañ gwir a-benn ar fin.

Kendalc'het o deus an tri brezhoneger da labourat evit ar brezhoneg abaoe an abadenn-mañ. Humphrey Lloyd Humphreys a zo bet kelenner skol-veur e Bro Gembre ha bremañ emañ o chom e Breizh hag embann a ra studiadennoù a-bep-seurt diwar-benn brezhoneg Sant Nikolaz ar Pelem. Kelenn a ra Steve Hewitt ar brezhoneg en École des hautes études ha Makoto Nagushi en deus embannet ul levr kontadennoù japanek dibabet gantañ ha troet gantañ e-unan.

Jean Le Clerc de la Herverie - CRDP-TES Saint Brieuc

Version française

Comment peut-on apprendre une langue essentiellement orale, en l'occurrence le breton ? C'est la question que pose Fañch Broudig, journaliste bretonnant, à un Gallois, un Américain et un Japonais qui tous trois ont appris à parler breton aussi bien, sinon mieux que les Bretons eux-mêmes. En 1978, ils vivent déjà en Bretagne depuis quelque temps. Humphrey Lloyd Humphreys, ancien assistant d'anglais au collège de Saint-Nicolas du Pélem a commencé ses enquêtes en 1961-62. Steve Hewittt a obtenu sa thèse de Master à Aberystwyth en 1976 sur le thème de la morphologie du verbe breton dans le parler de "ar Seizhsant", et a travaillé ensuite à Cambridge sur le thème du degré d'acceptabilité de la littérature moderne en breton pour les locuteurs natifs. Quant à Makoto Nagushi, étudiant en 1970 à la faculté de Rennes, il y a appris le breton à la section de celtique et a écrit une pièce de théâtre An houlenn représentée plusieurs fois et publiée en revue.

Chacun des trois accorde une place primordiale à la nécessité de parler à des locuteurs natifs et relèvent que, pour des raisons psychologiques, il est paradoxalement plus facile pour un étranger d'apprendre le breton, que pour un Breton lui-même. Sans nier l'importance des écrits, il est essentiel de trouver des situations dans lesquelles la langue est naturelle, comme le fait de travailler ensemble, d'échanger sur l'histoire locale, de jouer... Ils insistent aussi sur l'importance de la transmission des parents aux enfants ainsi que la nécessité de donner un statut social à la langue.

Cet échange permet de faire le point sur la situation en 1978 : la première école Diwan ne compte pas encore sa dizaine d'élèves. Les écoles bilingues publiques ouvriront cinq ans plus tard. Il n'existe pas encore de licence (créée en 1981) ni de CAPES de breton (créé en 1985). Les souhaits des participants seront donc partiellement réalisés.

Quant à l'activité des interlocuteurs en faveur de la langue bretonne, elle ne paraît pas avoir cessé depuis cette émission. Après une carrière de professeur d'université au pays de Galles, Humphrey Lloyd Humphreys vit en Bretagne et publie de nombreuses études sur le breton de Saint-Nicolas du Pélem. Steve Hewitt enseigne le breton à l'École pratique des hautes études (EPHE) et Makoto Nagushi a fait paraître un livre de contes japonais choisis et traduits par lui-même.

Jean Le Clerc de la Herverie - CRDP-TES Saint Brieuc

Jean Le Clerc

Transcription

Fañch Broudig
Pehini eo ar stumm gwellañ da zeskiñ ? Bon, c'hwi 'peus desket brezhoneg pep hini en ho mod, bez a zo ivez Bretoned hag o deus c'hoant da zeskiñ yezhoù all, setu daoust hag-eñ e c'helljec'h lavaret pehini eo ar stumm gwellañ d'en em gemer evit deskiñ ur yezh all : pe dre levrioù, pe dre lizher, gant diskoù, gant bandennoù, pe dont da chom en ur vro ? Humphrey, penaos 'peus graet ?
Humphrey Humphrey's
Fin, ba levrier 'moa komañset memestra, met goude, 'oan komañset d'ober tro kêrioù ha da dont da gaozeal gant an dud ba'r vro, ha, ar pezh 'zo, ha marteze 'ni 'blam-se am bez muioc'h plijadur kaozeal brezhoneg evit kaozeal galleg. Ba skol 'meus bet desket ar galleg a zo chomet blaz ar skol gantañ tamm pe damm. Kaozeal a-walc'h a ran galleg pa vezan oc'h ober skol bremañ met muioc'h plijadur am bez gant ar brezhoneg peogwir am eus desket ar brezhoneg en ur gaozeal gant an dud.
Fañch Broudig
Hewitt, pehini eo ar stumm gwellañ da zeskiñ ur yezh ? Lâret 'peus bremaik 'oac'h komañset ba'r levrioù, met goude-se ?
Steve Hewitt
Goude eo ret mont da gaozeal gant an dud. N'eus ket 'met se d'ober, ret mat eo ober. Ma 'c'h eje ur Frañsez da vro Japan n'eo ket en ur kaozeal japoneg gant Frañsizien all a vije eno a deuje a-benn da gaozeal japoneg 'meus aon. Ret eo mont deskiñ 'mesk an dud.
Fañch Broudig
Mont 'mesk an dud. Mont 'mesk an dud, honnezh eo al lezenn, sañset.
Steve Hewitt
Beñ ya, met, a-hend-all, petra 'servij deskiñ langaj ?
Fañch Broudig
Daoust hag-eñ n'eo ket start a-wezhioù bezañ degemeret gant an dud ?
Steve Hewitt
Me 'soñj un dra din, marteze n'eo ket ken start evit un estrañjour evel eo evit ur Breton na oar ket brezhoneg c'hoazh.
Tous
Gwir eo.
Humphrey Humphrey's
Met un dra all zo c'hoazh, dav eo deoc'h bezañ intereset gant an dud. Ma vefec'h ket bet klask deskiñ brezhoneg gante, 'vefent ket gwall intereset, met ma vefec'h intereset gant o buhez ha gant ar pezh a reont, dav eo deoc'h tostaat deus an dud memestra.
Fañch Broudig
Ya rak n'eo ket a-walc'h c'hwi, bon, 'peus desket brezhoneg met, ret eo ouzhpenn-se bezañ intereset gant buhez ar Vretoned a-benn ar fin.
Tous
A ya !
Makoto Noguchi
Buhez, pe an istor bro pe tout seurt kwa. Deskiñ, peseurt mod eo ar gwellañ deskiñ brezhoneg, bon, me 'gav din, al levrioù da zeskiñ e galleg 'vez ivez, ha kaozeal gant an dud, dav eo ober an daou.
Fañch Broudig
An eil a heuil egile. Ya, met, mont da chom en ur gêriadenn vihan evel Landelo lakaomp, a zo a dalvoudegezh sur a-walc'h, labourat gant an dud 'barzh ar vro, ha se 'gont sur a-walc'h ?
Makoto Noguchi
Ya sur, surtout labourat gante, kwa. An dra-se n'eo ket memes mod ken peogwir c'hwi n'oc'h ket tourist ken kwa. Aze 'maoc'h kamarad . C'hwi 'vo kamarad dezhe kwa.
Fañch Broudig
Hag ouzhpenn-se e kav din 'ba'r Landelo an dud a oar emañ Makoto, en neus c'hoant Makoto kaozeal brezhoneg, setu memes ar re n'ouzont ket kalz a vrezhoneg a vez poan gante…
Makoto Noguchi
Bez 'zo lod zo 'klask kaozeal brezhoneg ganin kwa.
Fañch Broudig
Daoust ma ne reont ket peurvuiañ.
Humphrey Humphrey's
Ya, bez 'zo tud ha n'houlant ket kaozeal brezhoneg ordin met fougeet vint 'kaozeal brezhoneg gant un estrañjour pa n'eo ket memestra, me 'gav din heñ.
Fañch Broudig
Peus bet kavet-se ivez Steven ?
Steve Hewitt
Oh ya, un tamm mat.
Fañch Broudig
Gwelet 'peus bet tud o tont notiñ memes ?
Steve Hewitt
O memes, ya, ha tud na gaozefent ket brezhoneg lec'h all. Ha koulskoude, me 'vije muioc'h lorc'h en ennon ma gaozefent o brezhoneg lec'h all ha pas diouzin-me, kar neuze 'vije un tamm mat muioc'h brezhoneg 'ba'r vro.
Fañch Broudig
M'omp ket ur bern amzer ken, c'hoant am bije da c'houlenn ganeoc'h un dra evit klozañ ar gaoz 'benn ur pennadig ac'han, eo, penaos e welit-c'hwi e troje an traoù gant ar brezhoneg ? Gwelet a rit memestra, fin, c'hwi 'peus lakaet ho poan da zeskiñ brezhoneg met ar brezhoneg n'emañ ket an traoù deus ar gwellañ tout gantañ bepred, penaos e gav deoc'h e c'hellje troiñ an traoù, Humphrey ? pe Makoto, pe forzh piv ?
Makoto Noguchi
M'ho peus c'hoant, dav goul' gant ar Vretoned yaouank. Dezhe eo da labourat. Ma 'vo ket graet labour war ar brezhoneg 'vo marv ar brezhoneg, an dra-se zo sur. Bremañ eo bevañ e brezhoneg ha dav lakaat ar re yaouank da labourat war ar brezhoneg.
Fañch Broudig
Hewitt ?
Steve Hewitt
Me soñj din, mat-spontus eo deskiñ brezhoneg met n'eo ket a-walc'h se. Ret 'vo d'an dud hag a ra gantañ bemdez derc'hel d'ober gantañ. Hag aze zo marteze, tri dra a welan : da gentañ-tout bremañ eo deuet ar c'hiz da gaozeal galleg deus bugale. Pelec'h en em gavo ar brezhoneg goude-se ? Oblijet eo da vont da goll ma vez dalc'het da gaozeal galleg deus vugale. Ret eo kaozeal brezhoneg deus ar vugale da gentañ-tout.
Fañch Broudig
Se zo un dra...
Steve Hewitt
Goude bez a zo daou rummad tud hag a c'hallfe implijout brezhoneg kalz muioc'h evit ma reont. Da gentañ, ar parrezioù bihan, pa vez graet reunionoù er c'honseilhoù lec'h 'vez kaozeet brezhoneg gant tout ar gonseilherien. Aze 'vije moaien da diskutiñ an traoù en brezhoneg ha memes da skrivañ anezhe en brezhoneg. N'eo ket un afer a bad pell da deskiñ skriv ha lenn anezhañ ha goude vit sindikajoù labourerien-douar.
Inconnu
Aze eo ofisielamant renket implij ebet deus ar brezhoneg.
Fañch Broudig
Hag a c'halljent ober ?
Steve Hewitt
Hag a c'halljent ober : gwel a raen, justamant, memes tra, maez ar vro, 'ba' bro Gembre e vez graet un tamm mat gant al labourerien-douar.
Fañch Broudig
Penaos a vez graet an traoù neuze ? An dud en em gav evit kaozeal evel-se ?
Humphrey Humphrey's
Ya, ya e mod-se, peogwir e gaozeont memes langaj 'ba'r c'honsailh evel ma kaozeont etreze mod all, 'ba'r gêr, 'vez ket graet disparti ebet ?
Makoto Noguchi
Hag un dra all 'zo, m'ho peus c'hoant. Bon, bremañ 'vez ket kaozeet kalz ken en brezhoneg d'ar vugale, met just a-walc'h, 'blam-se, dav eo gounit plas, plas ar brezhoneg, 'ba'r skolioù.
Fañch Broudig
Ya, astenn lodenn ar brezhoneg e pep lec'h.
Makoto Noguchi
Hag, kaout ul lisañs e brezhoneg, an dra-se zo sur !