Redadeg war varc'h-houarn a-enep d'ar mukovisidoz [Course cycliste contre la mucoviscidose]

13 mai 1991
02m 42s
Réf. 00548

Notice

Résumé :

Bretoned o deus kemeret perzh en "Diagonale du Souffle", ur redadeg war varc'h-houarn a-enep d'ar mukovisidoz loc'het eus Strasbourg evit mont da Vrest. [Vingt-quatre bretons participent à la "Diagonale du Souffle". C'est une course cycliste de 1200 km qui relie Strasbourg à Brest afin d'aider la recherche contre la mucoviscidose.]

Date de diffusion :
13 mai 1991
Source :
FR3 (Collection: Midi Ouest )
Langue :
Breton

Éclairage

Abaoe 1989, tud euz tro-war-droiou ar Relek, sod gand ar velo, o-deus lakeet da dalvezoud eun droiad : "La diagonale du Souffle" a vez greet anezi. Greet o deus dija 19 troiad ha 26 785 km er Frañs a-bez, en eur vond hag en eur zond gand henchou disheñvel. Petra eo o fal ? Rei da houzoud d'an dud, d'ar bolitikerien, d'ar mediaou petra eo ar mucoviscidose med ivez rei da houzoud petra eo ar gevredigez "Vaincre la mucoviscidose". E-pad o zroiadou e rastellont ivez arhant evid sikour da gas war raog an enklaskou war ar hleñved. Beteg henn o deus bet paket 398 976 euro, bet roet d'ar gevredigez "Vaincre la mucoviscidose".

Abaoe 2002, e Frañs, an oll vabigou a glasker gouzoud hag-eñ ez int klañv gand ar mucoviscidose. Ar pezh a vez greet e Breiz abaoe 1989. Lañs zo gand ar vro : abaoe deg vloaz dija e ra tud a vicher war-dro ar vugale klañv gand ar mucoviscidose a-benn gweled penaoz ez a an traou ganto euz eun eil bloavez d'egile.

Ar mucoviscidose eo ar hleñved jenetik pennañ e Frañs : eur bugel war 3 500 e-neus ar hleñved ha 2 vilion a dud o-deus ar jen. An niver a dud klañv a jeñch ivez euz eun eil bro d'eben : e Breiz e kaver kalz anezo, ar pez a ziskouez mad troiad an "Diagonale du Souffle".

E 1965, eur bugel klañv gand ar mucoviscidose a veve d'an hirra toud beteg seiz bloaz. Hirio, a-drugarez d'an enklaskou ha d'an doareou nevez d'ober war-dro ar re glañv, e hell lod anezo beva beteg 46 vloaz, memez ma varv an darn vrasa anezo tro o 24 bloaz.

Marie-Françoise Keramprant – CRBC - UBO / UBE Brest

Un nebeud levrioù

Site d'information sur la mucoviscidose

Version française

Depuis 1989, des cyclotouristes du Relecq-Kerhuon et de sa région ont institué une épreuve sportive appelée "La diagonale du Souffle". Ils ont déjà réalisé 19 diagonales : ils ont parcouru la France en empruntant à chaque fois des itinéraires différents et ils ont totalisé 26 785 km à vélo. Le but à atteindre : sensibiliser la population, les pouvoirs publics, les médias à la mucoviscidose mais aussi faire connaître l'association "Vaincre la mucoviscidose". Leur périple leur permet aussi de récolter de l'argent pour la recherche. Jusqu'à présent ils ont ainsi réalisé 398 976 euros de bénéfice reversés à l'association "Vaincre la mucoviscidose".

En France, depuis 2002 le dépistage de la maladie est systématique chez les enfants. En Bretagne, il l'est depuis 1989. Précurseur en la matière, la région suit depuis dix ans déjà des enfants atteints de la maladie depuis leur naissance et pris en charge par des spécialistes.

La mucoviscidose est la maladie génétique la plus répandue en France : un enfant sur 3 500 en est atteint et deux millions de personnes sont porteuses du gène. La densité de personnes atteintes varie selon les régions : elle est forte en Bretagne et la création de la "Diagonale du souffle" témoigne également de cette réalité.

Jusqu'en 1965, un enfant atteint de mucoviscidose avait une espérance de vie de 7 ans. Aujourd'hui, grâce à la recherche et aux soins, même si l'âge moyen des décès est de 24 ans, on peut espérer vivre jusqu'à 46 ans, dans le meilleur des cas.

Marie-Françoise Keramprant – CRBC - UBO / UBE Brest

Site d'information sur la mucoviscidose

Marie-Françoise Keramprant

Transcription

Fañch Broudic
Eiz eur deuz ar mintin, eisteiz zo, en Illkirch e Bro an Alzas. N'emaom ket amañ gwall bell deuz Strasbourg hag ahann eo a zo pevar war 'n ugent a Vretoned hag a zo prest da bartial evid eur redadenn vraz a zaouzeg kant kilometr da vond da Vrest. Deuet eo Aotrou mêr Illkirch da zaludi paotred o veloiou hag a zo o vond da ober la "Diagonale du souffle". Rag an ano-ze eo a zo bet roet d'ar redadenn ha toud an hent-se emaint o vond da ober e bisiklet evid sikour ar vedisined hag a zo o klask penaoz dond a-benn da barea ar vugale, hag ar vugale hag a vez klañv dre amañ gand ar mucoviscidose. C'hweh devez goude eh eo deuz Lannuon eo partiet paotred o veloiou da c'hweh eur hanter deuz ar beure mar plij evid ar c'hrogad diweza a-raog erruoud e Brest. Da veza resevet e oant amañ e Rosko e leh ma vez soagnet justamant ar vugale hag a vez klañv deuz ar mucoviscidose. Ha ne oa ket diwezad paotred o rochedou ruz oh erruout e Rosko disadorn evid tapoud o dijuni e Peharidi. Gwir eo int kustum a-walh deuz troiou hir peogwir int bet dija beteg Menton ha beteg Perpignan warlene hag ar bloaz a-raog. Daou hant kilometr bemdez en eur ober pemp war'n ugent an eur n'eo ket fall tamm ebed !
Michel Bourdonnec
Gaou vefe ma larfen deoh ne vefem ket skuiz kar tremen daou hant kilometr bemdez meum greet abaoe dilun, setu omp arru gwall gontant da erroud er gêr. Rag eun tamm hent a jom deom c'hoaz, bremazon ez aim da Landerne a vo paeet hon lein deom gand an ti-kêr, goude ez aim beteg ar Releg, goude ez aim da Wipavaz, goude ez aim beteg Brest hag goude e teuom war hon hiz d'ar Releg benn ma vo an taol diweza.
Fañch Broudic
Ar rederien-mañ n'eus hini bet anezo hag a vefe a vicher, toud eh int amatourien hag o-deus kemeret eisteiz euz o vakañsou evid treuzi ar Frañs evel-se war velo. Int-i n'o-devez ket a boan o tenna war o alan, n'eo ket evel ar vugale hag a vez klañv gand ar mucoviscidose.
Michel Bourdonnec
Da zigeri spered an dud war ar hleñved-se, kar amañ e Breiz e vez anveet mad, pas marteze mad a-walh c'hoaz, med anveet eo memez-tra hag e Frañs na n'eo ket. Setu meum digoret spered an dud war ar hleñved-se. Ha neuze eun dra all meum greet ive eo kaoud eun toullad gwenneien abalamour deom da rei an arhant-se d'ar vedesined da derc'hen glask evid laza ar hleñved-se. Digemered om mad... partoud 'barz an tiez-kêr ha neuze gand ar famillou deuz bugale klañv ha neuze gand ar re eveldom ive a ra ar bisiklet, setu om bet digemeret mad. Hag on-eus bet eun toullad gwenneien dija ! Hag pa om bet tremenet goude 'vez laret deom a rafent eur hest da zigas eun tammig bihan muioh a arhant deom.