Mont da dennañ beterabez e hanternoz Bro C'hall Aller [Arracher des betteraves dans le nord de la France]

18 janvier 1986
08m 26s
Réf. 00896

Notice

Résumé :

Ne veze ket kalz arc'hant e-mesk an dud e Breizh gwechall hag e renke ar vretoned kuitaat o vro evit gounit o vuhez. Gwendal ar Floc'h a gont buhez an dud ac'h ae da dennañ beterabez e hanternoz Bro C'hall goude ar brezel diwezhañ. [Les gens manquaient d'argent en Bretagne autrefois et les Bretons devaient quitter le pays pour gagner leur vie. Gwendal Le Floc'h décrit la vie des personnes qui allaient arracher des betteraves dans le Nord de la France à la sortie de la deuxième guerre mondiale.]

Type de média :
Date de diffusion :
18 janvier 1986
Personnalité(s) :
Langue :
Breton

Éclairage

Animatour e Radio Breizh-Izel etre 1982 ha 1994, Daniel Jekel a zo mouezh an abadenn "Beilhadeg e Breizh-Izel, un abadenn savet gantañ, e-lec'h ma glasko bezañ an tostañ posubl eus tud ar vro en ur vont e darempred gante ha dastum pinvidigezh hor sevenadur ha memor ar vro.

An dud war ar maez a oa paour gwechall e Breizh ha kalz eus ar vretoned o deus dibabet kuitaat ar vro goude ar brezel diwezhañ evit gounit o vuhez : e Gourin hag er parrezioù tro war-dro ez eus bet kalz o vont da labourat ha da chom e Stadoù Unanet. Darn all o deus miret o zi hag o menaj er vro hag o deus dibabet mont bep bloaz da dennañ beterabez e hanternoz Bro C'hall. O wreg a chome neuze e Breizh evit derc'hell ar menaj hag ober war-dro al loened.

Ifig Troadec - Dastum

Version française

Créateur et animateur de la fameuse émission "Beilhadeg e Breiz-Izel" (Veillée en Basse-Bretagne) de 1982 à 1994 aux débuts de la station Radio Bretagne Ouest, Daniel Jéquel a su conjuguer radio de proximité et richesse du contenu en faisant vivre et entendre la mémoire de tout un pays.

Les gens vivant à la campagne étaient pauvres autrefois en Bretagne et beaucoup de Bretons ont choisi de quitter le pays après la deuxième guerre mondiale pour gagner leur vie : beaucoup de Bretons de Gourin et des communes alentour sont partis travailler et s'installer aux Etats-Unis. D'autres ont gardé leur maison et leur ferme au pays mais ont choisi d'aller chaque année arracher des betteraves dans le nord de la France. Leur femme restait en Bretagne pour tenir la ferme et soigner les animaux.

Ifig Troadec - Dastum

Ifig Troadec

Transcription

Gwendal Ar Floc'h
Ya, ma dad a zo bet o tennañ beterabez e-giz ur bern da kostez Langoned, Gourin, Gwiskrif, Ar Sent... ur bern e giz-se ac'h ae da dennañ beterabez memes a-raok ar brezel. Ha ma dad a zo bet alies o tennañ beterabez e mod-se. Ha gwechall eñ en deus bet lâret din ar re greñvañ da dennañ beterabez e vize ar Belged. C'hoazh ar re-se a denne muioc'h evit ar re all tout. Warlerc'h e oa ar bretoned, met tro Gemene e oa ar gwellañ warlerc'h. Warlerc'h e oa re Langoned, Gourin ha tro all.
Daniel Jéquel
Met penaos aotroù Floc'h e rae an dud evit mont da labourat war ar maez e-barzh lec'h all e giz-se hag int dija en devoa koulskoude ur plas e Breizh ?
Gwendal Ar Floc'h
Beñ alies an arc'hant ne vize ket kreñv awalc'h e-barzh ar feurm hag e vize dav mont d'al lec'h all da glask arc'hant hag aze e oa un tu da glask arc'hant ha labourat start met arc'hant e vize digaset d'ar gêr. Ya, an dra-se eo kwa. Ha Gouel Mikael e vize e-barzh an amzer-se ha justamant e vize dav kaout arc'hant evit paeañ ar Gouel Mikael. Bon, e vize dav mont pell evit mont da glask arc'hant.
Daniel Jéquel
Alies em eus klevet lâret, n'ouzon ket mag eo gwir peogwir me n'em eus ket labouret morse diavaez deus ar vro, met ar vrud a zo bet : ar vretoned pa yent diavaez deus ar vro, pa oant o unan a lakae ur bern argant e-barzh ar boeson.
Gwendal Ar Floc'h
Oh ya, ya. Pas tout ar bretoned memestra met bern, bern en dije tapet [ ] hag o vaouez ne vizent ket o askiñ anezhe hag e giz em eus gwelet e-barzh Eppeville Ham (Aze e oan lakaet responsable un tamm d'ar bretoned), beñ em eus gwelet un nebeut hag ar re-se a zispigne o arc'hant a-raok en dizent gounezet anezhañ. Bon, ul lod a lakae anezhe tout a-gostez [ ]. Hag ar re em eus gwelet a eve tout em eus dastumet anezhe, ur wech a douchae ar pae, ha me o lâret dezhe : "C'hwi a deu ganimp, ma ne teuet ket ganimp me a fouto ma dorn e-barzh ho fri ! " Ha me a gase anezhe d'ar post hag a oblije anezhe da lakaat o arc'hant e-barzh ar post da gas da...
Daniel Jéquel
...d'ar gêr.
Gwendal Ar Floc'h
War sur 'zo dek pe pemzek bennak da vaouezed-se a remersia ac'hanon hirie an deiz. Kar ar re-mañ nevo debret o arc'hant a-raok ma vez degouezhet e-barzh ar gêr. Tout just ma ne c'houlent ket... enfin.
Daniel Jéquel
... mont en-dro evit kemer an train. 
Gwendal Ar Floc'h
Ya, met bezañ zo lod hag a esperna. Ar re a zebr un aval, a zebr un aval gant un tamm bara hag evel-se nizent ket naon ken memes anezhe. An dra-se a oa re. Dav eo kaout just.
Daniel Jéquel
Evel-just ivez. Met penaos e oant kat da labourat hep tibriñ boued kazimant, peogwir n'eo ket gant un tamm bara ha gant un aval na oc'h kat da labourat e-pad pell amzer koulskoude ?
Gwendal Ar Floc'h
Nann met enfin an hini a zo e-barzh broioù all, an hini a zo pell doc'h an amann sall doc'h ar vro, heñ !
Daniel Jéquel
Klask e vi harzhal atav. Met a-wechoù e kemeret evit divizoù evit en em gavout evit kaout un tammig berr amzer martreze ? D'ar sul e lakomp, ne pefe ket kemeret un tammig amzer evit...
Gwendal Ar Floc'h
Oh an dud, an dud a laboure bopred ma vize aet e-maez. Ar re, an hanter vras ar re-se a oa kourajus memestra. Met alies e vizehe labouret d'ar sul. D'ar sul e vize dav labourat. Met ur wech e vize aet e-barzh ar "sucrerie" aze e vize devezhioù sul, sur. Peotramant d'an noz. Hennezh ac'h ae da zibad ar pato e-barzh feurmoù.
Daniel Jéquel
Ha ya ouzhpenn ?
Gwendal Ar Floc'h
Ya ouzhpenn, e mod-se hennezh a rae un tammig mone muioc'h dre guzh. Ar re-se ne oa ket diskleriet.
Daniel Jéquel
Nann, nann. Ha setu pa teuet en-dro e-barzh ar vro neuze e oa chichantaet an dud, muioc'h kontant peogwir e oa ur gwenneg bennak ivez ?
Gwendal Ar Floc'h
Ah ya. Met alies 'zo ur bern, maleurus eo lâret an dra-se met enfin dav eo lâret memestra, ur bern a c'honee arc'hant kar kourajus ec'h eo memestra. Met o treuziñ Paris ur bern en deus kollet o arc'hant. Ur wech degouezhet e-barzh Paris, kar ar breton a zo fier, a zo fier da lâret "Tiens me am eus gounezet kement all, kement all ! " Met [     ] ket kement a degouezhe, ken mac'h eo degouezhet e-barzh ar gêr da vat. Ur bern a zo bet laeret e mod-se e-barzh Paris, e-barzh tro gar Montparnasse.
Daniel Jéquel
Ah ya ?
Gwendal Ar Floc'h
Marteze eo bet degouezhet un tamm taol dezhe war o benn dre dreñv e mod-se. Ale hop le portefeuille. [War lev ! ] Ur bern tud, se a zo kaoz. Enfin [ ].
Daniel Jéquel
Spontus awalc'h e oa an dra-se. Hemañ en devoa bet en em lazho e-pad mizioù evit gounid un dra bennak hag e teue da vezañ laeret [diwezhatoc'h].
Gwendal Ar Floc'h
Ya met ur bern bretoned a zo fier. "Bremañ em eus ur bern arc'hant. Aze sell me am eus gounezet, n'och ket evit gounezet kement all, heñ ! Me am eus gounezet an dra-se, ec'h an da ziskouezh anezhe. " Ya met alies e vize unan hat. "Ha giz-se eta me a baeo un tasad deoc'h. Deuet amañ a gement eta. " Plak ! Un taol dezhañ ha pop, ar sammad, ar arc'hant da vale ! Ur bern a zo bet kavet en-dro da Montparnasse e mod-se o klask o arc'hant. Ha ya met re diwezhat ! Met an hanter vrasañ doc'h an dud memestra a teue o arc'hant d'ar gêr. Ya, ya. Alies e vez gwriet e-barzh o roched pe un dra bennak e mod-se e kas aon da goll anezhañ.
Daniel Jéquel
Setu pa teuent e-barzh ar gêr e oa moien da breniñ un dra bennak evit ar wreg peotramant ar re a oa tud yaouank a oa kat d'ober un tamm prof pe ur c'hado d'ur plac'h yaouank bennak ?
Gwendal Ar Floc'h
O ya met an archant-se a vize vat kar ur bern tud nize ket labour e-barzh ar vro anezhe. Beñ, an arc'hant-se a vize [   ].
Daniel Jéquel
Klevet em eus bet lâret pa yae an dud deus Gourin ha Langoned, pa yaent da foar Karaez, alies e vije un digarez da breniñ un dra bennak evit justamant ober flour d'ar merc'hed un tammig ?
Gwendal Ar Floc'h
Ya, gwelet a ran ac'hanoc'h o tont ! Ya, me zo o vont da lâret deoc'h un tammig istor, met un istor a zo paseet [er goañv, er goañv ]. Ma dad o lâret d'am c'hoar-gaer Mireille o tont da glask anezhe, mont da gas anezhe d'ar foar, da foar Garaez, foar Kalan goañv e gav din. Met araok da lâret pe mod e oa degouezhet an traoù. Amañ gwechall ne vize ket kavet freuzoù kement-se. Un aval orañjez e vize prenet unan e mod-se da Gouel Nedeleg, un aval aour e giz ma lâr Per-Jakez Helias. Ha bananoù ne vize ket kavet ivez ha ma dad, bremañ zo, a gav din, c'hwec'h ha hanter kant bloaz zo. An dra-se e oa e-barzh foar vras e-barzh Karaez. Aze e vize kezeg ha saout ha tout, ha ma mamm a oa un tammig plac'hig seitek bloaz, ur plac'hig vrav a oa e-barzh ar foar ha ma dad en deus gwelet anezhi ha en deus prenet ur banane hag en deus kinniget ur banane dezhi ha en deus graet ur sell douti evit seduizo anezhi, e vez lâret e galleg, gant ur banane. [Ah ]. Ma dad en deus lâret da Mireille kas anezhe. Ur wech degouezhet homan e-barzh Karaez, en ur zont e-maez an oto, eñ o c'haloup e-barzh ur voutik ha pren ur c'hilo banane. Eñ o tont da gaout mamm, Maria, Maria Jaffre a vez graet doc'h mamm, o tont da gaout mamm ha reiñ ur banane dezhi. Mamm a zo c'hwech ha hanter kant bloaz zo em boa roet ur banane deoc'h evit kaout ac'hanoc'h !