Buhez an dud er Z.U.P. e Brest II [La vie dans la ZUP de Brest II]

22 avril 1971
04m 36s
Réf. 00602

Notice

Résumé :

Pennadoù kaoz gant annezidi eus ar Z.U.P, karter nevez Brest-Bellevue, savet evit lojañ an dud goude distrujoù ar brezel. Klevet a reer mammoù o kaozeal eus an nebeut a lec'hioù evit ar vugale, an diaesterioù d'ober prenadennoù, gwelet a reer ivez un den en deus bevet er barakennoù hag a gav gwelloc'h an tourioù nevez. [Echanges avec les habitants d'une Z.U.P, le nouveau quartier de Brest-Bellevue, construit pour loger les habitants privés de toit par les destructions de la Deuxième Guerre mondiale. On y entend des mères de famille qui évoquent leur quotidien, des courses aux enfants, ou le témoignage d'un homme qui compare le nouveau quartier et les baraques temporaires de l'après-guerre.]

Type de média :
Date de diffusion :
22 avril 1971
Source :
ORTF (Collection: Breiz o veva )
Lieux :
Langue :
Breton

Éclairage

E-kerz an abadenn-se, unan eus ar re gentañ, ez a skipailh Breiz o Veva da gejañ gant annezidi karter nevez Brest 2, ur ZUP (zone à urbaniser en priorité). Dirak ar c'hamera hag ouzh mikro Fañch Broudic e weler tud n'int ket boas tamm ebet da gaozeal en tele, brezhonegerien kêr. Tud hag a zo bet o vevañ, evit ul lodenn vras, er barakennoù savet goude ar brezel, en ur ger distrujet evit an darn vrasañ gant ar bombezadegoù amerikan. E fin ar bloavezhioù 50 e soñj d'an ti-kêr eo poent sevel tiez solut en-dro evit lojañ ar vrestiz. Kregiñ a reer da sevel karter Brest 2, Bellevue, adalek 1958. Erruout a ra an annezidi kentañ e penn-kentañ ar bloavezhioù 1960. Dek vloaz diwezhatoc'h eo krog an dud d'en em c'houlenn hag eñ e oa ur mennozh ken mat se bodañ an dud e-giz-se. Ar gerioù « krevier lapined » a glever digant an dud. E fin ar bloavezhioù 1970 e vo klasket reiñ un tammig a aer d'ar ZUP, en ur hadañ leton hag en ur plantañ gwez evel ma oa bet goulennet gant annezidi 'zo. Hiziv e chom karter Brest 2 unan eus ar re bobletañ e Brest.

Mathieu Herry - Kalanna

Version française

Au cours de cette émission, l'une des toutes premières, l'équipe de Breiz o Veva, menée par Fañch Broudic, va à la rencontre des habitants du nouveau quartier de Brest 2, une ZUP (Zone à Urbaniser en Priorité). Face à la caméra, on découvre des bretonnants qui n'ont visiblement pas l'habitude de parler à la télévision, et qui n'ont probablement pas beaucoup d'occasions de parler la langue au quotidien. Ces personnes ont pour la plupart vécu dans les baraques en bois construites après la guerre, pour loger la population après les destructions dues aux bombardements américains pendant la Deuxième Guerre mondiale.

A la fin des années 1950, la mairie estime qu'il est temps de bâtir des logements définitifs pour les Brestois. La construction de Brest 2, nouveau quartier, débute en 1958. Les premiers habitants s'installent au début des années 1960. Dix ans plus tard, les premières critiques s'élèvent contre ces quartiers et cet habitat regroupé. Les expressions « cages à lapins » ou la « zupite », le mal de la ZUP, surgissent pour parler de ces nouveaux quartiers urbains. A la fin des années 1970, on tente de faire respirer un peu la ZUP, en plantant des arbres ou en ajoutant des espaces verts, comme le réclamaient certains habitants. Aujourd'hui, le quartier de Bellevue reste l'un des plus densément peuplés de Brest.

Mathieu Herry - Kalanna

Mathieu Herry

Transcription

Maouez 1
Daoust hag eo aes d'ar vugale da c'hoari, amañ 'barzh ar ZUP ? Nann, pas, 'ket aes, 'n eus ket kalz a dra evite amañ. Tachennoù glas 'zo, mes pas kalz. C'hoarioù 'zo ivez mes pas kalz ivez.
Fañch Broudig
Pas kalz... Hag ar geot ?
Maouez 1
A ba, n'eus ket droad mont da c'hoari war ar geot.
Fañch Broudig
Met bez 'zo geot koulskoude ?
Maouez 1
A, ya, ya, ya ! Gouzout a rez, n'eus ket droad mont da c'hoari war ar geot.
Fañch Broudig
Penaos 'ra ar vugale neuze ?
Maouez 1
O ba, chom a reont da c'hoari war an hent, ya, war ar c'hour, ya.
Fañch Broudig
Pell zo 'maoc'h c'hwi o vevañ 'barzh ar ZUP amañ ?
Maouez 2
Daou vloaz.
Fañch Broudig
Daou vloaz... Hag e blij deoc'h bevañ ?
Maouez 2
Ya, ya...
Fañch Broudig
Ya. Perak ?
Maouez 2
O ba, oblijet omp, setu... Seulamant pell omp un tammig doc'h tout ar magajin.
Fañch Broudig
Ya. Ha diaes eo ober marc'hadoù neuze ?
Maouez 2
O ya ! Diaes a-walc'h eo, surtout gant bugale bihan. Ma ne gavomp ket ur wetur evit mont, n'omp ket kapabl d'en em diplasañ.
Fañch Broudig
Nann. Hag a hend-all emaoc'h o vevañ en un HLM ?
Maouez 2
Ya, en HLM. Ma doue... 'M eus ket da glemm. Trankil a-walc'h eo, 'fin... Betek brem' evit amañ n'eus ket re a bugale en dro deomp setu eo trankil 'giz tout. Met...
Fañch Broudig
Diwezhatoc'h marteze 'vo disheñvel ?
Maouez 2
A ya, sur ! Memes sur, ya !
Fañch Broudig
Yann Du, te oa o vevañ en ur varakenn a-raok donet 'barzh ar ZUP amañ...
Yann Du
Ya. Daouzek vloaz 'm eus bevet 'barzh ur varakenn. Ha 'oamp ket ken fall se 'barzh, daoust ma oa tomm hardi en hañv. Met er goañv 'oa ket re domm kar an avel a sile dre veur a doull, kar pannelloù 'oa diskloz. Met bevañ a raemp brav a-walc'h e-barzh memes tra, kar pep hini ac'hanomp deus ar re a veve er varakennoù a soñje dezho oant un tamm bihan perc'henn eus o ziegezh. Ha pep hini ingale en-dro, lakae fleur pe un dra bennak, setu se a rae kazimant deomp efed bevañ en ur pavillon.
Fañch Broudig
Ya, met bremañ eo disheñvel...
Yann Du
Bremañ n'eo ket heñvel peogwir ar barakennoù, eüruzamant, 'zo aet ar vras anezho kuit, ha bremañ emañ kazimant tout an dud o chom 'barzh tier nevez.
Fañch Broudig
Ha n'oc'h ket ken mestr er gêr ?
Yann Du
Biñ, n'eo ket heñvel ken kar bremañ 'zo tud a-us deomp ha tud dindan, setu kredet 'vez e ranker ober... taoliñ evezh evit nompas jen re an dud, 're 'zo war gorre pe 're 'zo dindan.
Fañch Broudig
Ya, met lavaret e vez penaos... bevañ 'barzh an tier-se 'zo bevañ e-barzh krevier lapined. Daoust ha gwir eo?
Yann Du
Oo... bevañ 'barzh krevier lapined 'vel-se, n'eo ket re divalav. Kar kalz 'zo o deus bevet 'barzh un toull lous sur a-walc'h a oa disteroc'h evit ar c'hevier lapined a zo aze. Aze moien 'zo chom bev enno. Kar ar c'honfort 'zo 'barzh. Hag 'int diskloz hag en abri. Setu kazimant sur eo aesetoc'h bevañ 'barzh ar c'hrevier lapined-se evit bevañ er barakennoù.
Fañch Broudig
Neuze 'oc'h plijet bezañ aze ?
Yann Du
O ya, en em blijout a reomp 'barzh ha meur a hini all.
Fañch Broudig
Klevet am eus lavaret ivez e veze kalz a dud o kouezhañ klañv, amañ 'barzh ar ZUP.
Yann-Bêr Piriou
Me gav din eo gwir kement-se dreist-holl evit ar merc'hed a chom a-hed an devezh,
Yann-Bêr Piriou
da lavarout eo a re na labouront ket hag a chom en ho apartamant e-pad an devezh a bezh. Gwir eo, en ti 'lec'h 'maon o chom, 'anavezan d'an nebeutañ peder itron o deus bet diaesterioù gant o nervennoù, o deus... n'ouzon ket, me... Zoken anvet eo bet ar « Zupite » gant tud 'zo, peogwir 'oa kleñved ar ZUP.
Fañch Broudig
Da lâret eo e teu an dra-se marteze dre ma n'eo ket plijus a-walc'h bevañ 'barzh seurt tier ?
Yann-Bêr Piriou
Me gred, ya. Me gred... An endro, ar pezh a zo tro-dro ha gwelout betoñs nemetken, ar santimant d'en em gavout e-unan alies... N'ouzon ket, ur bern abegoù ez eus moarvat. Ha neuze,evit ar re n'o deus ket aesamantoù gant voeturioù pe traoù all evel-se evit mont da vale. An diaesamant da... da vont er maez, lakaomp. Me gred e c'hoari ur rol bras.