Petra ro da gleved ar re a ra gant ar brezhoneg ?
Pennad-digeriñ
E-toues archivoù an INA e kaver abadennoù brezhoneg a bep seurt. Enno e klever soudarded kozh o kontañ o bresel 14, peisanted o kaoseal diwar-benn al labour-douar, martoloded o reiñ da c'houzoud o diaesamañchoù, skrivagnerien o lenn barzhonegoù, ha kement so. Gant ar vrezhonegerien-mañ, ganet er brezhoneg, ewid an darn vrassañ anezo, e c'hello ar vrezhonegerien a-vremañ magañ o spered hag o brezhoneg.
Un doare all zo da dennañ gounid eus ar filmoù-se : klask gouzoud, en ur selled outo, petra glever diwarbenn istor ar vrezhonegerien ha diwarbenn o soñjoù dezo.
Brezhoneg ar gêr ha brezhoneg an Ilis
Araog an eil bresel e ra an darn-vrassañ eus an dud o chom e Breizh-Isel gant ar brezhoneg : langach an ti, al labour-douar, ar peskerezh eo. Barreg eo Jean Dagorn, mestr remorker Sant-Nazer, war brezhoneg ar mor hag ar bigi : kleved a reer mad eo bet langach e labour.
Ar remorkerien o labourat e Sant-Nazer [Les remorqueurs à Saint-Nazaire]
Jean Dagorn a zo komandant ar ramoker Roskañvel e Sant-Nazer. Displegañ a ra e vicher hag an diaesterioù a c'hell kaout. [Rencontre avec Jean Dagorn, commandant du remorqueur Roscanvel à Saint-Nazaire. Il explique les difficultés et les dangers des professions liées au commerce maritime.]
En em gavoud a reer iwe gant ur johnny, ur paotr ginidig eus Rosko, o werzhañ pennoù-ognon e Bro-Saos. Hemañ a ro deomp da entent petra eo e vicher ha kleved a reer gantañ en deus bet tro da zeskiñ saozneg a-benn ober frapajoù-kaos gant ar re a bren ognon digantañ.
Paotred an Ognon e Breizh-Veur [Les Johnnies en Grande-Bretagne]
Johnniged a vez graet eus ar vretoned divroet e Breizh-Veur evit gwerzhañ ognon. Pennad-kaoz gant unan anezho, Henri Argouach. [A Southampton, Henri Argouach fait partie des Johnnies qui vendent des oignons venus de Bretagne au porte-à-porte. Sa clientèle lui est fidèle, même si ses tarifs sont parfois plus élevés que dans le marché.]
Araog ar bresel eo er skol e tesk ar vrezhonegerien un tamm galleg, al langach nemetañ e ra gantañ ar vistri-skol er c'hlass. Pa 'c'h en em gav ar vrezhonegerien gant tud diavaes bro peotramant tud n'anavezont ket e kaoseont galleg : langach ar skol, an dud o chom e kêr eo. Diouzh he zu he deus bet an Ilis e Breizh savet ha lemmet, abaoe kantvejoù ha kantvejoù, ur brezhoneg uhel e ra ar veleien gantañ e-pad an oferenn peotramant e-barzh al levrioù a zevossion skrivet ewid sankañ e spered ar vrezhonegerien gwirionezioù ar feiz kristen. Ar film e klever ennañ ar chaloni Falc'hun o tisplegañ istor ar brezhoneg zo ur skwer braw-kenañ eus ar brezhoneg uhel-mañ.
Petra eo ar brezhoneg ? [Qu'est-ce que la langue bretonne ?]
Orin ar brezhoneg hag e rannyezhoù displeget gant François Falc'hun, kelenner e Skol-Veur Brest. [François Falc'hun, de l'Université de Brest, nous renseigne sur l'origine du breton. Il présente les différents dialectes en montrant leur délimitation sur le territoire, puis des exemples des différentes prononciations sont donnés.]
Cheñchamañchoù er vro
Er bloawezhioù 50 e cheñch an dud penn d'ar vazh : daoust dezo da ober ataw gant ar brezhoneg kenetreso, ez eont e galleg d'o bugale. Lod eus ar vugale a c'hello pakañ brezhoneg digant ar re vras en ur selaou anezo peotramant, awechoù, deuet da vezañ bras, en ur labourad ganto. E-barzh unan eus ar filmoù e reer anaoudegezh gant ur paotr ganet en Aljeri en deus desket mad brezhoneg ar C'hap en ur vond eus un eil ti d'egile gant e dad, ewid gounid o bara.
Rafa, un aljerian brezhoneger [Rafa, algérien bretonnant]
Pell zo bremañ en deus Rafa enbroet e Breizh, ha desket en deus ar brezhoneg. Kontañ ra deomp e vuhez hag e vicher nevez : baraer. [Rencontre avec Rafa, un algérien bretonnant arrivé en Bretagne avec son père à l'âge de 11 ans. Il revient sur l'apprentissage de la langue et son utilisation au quotidien, puis sur son nouveau métier, boulanger.]
Tamm-ha-tamm e teu ar galleg da vezañ langach ar gêr. An Ilis, diouzh he zu, a ziles he brezhoneg uhel ewid ar galleg : da heul koñsil Vatican II e ra ar veleien gant ar galleg. E pardon Santez Anna, e-pad an oferenn, ne glever brezhoneg nemed pa vez kanet kantikoù.
Pardon Santez-Anna-ar-Palud [Pardon de Saint-Anne-la-Palud]
Miliadoù a dud a zo bet o lidañ pardon vras Santez-Anna-ar-Palud e Plonevez-Porzhe, e-kichen Douarnenez. [Des milliers de pèlerins se sont retrouvés à la Chapelle de Saint-Anne-la-Palud, sur la commune de Plonévez-Porzay près de Douarnenez, à l'occasion de son pardon annuel.]
E-pad m'ema ar galleg o c'hounid tachenn er vuhez pemdez, e Breizh-Isel, e c'hounez ar brezhoneg un dachenn newez : hini an tele.
An tele brezhoneg
E 1964 eo ez eus bet savet, en tele, un abadenn a geleier ewid Bro-Vreizh. Da geñver ar journal-mañ e teu Charles ar Gall dirag ar c'hamera, bep sizhun, ewid kaoseal e brezhoneg e-pad ur vunutenn hanter. E mis Genver 1971 eo bet savet an abadenn Breiz o veva, kasset da benn gant Per-Jakez Helias, gwall anavezet e Breiz-Isel a-drugarez d'an abadennoù radio savet gantañ etre 1946 ha 1958 ha d'e bennadoù embannet war Ouest-France ha La Bretagne à Paris. En tele galleg e weler meur a speakerine ; en tele brezhoneg e vo Chanig ar Gall ar speakerine gentañ.
Breiz o veva kinniget gant Chanig Ar Gall [Chanig Ar Gall présente Breiz o Veva]
Abadenn gentañ Breiz o veva, kinniget gant Chanig ar Gall. [Extrait de la première émission de la collection Breiz o veva, diffusée par la station ORTF de Rennes. Elle est présentée par Chanig Ar Gall, et les commentaires des reportages sont dit par Charlez Ar Gall.]
Un dachenn newez eo an tele ewid ar brezhoneg. Ur brezhoneg newez eo iwe ar brezhoneg a ro Chanig ar Gall da gleved d'ar selaouerien ; n'eo ket langach ar gêr, n'eo ket langach an Ilis : langach an tele an hini eo.
Ewid abadennoù Breiz o veva ec'h en em gav Helias gant skrivagnerien vrezhoneg a-benn reiñ da c'houzoud d'ar vrezhonegerien ez eus, e gwirionez, ul lennegezh vrezhoneg. E 1972 e sav un abadenn diwar-benn Añjela Duval he deus paket brud a-drugarez d'un abadenn tele galleg : ur bern tud a deu bremañ d'he c'haoud en he zi. Padal, e abadenn Helias e komprener mad e c'houzañv ar beisantes bewañ hec'h-unan penn, hag entent a reer n'eo ket gwall chalet gant he foanioù-spered ar re a deu d'he gweled assidu.
Evit kejañ gant Anjela Duval [Rencontre avec Anjela Duval]
Pennad-kaoz gant Anjela Duval diwar he buhez hag he oberenn. Abaoe m'eo tremenet en un abadenn skinwel e teu ur bern tud d'he gwelet.[Rencontre avec Anjela Duval, grande poétesse bretonne. Après son passage à l'émission "Les Conteurs" en 1971, beaucoup de gens lui écrivent ou lui rendent visite, ce qui lui plaît mais lui prend tout son temps. Poème "E-tal an tan", Auprès du feu.]
En em gavoud a ra Helias gant ur skrivagner all, Jules Gros. Tig gant ar brezhoneg en deus hemañ dastumet gerioù ha frasennoù war muselloù brezhonegerien a Vro-Dreger, e vamm-gozh en o zoues. Reiñ a ra da gleved iwe ur brezhoneg uhel.
Enor da Jules Gros evit e 100 vloaz [Hommage à Jules Gros pour ses 100 ans]
Kant vloaz eo Jules Gros. Pennad-kaoz gant ar skrivagner ha yezhoniour brudet evit bezañ dastumet kantadoù a droioù-lavar e brezhoneg. [Jules Gros fête ses 100 ans. Portrait d'un linguiste et écrivain breton, connu pour avoir collecté des centaines d'expressions bretonnes.]
En abadennoù brezhoneg e teu war wel c'hoazh un dachenn newez ec'h en em gav ar brezhoneg warni : ar skol.
Ar skol vrezhoneg
E 1959 e oa bet votet al lesenn Deixonne a roe ur plass bihan d'ar c'hentelioù brezhoneg er skol. Herwez paotred ha merc'hed ar brezhoneg ne oa ket bras-awalc'h plass ar brezhoneg er skolioù : sevel a reont, e 1977, ar skolioù Diwan ma vo graet enno dreist-oll gant ar brezhoneg. Meur a abadenn a lak ar gaos war ar skolioù-mañ ha war ar vugale oc'h ober gant ar brezhoneg epad ma ra gant ar galleg bugale all Breizh-Isel, memes oad ganto.
Diwan : skolioù-mamm e brezhoneg [Diwan : des écoles maternelles en breton]
Emgav er skol Diwan gentañ, e Gwitalmeze, evit lidañ deiz-ha-bloaz Yann. [Depuis un an, les écoles maternelles en breton créées par l'association Diwan fleurissent un peu partout en Bretagne. Reportage à Lampaul-Ploudalmezeau, la toute première école du genre, à l'heure du goûter d'anniversaire de Yann.]
Petra eo deuet da vezañ skolidi gentañ Diwan ? [Que sont devenus les premiers élèves de Diwan ?]
E-touez skolidi gentañ Diwan e oa Yann-Herle Gourves. Kontañ a ra da Fañch Broudig penaos e oa d'ar mare-se. [Il y a dix ans était créée la première école Diwan en Bretagne. Fañch Broudig a retrouvé un des premiers élèves, Yann-Herle Gourves, qui est maintenant au collège. Il revient sur ces années et compare les deux écoles où il est allé.]
Entretien avec René Pleven sur les manifestations en Bretagne
Au soir des manifestations rassemblant ouvriers et paysans dans les neuf départements de l'Ouest, René Pleven (ancien président du Conseil, député PDR de Dinan) donne son interprétation de la crise que traverse alors la Bretagne.
N'eo ket ar brezhoneg langach ar beisanted, ar vartoloded, ar veleien pe hini ar re gozh ken. Ewid kalz tud douget d'ar brezhoneg ha d'ar politik e teu da vezañ simbol pennañ kultur ur vro disheñvel diouzh kultur ar Frañs, simbol ur c'hultur bihan gwasket gant ur c'hultur bras.
Ar brezhoneg o vond da simbol
Sevel barzhonegoù a sinifi, ewid Yann-Ber Piriou, sevel skridoù politik : langach an dud vunud, an dud paour eo ar brezhoneg hag ober gantañ a sinifi, d'e soñj, reiñ da gleved mouezh ar bobl a c'houzañv diwar goust pennoù bras o voustrañ warni. Gant Paol Keineg e teu Yann-Ber Piriou da vezañ skrivagner ofissiel an UDB, ur strollad politik nassionalist eus an tu kleiz. Dond a ra ar brezhoneg da vezañ simbol ur bobl gwasket gant ur bobl all.
Yann-Ber Piriou, stourm ur barzh [Yann-Ber Piriou, le combat d'un poète]
Pennad-kaoz gant Yann-Ber Piriou diwar e stourm en e varzhoniezh. Klevet e vez anezhañ o lenn ur barzhoneg : "Emaint o talmiñ c'hoazh". [Yann-Ber Piriou, né en 1937 à Lannion, est un écrivain breton, engagé et militant. Il explique la raison pour laquelle il s'est mis à écrire, et l'idée qu'il se fait de la littérature bretonne. Poème "Emaint o talmiñ c'hoazh "].
Er memes amzer ez a tud yaouank d'ar bobl a-benn dastum gwerzioù ha sonioù. E 1978 ez eus bet savet ur film diwar-benn Jean-François Quemeneur, ur paotr yaouank a ya, war roudoù Fañch an Uhel ha folkloristed all en e raog, da weled an dud a-benn lakaad anezo da ganañ. Gweled a reer anezañ o kaoseal gant ur vaoues kozh. Daoust ma komprener mad ez eo en em gavet ganti espress-kaer ewid ar c'hamera e tiskouez mad an abadenn eo tomm kalon tud zo ouzh kultur ha brezhoneg ar vrezhonegerien war an oad.
klasker tonioù kozh [collecteur de chansons traditionnelles]
Yann-Fañch Kemener, kaner yaouank, a zastum kanoù ha kontadennoù digant ar re gozh. [Jean-François Quemener, jeune chanteur breton plus connu aujourd'hui sous le nom de Yann-Fañch Kemener, recueille auprès des vieux chanteurs et conteurs de Bretagne tout un héritage culturel de tradition orale].
Memes estrañjourien a zesk brezhoneg. Da geñver un abadenn e c'houlenn Fañch Broudig ouzh pewar estrañjour penaos o deus desket brezhoneg : diwar gleved anezo e c'heller divinoud ar re zo bet e darempred gant brezhonegerien hag ar re o deus desket e-barzh al levrioù.
Pevar estrañjour o komz brezhoneg [Quatre étrangers bretonnants]
Pennad-kaoz gant pevar estrañjour brezhoneger : Humphrey Humphreys (kembread), Jaap Koster (izelvroad), Stephen Hewitt (amerikan) ha Makoto Noguchi (japanad). [Interview de quatre étrangers qui ont appris le breton et le parlent couramment : un gallois, un hollandais, un américain et un japonais. Ils donnent leurs impressions sur la langue.]
Deskiñ gant brezhonegerien a-gozh n'eo ket aes ataw. Ewid ar re zo ganet er brezhoneg e chom hemañ langach ar mignoniaj, al langach a gaoseer gant tud a anavezer mad, gant tud a c'heller kaoud fiziañs enno.
Langach ar mignoniaj
Ewid an dud ganet er brezhoneg e c'heller lakaad ar gaos, a-drugarez dezañ, war an traou a denn da vuhez ar galon ha d'ar sañtimañchoù. Med kement-mañ a sinifi iwe e ranker bezañ gouest da wriad war ar memes liñsel. E-barzh ar film diwar-benn ar remorker e Sant-Nazer e kont ar mestr Jean Dagorn da Fañch Broudig ur gwall-zarvoud c'hoarvezet gant ur mouss. Gwall fromet eo : sur eo n'en dije ket displeget anezañ e-mod-se e galleg ha n'en dije ket graet "Fañch" deus an hini a oa oc'h interviewiñ anezañ.
Ar remorkerien o labourat e Sant-Nazer [Les remorqueurs à Saint-Nazaire]
Jean Dagorn a zo komandant ar ramoker Roskañvel e Sant-Nazer. Displegañ a ra e vicher hag an diaesterioù a c'hell kaout. [Rencontre avec Jean Dagorn, commandant du remorqueur Roscanvel à Saint-Nazaire. Il explique les difficultés et les dangers des professions liées au commerce maritime.]
E-barzh ar film diwar-benn ar bresel 14 e tispleg mad-kenañ daou soudard kozh petra a oa war o spered pa'z aent d'an Almanted : lazañ anezo ewid nompas bezañ lazet. Diskouez a reont mad, heb gouzoud dezo martese, penaos e oa bet stummet o spered gant ar gwall nerzh o ren.
Eñvorennoù daou soudard ar brezel 14-18 [Témoignage de deux anciens poilus]
"Ne oa nemet lazhañ d'ober, pe bezañ lazhet" : setu petra oa buhez ar soudarded a zo aet da vrezeliañ evit Bro-C'hall etre 1914 ha 1918. [Portrait de deux anciens poilus, Jean Pierre Le Bihan et Job Sparfel, qui ont combattu pendant la guerre 14-18. A l'époque, la seule alternative était "tuer, ou se faire tuer".]
Daoust hag-eñ o dije displeget ken fraezh e galleg o c'hassoni ouzh ar Boched ? N'eo ket sur, tamm ebed.
Med un doare mignoniaj all a deu war wel en tele : hini ar vrezhonegerien desket. Pa'z a Fañch Broudig da Sant-Kouliz ewid kleved soñj an dud diwar-benn o maer newez, Kofi Yamgnane, ec'h en em gav gant Koulizh Kedez, peisant ha skrivagner brezhoneg. Hemañ a respont en ur lavared da Fañch Broudig eo sañset ar journalist gouzoud dija petra eo e soñjoù en deus bet displeget en e skridoù. Med m'en deus bet tro Broudig da lenn skridoù Koulizh Kedez, n'eo ket gwir ewid an darn vrassañ eus ar re a vez o selled ouzh abadennoù an tele brezhoneg : strizh eo bed ar vrezhonegerien a vicher. Ouzhpenn-se, en e respont da Fañch Broudig e ra Koulizh Kedez gant ar ger "atahenerezh" : digomprenabl eo, a-dra-sur, gant ar paotr kozh zo en e gichen.
Un Togoad anvet da vaer e Sant-Kouled [Un Togolais élu maire à Saint-Coulitz]
An Togoad Kofi Yamgnane a zo bet anvet da vaer e Sant-Kouled, e-kichen Kastellin, er bloavezh 1989. Pennad-kaoz gantañ ha gant tud eus ar gumun. [Portrait de Kofi Yamgnane, un togolais arrivé à Brest dans les années 60. Il est élu maire de la commune de Saint-Coulitz, près de Chateaulin, en 1989.]
Pennad-klosañ
Pa gaose unan bennag e ro da gleved, heb gouzoud dezañ alies, ur bern traou diwar ar familh m'eo bet ganet enni, diwar an dud e vev en o zoues, diwar an dud e labour ganto – da lavared eo, diwar e benn e-unan. Setu perag iwe n'eo ket ur blantenn eo al langach : ne c'heller ket kompren petra eo ar brezhoneg anes klask entent petra ro ha petra o deus roet ar vrezhonegerien da gleved.
Ur guchennad levrioù
Fañch Broudic, La pratique du breton de l'Ancien Régime à nos jours, PUR - CRBC, Rennes, 1995.
Fañch Broudic, Parler breton au XXIe siècle. Le nouveau sondage de TMO Régions, Emgleo Breiz, 2009.
Ronan Calvez, La radio en langue bretonne. Roparz Hemon et Pierre-Jakez Hélias : deux rêves de la Bretagne, PUR - CRBC, Rennes, 2000.
Ronan Calvez, "Qu'est-ce que le breton ? La question de la langue", dans 11 questions d'Histoire qui ont fait la Bretagne, sous la direction de Dominique Le Page, Skol Vreizh, Morlaix, 2009, p. 311-330.
Yves Le Berre, "Langues et usages sociaux en Basse-Bretagne", dans Les parlers de la foi. Religion et langues régionales, sous la direction de Michel Lagrée, PUR, 1995.
Yves Le Berre, Jean Le Dû, "Y a-t-il une exception sociolinguistique française ?", dans La Bretagne Linguistique, volume 12, CRBC – UBO, Brest, 1998.