Votadegoù : trec'h an tu dehou [Elections : victoire de la droite]

23 mars 1986
02m 19s
Réf. 00528

Notice

Résumé :

Aet eo ar maout gant an tu-dehou da vare an dilennadegoù kannad. Pennad-kaoz gant politikourien diwar-benn ar cheñchamant-se. [Analyse des élections législatives et régionales dans les Côtes du Nord, où la droite est majoritairement en tête chez les députés. Des politiques donnent leurs avis sur le changement de couleur du département.]

Date de diffusion :
23 mars 1986
Source :
FR3 (Collection: An taol lagad )
Langue :
Breton

Éclairage

Rentañ a ra kont ar film-mañ eus votadegoù an deputeed e 1986. Un dra nevez a oa c'hoarvezet ar wech-se : gounezet e oa bet departamant Aochoù-an-hanternoz gant an tu dehou daoust ma vote an darn vrasañ eus tud ar vro-mañ evit an tu kleiz betek-hen. A-benn ar fin, memestra a oa c'hoarvezet en departamant gant ar pezh a oa c'hoarvezet e lec'h all er Frañs : aet e oa ar maout gant an tu dehou. Goude ar votadegoù e oa bet lakaet gouarnamant Jacques Chirac e plas hini Laurent Fabius. Evit ar wech kentañ er Vved Republik, ne oa ket eus memes familh politik ar Presidant hag ar gouarnamant.

Goulenn a ra Fañch Broudic e fin ar film hag-eñ e vo ur ministr breton er gouarnamant nevez. Ya, unan a vo : Ambroise Guellec a oa bet anvet da sekretour-stad war ar mor un nebeut devezioù goude e-barzh gouarnamant Chirac.

En diavaez eus an dachenn bolitik e c'heller gwelet a oa tu evit ur journalist, e kreiz ar bloavezhioù 1980, kavout ur brezhoneger eus pep strollad evit reiñ e soñj e brezhoneg war ar votadegoù.

Ronan Clavez - CRBC - UBO / UBE Brest

Ul levr war ar memes tem

J.-J. Monnier, Le comportement politique des Bretons (1945-94), PUR, Rennes, 1994

Version française

Ce reportage rend compte des résultats des élections législatives de 1986. Elles marquent une percée de la droite dans les Côtes-du-Nord, territoire traditionnellement acquis à la gauche. La situation du département est une illustration du résultat des élections au niveau national : les socialistes perdent les législatives. À la suite de ces élections, le gouvernement de Laurent Fabius est remplacé par le premier gouvernement de cohabitation de la Ve République : celui de Jacques Chirac.

Le journaliste Fañch Broudic souhaite savoir, en fin de reportage, s'il y aura un ministre breton dans le nouveau gouvernement : la réponse est oui, Ambroise Guellec deviendra secrétaire d'Etat à la mer dans le gouvernement Chirac.

Au-delà de la portée politique de ce reportage, il est à noter que dans le milieu des années 1980, un journaliste de la télévision en breton avait la possibilité de trouver un représentant de chaque parti pour commenter en breton le résultat des élections.

Ronan Clavez - CRBC - UBO / UBE Brest

Bibliographie

J.-J. Monnier, Le comportement politique des Bretons (1945-94), PUR, Rennes, 1994

Ronan Calvez

Transcription

Fañch Broudig
Padal ar pezh a zo en em gavet er C'hôtes-du-Nord, en Aodoù-an-Hanternoz a zo a bouez bras. Bloavezhioù ha bloavezhioù 'zo e oa ruz ha bremañ emañ gwenn evit pezh a sell an deputeed d'an nebeutañ. Sed a zo peadra d'en em c'houlenn hag-eñ e talv se emañ departamant Aodoù-an-Hanternoz o vont da cheñch liv da vat ?
(Silence)
Yves Nedelec
Un tamm bihan, un tamm bihan. Komañset 'nevoa d'ober dija daou pe tri bloaz 'zo ha dec'h 'neus cheñchet liv adarre ha me soñj din 'benn bloaz pe 'benn daou vloaz amañ ac'halenn an departamant a welleo tamm ha tamm.
P. Y. Tremel
Gouveet e oa memestra un tamm bihan a-raok an eleksionoù 'oa ket sur ar sosialisted da chom mestr 'barzh ar vro, ba bro C'hall. Ni a soñj dimp 'meump memestra diskouezet dec'h omp ar reoù gentañ 'barzh ar Frañs peogwir meump kemeret muioc'h evit trente pour cent deus ar mouezhioù ha se evidomp n'eo ket vil.
Felix Leizour
Deuet eo ar re wenn 'vel vez lâret, pe Giscard, Barre ha memes Chirac ha tout, bremañ... 'neuint ar majorite. Ma vije bet lâret se d'an dud bremañ 'zo pemp bloaz 'zo, 'nijent kavet se un tamm bihan drol, a gav din, deus ar politik 'zo graet aze en ur ober pemp bloaz, eo addeuet ar re-mañ war o c'hiz. A gav din n'eo ket un dra vat. Ha n'eo ket un dra vat ive 'neus nebeutoc'h a vouezhioù ar gomunisted, met se vo gwelet bremañ war an terrain 'vel vez lâret.
Louis Goasduff
Ar pezh a gont evit ar votadeg a zo tremenet hiriv eo dreist holl ar votadeg evit an deputeed er gambr. Aze eo zo bet roet al liv d'ar gouarnamant a zo da zont ha dre se Bro Breizh a c'hello kaout pe kaout nebeutoc'h a arc'hant hag ar pezh a gont eo gellout ober un dra bennak dre ma vezo bolontez da reiñ amañ e Breizh ar plas a dle dezhi kaout ha n'he dleje ket bet james bezañ kollet. Ha pep hini a oar, gant paotred an tu kleiz, Bro Breizh a zo bet dilezet. Daoust hag ur ministr bennak a vo en Breizh ? Fiziañs am eus.