BREIZ O VEVA, buhez ur yezh en tele (1971-1982)
Digoradur
Adalek an abadenn gentañ, e 1971, ez aio skipailh Breiz o Veva davet ar vrezhonegerien, en ur vro o cheñch penn-da-benn. Kompren a reer emañ ar baotred hag ar merc'hed-se o tizoloiñ micherioù an tele a-feur ma savont o abadennoù. A viz da viz e kasont da benn ul labour tost d'an etnologiezh, er bloavezhioù kentañ dreist-holl, a-raok heuliañ hentoù tost diouzh ar mediaoù-all : pennadoù-kaoz filmet a vez kinniget muioc'h-mui (da heul sinadur ar Garta sevenadurel e vo lakaet e plas an abadenn Triweh-ha-tri-ugent gouestlet d'an tabutoù), filmoù faltazi pe teul-filmoù a skigner ivez. War ar memes tro e teu war wel realizatourien ha kelaouennerien, troet muioc'h war ar c'heleier. Al labour-se, boulc'het d'ar 7 a viz Genver 1971, a ginnigomp deoc'h dizoloiñ.
Breiz o veva kinniget gant Chanig Ar Gall [Chanig Ar Gall présente Breiz o Veva]
Abadenn gentañ Breiz o veva, kinniget gant Chanig ar Gall. [Extrait de la première émission de la collection Breiz o veva, diffusée par la station ORTF de Rennes. Elle est présentée par Chanig Ar Gall, et les commentaires des reportages sont dit par Charlez Ar Gall.]
Dre un abadenn, enrollet ha skignet da vare Nedeleg 1971, e reer anaoudegezh war ar memes tro gant Charlez ha Chanig ar Gall, Fañch Broudic, ha gant Per-Jakez Helias, a zegemer an holl en e di, asambles gant Visant Seite. E gwirionez e oa skipailh Breiz o Veva ur skipailh tud a anaveze an eil egile abaoe fin ar brezel, pa voe anv da adsevel strollad kelennerien lik Ar Falz . Brudet e oa Charlez Ar Gall, speaker brezhoneger kentañ ar skinwel evit e gronikenn sizhunvezhiek ur vunutenn hanter hag an abadennoù radio a ginnige abaoe 1959 war radio Kimerc'h. Ur strollad rannvroelourien, brezhonegerien a-vihannik anezho a weler amañ o varvailhat, tud a gustumo reiñ da glevet brezhoneg ar bobl er skinwel, e-kerzh ur prantad a wel implij ar yezh o vont war ziskar e Breizh.
Nedeleg ha Kalanna e ti Per Jakez Helias [Rencontre de Noël et du premier de l'An chez Pierre Jakez Hélias]
Bodet en deus Pêr-Jakez Helias en e di skipailh Breiz o veva : Charlez ha Chanig ar Gall, Fañch Broudic ha Visant Seite, evit gouelioù dibenn ar bloaz. Un digarez evit eskemm o envorennoù diwar-benn pezh a oa Nedeleg ha Kalanna da vare o bugaleaj. [L'équipe de Breiz o veva se retrouve chez Pêr-Jakez Hélias pour les fêtes de fin d'année. C'est l'occasion d'échanger leurs souvenirs d'enfance de Noël et du jour de l'an. ]
Brezhonegerien 1971
Pa roer lañs d'an abadenn, e miz Genver 1971, evit ur c'hard eurvezh bep eil sizhun, e vez kavet atav war ar maez e Breizh-Izel, tud n'int ket nemet brezhonegerien a-vihanik, met zoken tud a zo muioc'h en o aes e brezhoneg eget e galleg. Dre he labour war an dachenn e welo tamm-ha-tamm skipailh Breiz o Veva ar rummad tud-se o vont da get. Ha test e vo eus cheñchamanchoù ar vro hag an dud a vev enni.
Adalek an abadenn gentañ, en ur GAEC e Sant-Segal, e kejer gant ar vrezhonegerien-se, boaz c'hoazh da vevañ e brezhoneg. Gouest int da goñtañ aes o labour, evel ma ra Charlig Nedeleg da Fañch Broudic.
GAEC Sant-Segal [Le GAEC de Saint-Ségal]
Displegañ a ra Charles Nedelec mont en-dro ur GAEC (Stroll labour-douar a diekadur boutin). [Charles Nedelec, exploitant du GAEC de Saint-Ségal (Groupement des Agriculteurs pour l'Exploitation en Commun) créé à la fin des années 70, explique l'évolution des techniques et des conditions de travail survenues à la suite de ces groupements.]
Ur bloaz war-lerc'h, e 1972, e weler e komzer ivez brezhoneg e pep live eus an uzin Henaff, e Pouldreuzig, koulz gant ar vicherourien ha gant ar vistri. Met diaesamantoù o deus lod da gontañ o buhez pemdeziek dirak kazetenneien na gomzont ket yezh o c'horn bro.
Ar moc'h e Penn-ar-Bed [L'élevage du porc et l'industrie porcine dans le Finistère]
E 1972 ez eus e Penn-ar-Bed, ur milion a bennoù pemoc'h... muioc'h eget a annezidi en departamant. Ur gwir industriezh eo deuet da vezañ, evel ma weler en embregerezh Henaff e Pouldreuzig. [En 1972, le Finistère engraisse un million de porcs, c'est plus que le nombre d'habitants dans le département. L'élevage et la transformation sont devenues des industries, comme en témoigne l'usine Hénaff, à Pouldreuzic.]
Ne vez ket disoñjet gant labourerien ar skinwel e brezhoneg mont e kêr, daoust m'eo raloc'h ar c'helaouadennoù-se. En ur c'harter nevez-flamm, savet e Brest en abeg da zistrujoù ar brezel, e kejont gant brezhonegerien deuet da labourat ha da vevañ er gêr vras, moarvat un nebeut bloavezhioù a-raok. Gant ar re-se ivez ez eus poan da daolenniñ lodennoù 'zo eus o buhez. Moarvat ne impljont ket ar yezh war ar pemdez ken.
Buhez an dud er Z.U.P. e Brest II [La vie dans la ZUP de Brest II]
Pennadoù kaoz gant annezidi eus ar Z.U.P, karter nevez Brest-Bellevue, savet evit lojañ an dud goude distrujoù ar brezel. Klevet a reer mammoù o kaozeal eus an nebeut a lec'hioù evit ar vugale, an diaesterioù d'ober prenadennoù, gwelet a reer ivez un den en deus bevet er barakennoù hag a gav gwelloc'h an tourioù nevez. [Echanges avec les habitants d'une Z.U.P, le nouveau quartier de Brest-Bellevue, construit pour loger les habitants privés de toit par les destructions de la Deuxième Guerre mondiale. On y entend des mères de famille qui évoquent leur quotidien, des courses aux enfants, ou le témoignage d'un homme qui compare le nouveau quartier et les baraques temporaires de l'après-guerre.]
Implij ar yezh sachet gant ar bed sevenadurel
Mont a ra implij naturel, pemdeziek, ar brezhoneg war ziskar e Breizh-Izel d'ar mare-se, hag abaoe ur prantad hir dija. Met d'ar memes mare e krog ur rummad tud-all, ennañ tud ne vevont ket e Breizh zoken, da gaout c'hoant krouiñ traoù, e brezhoneg pe e liamm gant Breizh hag ar broioù keltiek.
N'eo ket yezh Alan Stivell gwriziennet don en ur vro pe ur c'horn-bro, met youl a zo gantañ, ha sevel a ra adal fin ar bloavezhioù 1960, ur sonerezh awenet gant Breizh hag ar bed war ar memes tro.
Alan Stivell [Alan Stivell : barde breton]
E 1971, n'eo ket c'hoazh Alan Stivell ar soner brudet a sono en Olympia ur bloaz diwezhatoc'h. Met kontañ a ra dija da Charlez ar Gall gant petra, piv, eo bet awenet ha petra eo ar sonerezh, keltiek ha modern, a fell dezhañ kinnig. [En 1971, Alan Stivell n'est pas encore le musicien reconnu qui jouera sur la scène de l'Olympia un an plus tard. Mais il raconte déjà à Charlez ar Gall ce qui l'inspire et quelle est la musique celtique qu'il souhaite composer pour son époque.]
E-kerzh ar memes prantad e ro kanaouennoù stourm Glenmor da glevet fulor ur bobl he deus ar santimant bezañ gwasket ha lezet a-gostez. N'emañ ket holl kanaouennoù ar barzh e brezhoneg, na pell alese, met gwir eo evit Groñvel, enrollet e 1971 ha skignet e Breiz o Veva .
Ken fuloret-all eo Yann-Ber Piriou gant stad ar yezh, ar sevenadur hag hini Breizh dre vras. Embann a ra ar barzh un dastumad barzhonegoù, gant un titl a zo deuet da vezañ arouezius kenañ evit stourm ar brezhoneg : Défense de cracher par terre et de parler breton . Kontañ a ra istor al levr-se da Charlez ar Gall.
Barzhonegoù Yann Ber Piriou [Poèmes de Yann Ber Piriou]
Displegañ a ra Yann-Ber Piriou penaos en deus bet c'hoant bodañ e “Défense de cracher par terre et de parler breton”, barzhonegoù a ziskouez tro-spered ar Vretoned e penn-kentañ ar bloavezhioù 1970, etre kounnar ha spi en dazont. [Le poète Yann-Ber Piriou explique comment il a rassemblé dans "Défense de cracher par terre et de parler breton", des poèmes écrits par de nombreux auteurs et qui reflètent l'état d'esprit des Bretons au début des années 1970, entre colère et espoir dans l'avenir.]
Evit saveteiñ ar yezh, lusk ar yaouankiz
Arouezius eo gerioù taer Yann-Ber Piriou, eus ur prantad, tomm berv war an dachenn sokial ha politikel, e Breizh hag e lec'h all. N'eo ket chomet a-sav ar stourmoù da c'houde harzoù-labour ha manifestadegoù anavezet mat miz Mae ha miz Mezheven 1968. E Breizh da skouer, eo kendalc'het ar vicherourien d'en em zifenn a-stroll a-hed ar bloavezhioù da heul. Ha sikour un niver bras a dud o deus resevet, da skouer, labourerien Le Joint Français, e Sant-Brieg, pe mengleuzerien Plezeved. Daoust ma n'eo ket bet tachenn-labour pennañ Breiz o Veva e vez klevet anv gwech-ha-gwech-all eus ar manifestadegoù-se, e-kerzh lodenn gentañ an abadenn, gouestlet d'ar c'heleier, displeget gant ar gelaouennerien, evel amañ, e miz Mezheven 1971.
Sant-Brieg-Roazhon : manifestadegoù CGT ha CFDT [Saint-Brieuc- Rennes Manifestations CGT et CFDT]
Ur sell war ar manifestadegoù aozet e Roazhon ha Sant-Brieg gant ar sindikadoù evit goulenn ma vefe kemeret divizoù ekonomikel e Breizh, evit mad al labourerien. [Un coup d'oeil sur une série de manifestations en Bretagne, à Rennes et Saint-Brieuc, organisées par les syndicats pour réclamer que des décisions économiques plus favorables aux ouvriers soient prises en Bretagne. ]
Met aliesoc'h eo war ar stourmoù evit ar yezh hag ar sevenadur e veze lakaet ar pouez e-kerzh Breiz o Veva . Heuliet o deus evel-se ur valeadenn-manifestadeg e bro an Oriant, e 1971, aozet gant Galv. Roet e oa bet lañs d'an aozadur-se e 1969, gant strolladoù tost diouzh an tu kleiz lik, evit goulenn muioc'h a gentelioù brezhoneg er skolioù hag abadennoù e brezhoneg hiroc'h er skinwel hag er skingomz. Gwelet a reer en diell meur a ezel eus skipailh Breiz o Veva, ha zoken Fañch Broudic o kaozeal d'an dud bodet dirazañ, un uhelgomzer en e zaouarn. Unan eus izili a-bouez Galv e oa eñ.
An Oriant : Kerzadenn GALV [La marche de GALV à Lorient]
Heuliañ a reer manifesterien yaouank, war an hent etre Ploue hag an Oriant, o c'houlenn muioc'h a wirioù hag a blas evit ar brezhoneg, er skinwel, er skol, hag er gevredigezh dre vras. Gant « Galv », savet e 1969, e oa bet aozet aozet ar gerzhadenn-se. [On suit des jeunes manifestants, marchant entre Plouay et Lorient, pour réclamer plus de place pour la langue bretonne à la télévision, à l'école et dans la société en général. Ils répondaient à l'appel de l'organisation Galv, créée en 1969. ]
En aozadurioù nevez-se, evel Galv pe Skol an Emsav, savet e Roazhon e 1969, e kaver dreist-holl tud yaouank, nec'het gant dazont ar yezh o deus klevet a viskoazh er gêr pe gant o zud-kozh, hag a welont mont da get tamm-ha-tamm.
Evel-just e klask ar vrezhonegerien yaouank-se tapout poentoù ouzhpenn pa dremenont un arnodenn diret er vachelouriezh, met moarvat e fell dezho lavaret n'eo ket marv ar yezh c'hoazh.
Hor yez o kreskiñ : ar brezoneg er bak [Le breton au bac]
E trepas ul lise e Brest e komzer gant liseidi yaouank eus bro Leon, eus o implij eus ar brezhoneg bemdez hag eus ar c'hentelioù a heuliont el lise. [Dans le couloir d'un lycée brestois, de jeunes Léonards patientent avant leur épreuve orale de breton au baccalauréat, et expliquent leur rapport à la langue et les cours qu'ils suivent au lycée. ]
Meur a zoare d'ober a zo evit ar Vreizhiz yaouank a fell dezho reiñ ul lañs nevez d'o yezh. E lec'hioù 'zo eo a-hed ar bloaz e vez klasket ober traoù evit ar sevenadur hag ar yezh. Gant strolladoù 'zo, evel hini Oaled ar Vro Bagan e Plouneour-Traezh, eo bet savet lec'hioù evit en em gavout asambles. Eno e c'heller dañsal, heuliañ kentelioù, kanañ, met ivez lakaat ar gaoz war gudennoù sokial pe sevenadurel ar vro.
Oaled ar Vro-Bagan [Le foyer culturel du pays Pagan]
Ur strollad tud yaouank eus aodoù bro Leon en em gav asambles, en-dro d'ar brezhoneg, da sevenadur ar vro ha da c'houlennoù o rummad-oad. [Des jeunes gens de la côte du Léon se retrouvent autour de la langue bretonne, de la culture et des préoccupations de leur génération.]
En em gavout a ra lod e-kerzh stajoù, alies e-pad an hañv, evit bevañ e brezhoneg e-pad ur sizhunvezh pe ouzhpenn ha dreist-holl evit mont e darempred gant peizanted ar vro, ar re a ra c'hoazh gant ar yezh en o buhez pemdeziek. Aet e oa Breiz o Veva da filmañ unan eus ar stajoù-se, e Speied, e-kerzh an hañv 1974.
Al leur nevez e Menez kamm [Stage bretonnant à Menez Kamm]
Er bloavezhioù 70 muioc'h mui a dud yaouank a fell dezho deskiñ brezhoneg, ur yezh n'eo ket bet treuzkaset dezho gant o zud. Rak war ar maez e Breiz Izel tro ar bloavezhioù 50 eo kroget an holl vrezhonegerien da sevel o bugale e galleg. [Dans les années 70 de plus en plus de jeunes désirent apprendre le breton, une langue qui ne leur a pas été transmise par leurs parents. Car depuis les années 50, en Basse Bretagne tous les bretonnants ont commencé à élever leurs enfants en français.]
Mirout ul liamm gant ar sevenadur poblek
Chom hep pellaat ar yezh a gomzont, desket el levrioù peurliesañ, eus ar yezh a glever er maezioù, komzet gant an dud o deus klevet ha graet ganti a-viskoazh : setu youl ul lodenn eus stourmerien ar brezhoneg. Niverus e vezont, hiniennoù pe strolladoù, bodet er gevredigezh Dastum, savet e 1972, o vont da welet ar re gozh, ur sonenroller ganto en o sac'h.
A-raok bezañ brudet evit e gan en deus da skouer Yann-Fañch Kemener dastumet dizehan gwerzhioù ha sonioù, ha maget evel-se e droioù-kan.
klasker tonioù kozh [collecteur de chansons traditionnelles]
Yann-Fañch Kemener, kaner yaouank, a zastum kanoù ha kontadennoù digant ar re gozh. [Jean-François Quemener, jeune chanteur breton plus connu aujourd'hui sous le nom de Yann-Fañch Kemener, recueille auprès des vieux chanteurs et conteurs de Bretagne tout un héritage culturel de tradition orale].
Ingal ez a ar glaskerien yaouank-se da di ar memes tud, tud o deus aezamant da gaozeal, istorioù da gontañ pe muioc'h a binvidigezh en o yezh. Niverus int da vont evel-se da di ar varzhez Anjela Duval. Re niverus marteze, rak, evel ma lavar d'an abadenn Breiz o Veva, ne gompren ket hi atav petra eo deuet hini pe hini da glask en he ziegezh, e Traoñ an dour.
Evit kejañ gant Anjela Duval [Rencontre avec Anjela Duval]
Pennad-kaoz gant Anjela Duval diwar he buhez hag he oberenn. Abaoe m'eo tremenet en un abadenn skinwel e teu ur bern tud d'he gwelet.[Rencontre avec Anjela Duval, grande poétesse bretonne. Après son passage à l'émission "Les Conteurs" en 1971, beaucoup de gens lui écrivent ou lui rendent visite, ce qui lui plaît mais lui prend tout son temps. Poème "E-tal an tan", Auprès du feu.]
War dachenn ar sonerezh e reer ivez al labour dastum-se. Koupladoù sonerien daou-ha-daou a dremen en atantoù evit deskiñ seniñ gant ar vombard pe ar biniou met ivez evit bevañ gant an dud o deus sonet en o raok. Strolladoù kanerien a ra memes tra, e kement korn eus ar vro. E bro Wened, da skouer, e kaver ar strollad Dir ha Tan, filmet gant ar skinwel e 1973.
Dir Ha Tan [Le groupe vannetais Dir Ha Tan]
Gant o gitaroù ha binvioù-all ha doareoù da ganañ deuet eus ar folk song e ijin ar strollad Dir ha Tan ur sonerezh eus e mare, met sanket don e gwrizioù en hengoun. [Avec des guitares et d'autres instruments de la musique folk, les jeunes Morbihannais de Dir ha Tan inventent une musique ancrée dans la tradition, mais très contemporaine.]
Er bloavezhioù 70 e chom Breizh ur vro gristen. Met da heul sened-iliz Vatikan II e teu cheñchamantoù bras. Ha tizhet eo ivez an iliz gant ar c'hiz keltiek e-giz peurrest ar gevredigezh. Dre ma vez aotreet bremañ an oferennoù e yezh ar bobl, kristenien ‘zo en em vod evit skrivañ oferennoù ha kantikoù e brezhoneg. Ha yezh ar vro a gemer plas al latin.
Al liderezh nevez e Breiz [Rénovation liturgique après Vatican II]
Digoret e oa bet an nor d'an oferennoù e brezhoneg gant sened-iliz Vatican II, e 1963. Dek vloaz war-lerc'h e klaske beleien Breizh penaos sevel seurt oferennoù. [L'abandon de la messe en latin lors du concile de Vatican 2, en 1963, a ouvert la voie aux messes en breton. Dix ans plus tard, des prêtres se réunissent pour imaginer ces cérémonies.]
Selloù ouzh ur vro o cheñch : Fin ur bed...
Test eo bet neuze skipailh Breiz o Veva eus ar c'hemm kevredigezhel e Breizh hag er bed brezhoneger, adalek 1971. Evit lakaat da gompren ar c'hemm-se o deus bet tro alies ar gazetennerien da ziskouez tal-ouzh-tal ar bed nevez hag ar bed kozh. Evel-se, pa gaozeont eus kudennoù marc'had al laezh, e 1972, e weler ur vaouez a zeu war ar marc'had da werzhañ he amann, a gomz ouzh ar c'hamera evel ma gomzfe d'ur pratik, ha dres da heul, daou saver saout a gont penaos o deus modernelaet o atant.
Al laezh e Breizh [La production et la transformation du lait]
Ur beizantez o werzhañ amann war ar marc'had ha daou saver saout, tad ha mab, o kontañ ar cheñchamantoù 'zo bet en o ziegezh evit modernaaat : meur a zoare a zo da broduiñ laezh e Breizh e 1972, un nebeut mizioù a-raok brezel al laezh. [De la paysanne qui vend son beurre sur les marchés à l'exploitation familiale – père et fils – qui a modernisé son installation pour produire plus de lait, un aperçu de la production laitière en Bretagne, quelques mois avant la grève des livraisons, la célèbre guerre du lait menée dans l'Ouest pour obtenir de meilleurs prix. ]
Meur a wech e seblant skipailh Breiz o Veva bezañ etre daou santimant : keuz eus un amzer dremenet o deus anavezet, ha feiz en dazont, pa ziskouezont tud yaouank youlek e-kerzh an abadennoù. Met pa skignont evit ar wech-kentañ ur film faltazi e brezhoneg ez eo ur film a ginnig ur sell teñval a-walc'h war dazont ar yezh hag ar vro a zo dibabet ganto. An eiz lur warn-ugent, skrivet gant Per-Jakez Helias a zo skignet d'an 13 a viz Ebrel 1972. Ar stourmer entanet evit ar brezhoneg a oa Helias un nebeut bloavezhioù 'zo ne gred ket mui e c'heller mont a-enep diskar ar yezh. Ret eo lakaat ar vrezhonegerien ziwezhañ da vervel e peoc'h e giz tud Keribilbeuz a weler amañ en ur sennenn e skol ar barrez. Ar mennozhioù-se a zisplego en dro e pajennoù diwezhañ Marc'h al Loc'h a zisplijo kalz da stourmerien yaouank ar mare.
An eiz lur warn-ugent [Les vingt-huit francs]
Bez'zo eus An eiz lur warn'ugent ar film faltazi kentañ da vezañ bet savet evit ar skinwel gant FR3. E 1977 eo bet filmet gant ar sevener André de Beaumont, diwar ur skrid gant Pêr-Jakez Helias. An aktourien ne oant ket a-vicher war bouez unan, Sebastien Keran a oa bet komedian er CDO (Comédie de l'Ouest). [Les vingt huit francs est la première fiction télévisée en breton. Cette dramatique a été réalisée en 1977 par André de Beaumont, sur un scénario de Pêr-Jakez Helias. Les acteurs n'étaient pas professionnels à l'exception de Sébastien Quéran, comédien à la CDO (Comédie de l'Ouest)]
Met mouezhioù nevez a glever ivez e Breiz o veva . Per Ar Flao, ur sevener yaouank brezhoneger anezhañ, a gas da benn teulfilmoù engouestlet war sujedoù sokial en ur implijout doareoù seveniñ diouzh ar c'hiz d'ar poent-se. Alies e tispleg splann e soñj. En abadenn filmet e 1974 war an hentoù-tizh nevez a zo savet er vro e ro muioc'h ar gomz da zifennerien an natur a gav dipitus e vefe bet distrujet maezioù ken kaer Breizh eget d'ar re a zo evit an araokadur, kousto pe gousto.
An henchoù e Breizh [Les voies express en Bretagne]
Gant an hentoù nevez savet evit tostaat Breizh eus peurrest bro C'hall eo bet kemmet boazioù an dud ha neuz ar maezioù. [Les nouvelles routes construites pour désenclaver la Bretagne ont modifié la vie des lieux traversés et bouleversé les paysages.]
Ur vro nevez lorc'h enni gant he fersonelezh
Merket eo fin ar bloavezhioù 70 gant ar stourmoù ekologel kentañ, ganet diwar gresk al labour-douar greantel, an adlodennañ, diorroadur an nukleel ha lanv du an Amoco Cadiz . Dedennet eo skipailh Breiz o veva gant intrudu un nebeut peizanted yaouank a glask un doare nevez da broduiñ, e giz ma weler e atersadenn Goulven Thomin a zispleg da v/Marie Kermarec en e vrezhoneg flour, perak en deus dibabet hent al labour-douar bevoniel.
Al labour-douar biologik [La culture biologique]
Mont a ra doareoù al labour-douar biolojik, war ziorroiñ e Breizh, a-enep krenn da voazioù modern al labour-douar. [Les méthodes de l'agriculture biologique, minoritaire mais en développement, vont à l'encontre des réalités de l'agriculture moderne et productiviste.]
Gant Per Ar Flao, e vo Marie Kermarec unan eus an daou sevener gouest da gomz brezhoneg o labourat evit Breiz o veva . Kroget he doa gant ar radio e 1971. Kinnigourez ha produktourez arzel e oa da gentañ a-raok dont da vezañ sevenourez teulfilmoù ha filmoù faltazi e-pad tost tregont vloaz. Hi eo a gaso da benn ar gelaouadenn gentañ war skol-vamm Diwan e Lambaol Gwitalmeze, e diskar-amzer 1978, bloaz war lec'h krouidigezh Diwan, ur gevredigezh a embanne dija sklaer he fal : kinnig un deskadurezh digoust e brezhoneg eus ar skol-vamm d'ar skol-veur. E film Marie Kermarec e reer anaoudegezh gant ar skolidi gentañ hag o skolaer Denez Abernot.
Diwan : skolioù-mamm e brezhoneg [Diwan : des écoles maternelles en breton]
Emgav er skol Diwan gentañ, e Gwitalmeze, evit lidañ deiz-ha-bloaz Yann. [Depuis un an, les écoles maternelles en breton créées par l'association Diwan fleurissent un peu partout en Bretagne. Reportage à Lampaul-Ploudalmezeau, la toute première école du genre, à l'heure du goûter d'anniversaire de Yann.]
A-hed ar bloavezhioù 70 eo bet lakaet ivez war-wel gant Breiz o veva ar c'hrouiñ e brezhoneg, er sonerezh da skouer. E-kerzh abadenn Kalanna 1978 e c'heller gwelet war ar skramm ur strollad tud yaouank a vro Leon, Storlok e anv, o seniñ sonerezh rock, awenet gant an tonioù a glever dre ar bed-holl. Pozioù brezhonek o c'hanaouennoù avat a gomz eus kudennoù ar vro, evel raktres kreizenn nukleel Plogoñv pe al labour-douar o vont da industriezh tamm-ha-tamm. Buhez Storlok ne vo ket hir met un arouez eus birvilh ar mare e chom, evit kalz a vrezhonegerien.
Mathieu Herry- Kalanna